Gwazel
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Gwazel | |
| Departamant | Il-ha-Gwilen |
| Bro hengounel | Bro Roazhon |
| Arondisamant | Arondisamant Roazhon |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro Sant-Meven |
| Bro 'Voynet' | Bro Vreselien |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton Sant-Meven |
| Kod INSEE | 35117 |
| Kod post | 35290 |
| Maer Amzer gefridi |
Claude Josse 2008-2014 |
| Gorread | 5 210 ha = 52 1 km² |
| Hed ha led | 48° 07' 59" Norzh, 02° 13' 12" Kornôg |
| Uhelder | keitat : 80 m bihanañ : 51 m brasañ : 131 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 1 541 (2007) |
| Stankter | 29 |
Gwazel a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Sant-Meven e departamant Il-ha-Gwilen.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Clouet e anv, hag ur c'hure, Douard [1].
XXvet kantved [kemmañ]
- implijet e voe an nijva gant al Luftwaffe (aerlu alaman) [2]; tro hanter-Eost 1944 e voe implijet gant ar 355th Fighter Squadron hag e nijerezioù MustangP-51 D eus an United States Army Air Forces [3];
- d'ar 6 a viz Ebrel 1941 e voe gwallaozet un nijerez Heinkel 111 H-5 kodet 1G+AL eus an aerlu alaman (Luftwaffe) gant pemp nijour en he bourzh en un emgann ouzh daou garr-nij-chase eus ar Royal Air Force; dont a reas a-benn da zouarañ e Gwazel; un nijour a oa bet lazhet gant div voledenn, beziet eo e Huisnes-sur-Mer, (Bro-C'hall) [4];
- d'an 30 a viz Here 1941 e voe distrujet tost razh un nijerez Messerschmitt Bf 110 en nijva; mervel a reas he sturier, douaret eo e Huisnes-sur-Mer e departamant Manche (Bro-C'hall) ;
- d'ar 31añ a viz Kerzu 1943 e voe damzistrujet un nijerez Focke-Wulf Fw 190A-6 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) en nijva; gloazet e voe he sturier [5].
- ar Royal Air Force a dagas an nijva d’an 8 a viz C'hwevrer, distrujet e voe daou Focke-Wulf Fw 190 ha lazhet o sturierion, douaret e voent e Mont-de-Huisnes, ha d’ar 21 a viz Meurzh 1944: daou garr-nij, ur Klemm Kl 35 hag ur Fieseler Storch Fi-156 a voe damzistrujet hag ul labourer sivil alaman a voe lazhet[6][7].
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
- Iliz katolik Sant Pêr, XIvet-XVvet-XVIIvet-XIXvet kantvedoù.
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1806-2007 [kemmañ]
Niver a annezidi 
Melestradurezh [kemmañ]
| Roll ar vaered | ||||
| Mare | Anv | Strollad | Karg | |
|---|---|---|---|---|
| Meurzh 2008 | → bremañ | Claude Josse | Redredad | |
| Meurzh 2001 | Meurzh 2008 | Daniel Amet | ||
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | ||||
Tud [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
Notennoù ha daveoù [kemmañ]
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.17
- ↑ ABSA
- ↑ Baseball in war time
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Britain at war - Low-Llevel Strike Against Luftwaffe airfield, gant teir luc'hskeudenn