North American P-51 Mustang

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Bott4.jpg

An North American P-51 Mustang a oa un nijerez-emgann amerikan eus an Eil brezel-bed. Savet eo bet gant an embregerezh North American Aviation. Lakaet e vez alies da vezañ ar gwellañ nijerez emgann dre viñs-tro eus istor an nijerezh. Un nijerez ur plas e oa, un nijerez-emgann hag ivez un nijerez-emgann-ha-bombeziñ. Bras e oa he hed-dedreuz, da lavaret eo gallout a rae mont pell ha distreiñ, hag abalamour da se e c'halle ambroug an nijerezioù bombeziñ ar Re Gevredet a-benn o gwareziñ diouzh nijerezioù o enebourien, ar pezh a reas d'ar Re Gevredet dont da vezañ mistri an oabl. Da gentañ e oa bet anvet “Apache” gant an Amerikaned, met lesanvet e oa bet “Mustang” gant Breizhveuriz, hag a-benn ar fin eo an anv diwezhañ-mañ eo a oa bet dibabet da vat.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.