Treveur (sant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sant Treveur

Treveur a oa ur priñs, hervez ar vojenn, a oa mab da santez Trifin (pe Trifina), merc’h kont Gwened, ha da Gonveur ( pe Conomor), kont Domnonea, er VIvet kantved. Hemañ, war zigarez oa bet diouganet dezhañ e vije bet lazhet gant e vab, a lazhas e wreg hag a glaskas lazhañ e vab ivez. Gant sant Gweltaz e vije bet saveteet Treveur, a voe badezet gant ar sant ha desavet gantañ en e vanati e Rewiz. Un devezh en em gavas e dad gant ar bugel ha troc’hañ a reas dezhañ e benn. Abalamour da se eo bet lakaet da verzher ha diskouezet e vez alies e stumm ur paotr yaouank o tougen e benn. Enoret e vez sant Treveur e meur a lec’h e Breizh : ilizoù zo war e anv e Karaez, e Kerglof hag e Kamlez, ha chapelioù e meur a gumun all, evel ar Gelveneg, Kledenn-ar-C'hab, Plougastell, Gwerliskin, Sant-Trifin, Bubri, Langedig, ar Sent.

Anv-badez[kemmañ]

D’an 8 a viz Du emañ gouel sant Treveur. Pedet e vez ouzh ar boan benn. Dont a rafe e anv eus trec'h ha meur. Ar stumm Tremeur a gaver alies er skridoù gallek.

Er yezhoù all[kemmañ]

Levrlennadur[kemmañ]

  • Roger Gargadenneg, Contes du Cap Sizun, Maisonneuve, 1977 (la légende de saint They et de saint Tremeur, p. 191)
  • Bernard Tanguy, Le culte de saint Gildas, sainte Trifine et saint Trémeur, Mémoires de la société d'histoire et d'archéologie de Bretagne, Tome LXXXIII, 2005

Liammoù diavaez[kemmañ]