Mont d’an endalc’had

Herve ar Gall

Eus Wikipedia
Herve ar Gall
Herve ar Gall
Herve ar Gall o prezegenniñ war anv UDB dirak studioioù RBI e Kemper, d'ar 25 a viz Meurzh 2006
Anv ofisiel Hervé Le Gall
Anv pluenn Herve ar Gall
Obererezh Romantour
Daneveller
Stourmer
Ganedigezh D'an 10 a viz Du 1952
e Loudieg, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz2003
Oberennoù pennañ
Piv a glevo ?
Koulz ar c'hastrilhez

Herve ar Gall (Hervé Le Gall, er marilhoù-kêr) a zo kelenner ar skolioù brezhonek war e leve, ur stourmer polikel hag ur skrivagner vrezhonek. Ganet eo d’an 10 a viz Du 1952 e Loudieg.

Pa oa oadet a c’hwec’h miz ec'h eas da heul e dud da chom da Borzhig e-kichen Sant-Brieg. E vamm a gomze gallaoueg hag e dad a ouie brezhoneg. Desket en deus un tamm brezhoneg gant tud a oa tro-dro dezhañ. D'e drizek vloaz, e 1965, e krogas da gemer kentelioù digant Skol Ober. E 1978, oadet a 25 bloaz, e krogas da vat gant ar brezhoneg dre ar c’hentelioù noz a veze kinniget e Sant-Brieg. Da c’houde ec'h eas Herve da Blounevez-Kintin evit peurzeskiñ brezhoneg. E Porzhig en doa tapet e "santifikad" hag e oa bet deskard dindan e dad, artizan tredaner, hag eñ tredaner da heul goude-se ; er bloaz 1975 en deus bet ur BEP[1] tredanour. E 1982 en deus lakaet e anv e Skol-Veur Roazhon evit prientiñ an aotreegezh dre lizher war un dro gant ar vachelouriezh en doa prientet e-unan ha tremenet evel emstriver frank. Goude-se ez eo deuet da vezañ skolaer e Diwan, hag e miz Gwengolo 1989 e roe lañs da skol Diwan Kemperle. Labouret en deus enni betek ar bloavezh-skol 2004-2005 hag eñ rener tri bloaz-pad. Aet eo da Garaez er skol Diwan da-c'houde.

Stourmer politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Herve ar Gall e kevrenn Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) Kreiz Breizh. Anvet eo bet da vouezh ar strollad. Aet e voe c’hwec’h gwezh war ar renk evit dilennadegoù kanton e Groñvel dindan anv UDB. Bet e bet ezel ouzh kuzul-kêr Groñvel e-pad c’hwec’h vloaz.

Stourm evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel a ra ur bajennad vrezhonek bep miz e kelaouenn ar strollad UDB, Le Peuple breton (Pobl Vreizh) e anv.

War-dro 2024 ez eo bet studiet gantañ ar c'helennerezh divyezhek e Bro Kornôg Kreiz Breizh. Diwar ar pezh en deus embannet e-barzh Ya![2] e chom nebeud-tre a dud yaouank desket er skolioù divyezhek (58), pa ne gaver nemet 3,7% eus skolidi an deskadurezh divyezhek kentañ o vont da glasoù divyezhek ar skolaj.

Troet en deus e levr Mont gant an hentoù – Eus Porzhig da vMikêl Groñvel eus ar brezhoneg d’ar gallaoueg en doa desket digant e vamm.[3].

Barzhonegoù
  • Un dek barzhoneg bennak embannet gant Al Liamm ha kelaouennoù all.

Danevelloù

Romantoù

Un tamm diverradenn eus e romant Piv a glevo ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Piv a glevo?" a gont istor ur c’hrennard war vord ar mor e korn-bro Sant-Brieg da vare brezel Aljeria. Tammoù eñvorennoù yaouankiz zo ennañ. An den yaouank a zo en istor a sell ouzh an darvoudoù a c’hoarvez er vro. Troet eo da brederiañ, d’en em soñjal a-ziwar an darvoudoù-se. Met ren a ra e vuhez krennard ivez, e-mesk paotred fall ar vro...

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Brevet d'Études Professionnelles.
  2. Atersadenn gant tud Ya!, Here 2024.
  3. (fr) Ouest-France, 17 Gouere 2023[accessdate=29 a viz Here 2024.
  4. Dewi Siberil, Deiziataer sevenadurel miz Du 2024 : Levr D'an Emgann, Morvan! , Brezhoweb, 3 a viz Du 2024