Kankaven
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Kankaven | |
| Departamant | Il-ha-Gwilen |
| Bro hengounel | Bro Sant-Maloù |
| Arondisamant | Sant-Maloù |
| Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Bro Sant-Maloù |
| Bro 'Voynet' | Bro Sant-Maloù |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton Kankaven |
| Kod INSEE | 35049 |
| Kod post | 35260 |
| Maer Amzer gefridi |
Pierre-Yves Mahieu 2008-2014 |
| Gorread | 3 719 ha = 37 19 km² |
| Hed ha led | |
| Uhelder | keitat : 45 m bihanañ : 0 m brasañ : ? m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 5 293 (2007) |
| Stankter | 407 |
Ur gumun e Biz Breizh eo Kankaven (Cauncall e gallaoueg, Cancale e galleg). Ur porzh pesketa eo. Anavezet eo gant e istr. Pennlec'h Kanton Kankaven eo.
Taolenn |
Douaroniezh [kemmañ]
War aod Bro-Sant-Maloù emañ Kankaven, etre Sant-Maloù hag ar menez Mikael ar Mor. Eus Kankaven betek Sant-Maloù ez eus 15 kilometr. E Norzh Kankaven emañ Beg an Trein e-lec'h ma c'haller gwelout ar C'hab Frehel er C'hornôg ha Granville er Reter. Inizi Kalzenez a c'haller gwelout ivez .
Istor [kemmañ]
Henamzer [kemmañ]
- Stummet e veze ar Romaned gant istr Kankaven.
VIvet kantved [kemmañ]
- Diazezet eo bet ar gêriadenn-se gant Sant Meven moarvat war-dro 545.
XVIIvet kantved [kemmañ]
- Eus Kankaven ez eas kuit listri Daniel de La Touche, Aotroù ar Ravardière d'an 19 a viz Meurzh 1612 evit Brazil. Daniel de La Touche a ziazezas kêr Saõ Luis er Maranhão e Brazil[1].
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: nac'het e voe al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person [2].
XXvet kantved [kemmañ]
- Eil brezel-bed: d'ar 17 a viz Even 1944 e kouezhas un nijerez Junkers Ju 88 G-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e donvor Kankaven; tri nijour ar varvas, daou anezhe a zo douaret e Marigny [3].
- Morskorneg e 1963: yen-skorn e oa an amzer ar bloaz-se: -16°C e-pad an noz etre an 19 hag an 20 a viz Genver 1963. Sac'het e voe ar porzh e-pad ur sizhunvezh gant ar vorskorneg.
Darvoudoù sport a bep seurt [kemmañ]
- 4 a viz Gwengolo 1911 : tapet rekord ar bed an uhelder (3 950 m) gant ar nijer gall Roland Garros goude dibradañ diouzh traezhenn Kankaven.
- 10 a viz Gouere 1982 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kankaven ha Konk-Kerne ; trec'h eo Pol Verschuere (Belgia).
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Armerzh [kemmañ]
Pesketa [kemmañ]
Ar gumun a oa rannet e daou :
- e traoñ porzh an Houl bet savet an dik anezhañ e 1836,
- e krec'h ar vourc'h e-lec'h ma oa o chom ar genwerzherien hag an armatourien betek diskrog-labour bras paotred an Douar-Nevez e 1911.
Tud Kankaven a beskete ar moru en XVIvet kantved betek deroù an XXvet kantved. Adsavet eo bet ar viskinenn Ar Gankavenadez e 1987.
Obererezhioù [kemmañ]
- Labour-douar (kaol-fleur).
- Gounit istr
- Pesketaerezh meret e borzh gant Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Bro Sant-Maloù.
- Touristerezh
An deiz a hiziv [kemmañ]
Diorroet eo bet an touristerezh, ar restaorantoù ha gwerzhañ an istr.
