Gustav IV Adolf
Gustav IV Adolf a voe roue Sveden ha Finland war-lerc'h e dad Gustav III eus 1797 da 1809, pa voe distroadet. Dimeziñ a reas d'ar briñsez alaman Friederike Dorothea von Baden (1781-1826).
Taolenn |
[kemmañ] E vuhez
Mab e oa da Gustav III ha da Sofia Magdalena Danmark.
[kemmañ] Diroueet
Distroadet e voe gant un taol-stad en 1809 goude kollet Finland gant Sveden ha roet da Rusia. Abaoe an XIIIvet kantved e oa ar broviñs-se er rouantelezh .
[kemmañ] Dimeziñ ha bugale
En 1797 e timezas da Friederike Dorothea von Baden (1781–1826), ha pemp bugel o doe: Pemp bugel he doe :
- Gustav (1799-1877), priñs Vasa,
- a zimezas en 1830 da Louise von Baden (1811-1854), (merc'h da Karl II von Baden ha da Stéphanie de Beauharnais), dizimezet en 1844,
- daou vugel o doe, en o zouez Caroline (1833-1907), a zimezas en 1853 da Albert Ier, roue Saks
- a zimezas en 1830 da Louise von Baden (1811-1854), (merc'h da Karl II von Baden ha da Stéphanie de Beauharnais), dizimezet en 1844,
- Sophie (1801-1865), a zimezas en 1819, da Leopold Iañ von Badeb (1790-1852), dug meur ha goureontr dezhi ;
- Cécile (1807-1844), a zimezas en 1831 da Paul Frédéric Auguste, dug Oldenburg.
[kemmañ] E varv
Gustav IV Adolf a varvas un noz a C'hwevrer 1837 en un davarn e Sankt Gallen en Suis ma veve diwar un tamm labour kavet dezhañ gant an impalaer Frañsez Iañ Aostria, tad-kaer ha breur-kaer d'un nizez da roue Sveden, an arc'hdugez Sophie Bavaria, mamm an impalaer Franz-Joseph Iañ.
