Augusta von Fersen

Eus Wikipedia

Christina Augusta von Fersen, pe ar gontez Augusta Löwenhielm (1754-1846), zo ur Svedadez a ouenn uhel hag a oa dimezell a enor gant rouanezed Sveden, Lovisa Ulrika da gentañ, Sofia Magdalena Danmark goude.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa d'ar c'hont Carl Reinhold von Fersen ha d'e bried Charlotta Sparre. He zad a oa mestr koadeier ar roue, ha kontet da vezañ kaerañ ha speredekañ denjentil ar vro.
He mamm a oa bet meulet he c'hened el lez c'hall, e kastell Versailhez, entre 1739 et 1742, pa oa bet eno gant he c'heniterv, kontez Tessin, pried ar c'hont Carl Gustaf Tessin, kannad Sveden en amzer ar roue gall Loeiz XV. Div verc'h he doe: Augusta hag Ulrika, Kenitervezed e oa Augusta hag he c'hoar da Axel von Fersen ar Yaouankañ, a zo brudet dre e vignoniezh ouzh ar rouanez c'hall Marie-Antoinette Bro-C'hall, ha da Sophie von Fersen. Anvet e voe Augusta da zimezell a enor da-gichen Lovisa Ulrika (1720-1782) rouanez Sveden.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1770 e timezas d'ar c'hont Fredrik Löwenhielm a veze er broioù estren alies evel kannad. D'ar mare-se e oa e lez Sachsen, e Dresden. E 1771 e teuas Augusta da vout kentañ dimezell a enor ar rouanez yaouank Sofia Magdalena Danmark (1746-1813), pried ar roue Gustav III. Diwar neuze e oa un den a bouez bras el lez.

Brudet e oa kened an div c'hoar Augusta hag Ulrika von Fersen, ha hini ar gontez Lovisa Meijerfeldt, ma voe savet ur varzhoneg dezho gant Johan Henric Kellgren (1751-1795), titlet Gracernas döpelse (An Teir Fulenn), ma lavar ar barzh e rank o c'hened, evel hini Teir Fulenn mojennoù Hellaz kozh, lakaat levenez e kalonoù ar wazed. Brudet e oa gwisk faro ha doareoù ar gontez. He c'hoar Ulrika, baronez von Höpken, a oa karet, un tammig bepred, gant ar priñs Fredrik Adolf Sveden (1750-1803), ur breur d'ar roue, hag Augusta a oa deuet da vout serc'h d'e vreur etrehenañ, dug Södermanland, hag a vo ar roue Karl XIII war-lerc'h marv e vreur henañ Gustav III . Un den a bouez e oa Augusta e kevredigezh ha lez Sveden en amzer-se.

Padout a reas he darempred gant an danvez-roue eus 1771 da 1777. Met serc'h ofisiel ne oa ket. Ha dimeziñ a reas ar priñs en 1774 da Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp (1759-1818), ur vaouez kenedus ken e oa. N'en em gleve ket ar priñs gant e wreg avat abalamour d'e serc'hed. War-lerc'h Augusta e kemeras Charlotta Eckerman, ha Charlotte Slottsberg. Augusta von Fersen avat a gavas serc'heged all ivez, goude dug Södermanland. Sede penaos e voe poltredet gant dugez Södermanland, an danvez rouanez, en he deizlevr:

« Koant eo hep mar, plijus eo he dremm, mistr he bale, ha pa vez kempennet da vont d'an dañsadeg ne vez ket par dezhi ».

Diwar-benn he zemz-spered e skriv an dugez n'he deus ket levezon fall war ar priñs Karl, pried an dugez, ha dre ma n'eo ket strizh a spered hec'h-unan e laosk ar priñs da c'haloupat gant madelezh. « En deiz all, e oa erruet diwezhat ar gontez Löwenhielm da goan, ur c'hardeur goude ma oa kroget ha dre wallchañs war un dro gant ar baron von Essen. Fentus hor boa kavet kement-se, rak n'omp ket hep gouzout en em zarempredont ha den ne c'halle mirout a vousc'hoarzhin. »

Evit ar varonez von Höpken a skrivas « ma tegouezhfe un dra bennak heñvel gant nep piv bennak ne vije ken kaoz nemet eus se, hogen ma c'hoar a vez digarezet atav en a-raok, ha kement-se a c'haller gwelout evel ur brouenn eus he natur gwirion ha digor a ziskuilh dirak daoulagad an holl er bed he darempred gant ar paourkaezh Essen. »

Kuitaat al lez a reas Augusta Löwenhielm en 1795, rak kaset e oa bet he mamm kuit, ha hi kentañ dimezell a enor gant ar rouanez. D'he heul eta ez eas he div verc'h, d'ober war-dro he yec'hed evit doare, en ofisiel bepred. Koulskoude eo gant Augusta von Fersen e voe kinniget Lolotte Forssberg, bastardez ar roue Adolf Fredrik, el lez e 1799.


Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digant he fried Fredrik Löwenhielm he deus bet:

  • ur mab, Gustaf Carl Fredrik Löwenhielm (1771-1856),
  • ur mab hag ur verb marvet en bugel;

Digant ar priñs ha danvez-roue Karl he deus bet

Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]