Konomor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Conomor, pe Konomor (Cunomorus e latin), pe c'hoazh ar stumm a-vremañ Konveur, a vije bet roue e Breizh war-dro ar Vvet kantved pe VIvet kantved. Ren a rae e Poc'her, ha marteze e Domnonea, da lavarout eo en hanternoz Breizh, ha marteze ivez ec'h astenne e c'halloud betek aod ar c'hreisteiz.

E anv[kemmañ]

Tostaat a c'haller e anv ouzh an anv kembraek Cynmawr, pe Cynfawr (a-wechoù Cynfor).

  • Hervez tud zo e vije ret kompren Konmeur, ki meur, evel e-barzh Konan. Met un displegadur all zo.
  • Hervez Fleuriot en e c'heriadur brezhoneg-kozh, e talvezfe ar ger cun- kement ha penn, penn ar menez hag ivez penn ar vro. Da lavarout eo, e talvez Konomor kement hag ar penn meur, ar pezh a seblant poellekoc'h eget un anv savet en-dro d'ar ger ki. Kalz a anvioù a vez kavet e-lec'h m'emañ ar ger kon- pe kun- enno, evel Konan da skouer hag a dalvezfe kement ha penn (bro, arme) bihan. Da geñveriañ ivez gant an anvioù Kongar, e-lec'h ma kaver ar ger kar pe vignon, ha, Konogan gant daou dibenn-ger o deus ur ster bihanaat.

Krediñ a reer e c'hall bezañ ul lesanv roet d'ar roue Marc'h, roue en div Domnonea.

Kavet e vez an anv Konveur e-barzh an anv parrez Plougonveur, met da brouiñ eo ez eus d'ober amañ gant anv ar roue Konveur-Konomor. Moarvat ez eus bet meur a zen o tougen an anv pe al lesanv-se, trawalc'h e oa moarvat bezañ a lignez roueel evit se.

Testenioù[kemmañ]

Pezh a ouzomp diwar e benn (met meur a Gonomor a c'hall bezañ bet) a deu

  • eus buhezioù-sent, skrivet tost da 500 vloaz goude
  • eus skrid Gregor Teurgn, enebet ruz ouzh ar Vrezhoned, en abeg d'o lidoù relijiel keltiek, disheñvel diouzh ar re roman.

Istor[kemmañ]

Gant Gregor Teurgn ez eus anv eus Chonomor er bloavezh 550 evel gwarezour mibien Gwereg Iañ, roue Bro-Ereg, pe Bro-Gwened.
Ar c'hont Chanao (Kanao Iañ a vo roue war-lerc'h e dad), kont ar Vrezhoned, a oa breur da Macliauus (Macliau), a vo eskob Gwened), ha fellout a rae dezhañ lazhañ e vreur a nac'he touiñ bout feal dezhañ, evel m'en doa lazhet e dri breur all. Hag aet Macliau da repuiñ da lez Conomor. Kontañ a ra Gregor un dro gamm graet gant Konomor da soudarded Kanao.

Conomor, a ouie oa an dud war e lerc'h o tostaat, a guzhas anezhañ dindan an douar en ur c'hav hag a savas ur grugell warnañ hervez ar boaz, hag un toull ennañ ma c'halle Macliau analat.
Pa erruas ar varc'hegerien e lavaras dezho: Amañ emañ Macliau, marvet ha beziet amañ. Hag ar re all, laouen o klevout ar c'heloù, hag a ev war ar grugell end-eeun. Ha mont da gas ar c'heloù d'ar breur (Kanao) e oa marv Macliau ; pa glevas an dra-se e lakaas Kanao e grabanoù war ar rouantelezh a-bezh... Macliau a zifoupas neuze a-zindan an douar, ha mont da Wened. Eno e voe kerniet ha graet eskop[1].

E 560, Chonoobro (pe Chonober pe Chonoo), kont ar Vrezhoned ivez, en dije droet repu d'ur priñs, Chramne, hag a oa mab d'e enebour ar roue frank Hlotar Iañ. Setu ma teuas un armead Franked war e lerc'h, a dapas an tec'hour, a grougas anezhañ, ha devet e voe e gorf, hini e wreg ha re e verc'hed, en ul lochenn. Lazhet e voe Conomor-Chonober en un emgann e Brelevenez (Mor-Bihan), pe er Releg e Plouneour-Menez[2].

Mojenn ar Roue kriz[kemmañ]

Un den kriz-meurbet eo Konomor er mojennoù. Lazhañ a ra e wragez kenkent ha bugale gante. Hervez ar vojenn e vije bet diouganet dezhañ e vije bet lazhet gant e vab ha strivañ a reas d'en em zizober diouzh kement mab a oa ganet dezhañ. An hini diwezhañ e oa Trifina (santez a orin eus Sikilia) a oa merc'h da Gwereg Iañ, ha c'hoar da g-Kanao Iañ ha da v-Macliau. Gwilioudiñ a reas-hi ha genel Treveur. Gourc'hemenn a reas Konomor e zibennañ. Poltred ar roue kriz ha droug a vez taolennet e Buhezioù ar Sent bet skrivet 5 kantved goude e varv a ziskouez splann n'en doa ket brud vat e-touez ar venec'h kristen. Hervez lenneien zo e c'hellfe dont ar vrud-se dre ma vije chomet feal ar roue Konomor da feiz kozh ar gelted ha n'en doa ket asantet heuliañ ar relijion kristen.

Krediñ a ra lenneien zo e c'hallfe bezañ ar roue Marc'h e mojenn Tristan hag Izold, hag ivez Paotr e varv glas ar c'hontadennoù. Adkavet ez eus bet roud eus ur roue Conomor e Kerne-Veur ha gallout a rae e rouantelezh en em astenn en daou du da Mor Breizh.

Mojennoù[kemmañ]

Stag eo anv Konomor ouzh hini sant Treveur.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Gilles Rihouay, Konomor, Barbe-bleue breton, Éd. Keltia Graphic, 29540 Spézet, 2001
  • Jean-Christophe Cassard, Les Bretons et la mer au Moyen Âge, PUR, 1998
  • Christian Y. M. Kerboul, Les Royaumes brittoniques au très haut Moyen Âge, Coop Breizh, Éd. du Pontig, 1997
  • Léon Fleuriot, Les Origines de la Bretagne, Payot, 1980.
  • Christiane Kerboul-Vilhon, Conomor entre histoire et légende, éd. Keltia Graphic, 29540 Spézet, 2004

Pennadoù kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Grégoire de Tours, Histoires des Francs, Édition Les Belles Lettres, 1963, Levrenn IV, pennad IV, p. 182-183
  2. Chroniques de Marius d'Avenches (455-581) - Note n°20