Emdroadur ar boblañs 1793-2007 [kemmañ]
| 1793 | 1800 | 1806 | 1820 | 1831 | 1836 | 1841 | 1846 | 1851 | 1856 | 1861 | 1866 | 1872 | 1876 | |
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Poblañs | 3 177 | 3 003 | 3 414 | 4 121 | 4 880 | 5 151 | 5 230 | 5 065 | 5 826 | 6 105 | 6 352 | 6 400 | 6 654 | 6 239 |
| poblañs hep kontañ doubl | ||||||||||||||
| 1881 | 1886 | 1891 | 1896 | 1901 | 1906 | 1911 | 1921 | 1926 | 1931 | 1936 | 1946 | 1954 | 1962 | |
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Poblañs | 6 523 | 6 721 | 6 578 | 6 641 | 6 549 | 7 061 | 7 627 | 6 635 | 6 340 | 6 029 | 5 635 | 5 569 | 5 463 | 5 236 |
| poblañs hep kontañ doubl | ||||||||||||||
| 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2007 | |
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Poblañs | 5 019 | 4 780 | 4 638 | 4 910 | 5 203 | 5 285 | 5 293 |
| poblañs hep kontañ doubl | |||||||

Melestradurezh [kemmañ]
| Roll ar vaered | ||||
| Mare | Anv | Strollad | Karg | |
|---|---|---|---|---|
| 1833 | Jean Marie Merdrignac | |||
| 1871 | Prudent Fortin | |||
| 1945 | Adolphe Robin | |||
| 1965 | 1977 | Olivier Biard | ||
| 1978 | 1989 | Jean Raquidel | ||
| 1989 | 2001 | Joseph Pichot | Tu dehoù | |
| 2001 | 2008 | Maurice Jannin | Tu kleiz bennak | |
| meurzh 2008 | → bremañ | Pierre-Yves Mahieu | Tu dehoù | |
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | ||||
Tud vrudet [kemmañ]
- Jeanne Jugan, diazezerez kumuniezh C'hoarezed Vihan ar Re Baour
- Olivier Roellinger, keginer
- Auguste Denis-Brunaud, liver
- René Vautier, filmer
- (en) Eugène Feyen (1815-1908) liver Kankaven
- Yves Laloy (1920 - 1999) liver surrealist
Monumantoù ha lec'hioù touristel [kemmañ]
- an aod (Beg an Trein, Menez-Mikael)
- Mirdi ar c'hoadoù skultet
- porzh an Houl
- ti-feurm ar mor (diwar-benn an istr hag ar grogenn)
- Mirdi an Arzoù ha Hengounioù ar Bobl
- ti Jeanne Jugan
Gevelliñ [kemmañ]
- Arnstein, Bayern, Alamagn
- Mittelwihr, Roen-Uhel, Elsass, Bro-C'hall
- Les Saisies, Savoia (departamant), Savoia, Bro-C'hall
Gwelout ivez [kemmañ]
Notennoù, eien ha daveiñ [kemmañ]
- ↑ Mammenn: http://bresil2000.free.fr ; testenn Dominique Stoenesco diwar-benn Renevezerezh Sao Luis ar Maranhao
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.19
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ EBSSA
Levrlennadur [kemmañ]
- Annick Rouxel, Cancale - Étude démographique. 1757-1800, 1970, (Archives départementales d'Ille-et-Vilaine - Mémoire 2 J 10).
- Éditions du Phare, à Cancale.
- F. Bouleuc, Cancale son origine et son histoire, La Decouvrance éditions.
- René Le Bihan, Léo Kerlo, édition Chasse-Maree Estran Cancale
- Léo Kerlo et René Le Bihan, Peintres de la Côte d'Émeraude, Le Chasse-Marée/ArMen 1998.
Lec'hioù ofisiel [kemmañ]
- (fr) (en) Lec'hienn kêr Kankaven
- (fr) Pezhioù savouriezh rummet e Kankaven war lec'hienn Ministrerezh ar Sevenadur (gall)
- (fr) Pezhioù arrebeuri rummet e Kankaven war lec'hienn Ministrerezh ar Sevenadur (gall)