Mont d’an endalc’had

Gouarnour Breizh

Eus Wikipedia

Sed amañ ur roll eus an dud zo bet anvet gouarnour Breizh. Charles d'Albert d'Ailly, dug Chaulnes, eo an hini brudetañ anezho dre ma oa e penn ar gwaskererezh da vare Emsavadeg ar Bonedoù ruz.

Deiziad Gouarnour Ardamez Aotrou Notennoù
1341
(miz Du)
Roperzh VIII Beltram, baron Bricquebec, Beskont Roncheville
1285 - † 1348)

Rouantelezh Bro-C'hall
Marichal eus Bro-C'hall.
Kabiten evit ar roue e Breizh (miz Du 1341), goude marv an dug Yann III, a-raok Barnadenn Conflans a-du gant Charlez Bleaz, a-enep an dug Yann Moñforzh.
1346 Sir Thomas Dagworth
( † 1352)

Rouantelezh Bro-Saoz
Anvet gant Edouarzh III, roue Bro-Saoz, tutor an dug Yann IV.
vers 1348 William Bohun, kont Northampton
(°v.1312 - † 1360)

Rouantelezh Bro-Saoz
Anvet gant Edouarzh III, roue Bro-Saoz.
War-dro 1352 Jean Avenel
1355 Thomas Holland, kont Kent
( † 1360)

Rouantelezh Bro-Saoz
Letanant ar roue e Breizh, anvet gant Edouarzh III, roue Bro-Saoz.
1356 Henri Grosmont, dug Lancaster
1299 - † 1361)
(gant Yann IV)

Rouantelezh Bro-Saoz
Gouarnourien Breizh anvet gant Edouarzh III, roue Bro-Saoz.
1359 Robert Herle
ha
Yann Buckingham

Rouantelezh Bro-Saoz
Gouarnour ar Pemp-Porzh
anvet gant Edouarzh III, roue Bro-Saoz.
1368-1370 William, 4e baron Latimer
(13301381)

Rouantelezh Bro-Saoz
Anvet gant Edouarzh III, roue Bro-Saoz, gouarnour milourel Begerel en 1368 hag e 1370, gouarnour milourel e Saint-Sauveur-le-Vicomte[1].
1373
(18 a viz Kerzu)
Loeiz I, dug Anjev
1339 - † 1384)

Rouantelezh Bro-C'hall
Lakaet letanant jeneral Breizh-Izel ha Breizh-Uhel, gant lizhiri eus Charlez V, rak aet e oa an dug Yann IV kuit da Vro-Saoz.
1374 Edmond, kont Cambridge
1341 - † 1402)
(gant an dug Yann IV)

Rouantelezh Bro-Saoz
Lakaet kabitened Breizh gant Edouarzh III, roue Bro-Saoz.
Deiziad Gouarnour Ardamez Aotrou Notennoù
1382
(9 a viz Even)
Guy XII, aotrou Laval, Beskont Roazhon, baron Gwitreg, etc.
1327 - † 1412)
Dugelezh Breizh P'en doa graet e beoc'h gant ar roue Charlez VI, e ambrougas anezhañ e 1382, e-doug brezel Flandrez. A-raok mont kuit e roas kefridi da aotrou Laval, dre lizhiri siellet eus an 22 a viz Gouere eus ar memes bloaz, da c'houarn Breizh evel e letanant-jeneral, gant ar galloud d'ober pep tra en e anv, da reiñ grasoù, da envel gouarnourien ha kabitened en holl blasoù, ha da sinañ arsavioù-brezel. E 1404, kurator dug Yann IV abaoe marv tad hemañ, Guy XII zo digarget gant an dug yaouank dre lizhiri eus ar 14 a viz Genver.
1402 Fulup II, dug Bourgogn
1342 - † 1404)
Dugelezh Breizh
Eontr ha tutor an dug Yann V.
1420 Alain VIII, beskont Roc'han
( † 1429)
Dugelezh Breizh Gouarnour pa oa bac'het Yann V gant kostezenn Pentevr.
1447 &
1449
(4 a viz Gwengolo)
Pêr, kont Gwengamp
1418 - † 1457)
Dugelezh Breizh Letanant an dug Frañsez I e-pad e veajoù.
1472
(24 a viz Mae)
Guy XIV, kont Laval
1406 - † 1486)
Dugelezh Breizh Anvet letanant jeneral gant holl an dugelezh
1488 Jean IV Chalon-Arlay[2], priñs Orange
1443 - † 1502)
Dugelezh Breizh
Rouantelezh Bro-C'hall
Gouarnour anvet gant an dug Frañsez II e 1488. Derc'hel a reas e garg dindan Anna Breizh goude marv an dug, ha dindan ren Charlez VIII, dre lizhiri eus 1492.
avant 1525 Charlez IV, dug Alençon
1489 - † 1525)
Dugelezh Breizh
Rouantelezh Bro-C'hall
1525 Guy XVI, kont Laval
1476 - † 1531)
Dugelezh Breizh
Rouantelezh Bro-C'hall
Amiral ha letanant jeneral Breizh dindan dug Alençon e 1510 ha gouarnour war e dremenvan dre lizhiri eus ar roue Frañsez I eus ar 7 a viz Eost 1526.
1531
(9 a viz Even)
Yann Laval, baron Kastellbriant
1486 - † 1543)
Dugelezh Breizh
Rouantelezh Bro-C'hall
Amiral ha letanant jeneral Breizh e resevas ar roue Frañsez I, ar rouanez Eleonor, hag an Daofin Frañsez III, dug Breizh, pa zeujont e Naoned e miz Eost 1532.
Bloavezh Gouarnour Skoed Aotrou Notennoù
1542
(25 a viz C'hwevrer)
Yann Breizh, aotrou Brosse, kont Pentevr, dug Étampes
( † 1565)

Rouantelezh Bro-C'hall Anvet dre lizhiri eus ar 25 a viz C'hwevrer 1542, dont a reas e kêr Naoned d'an 8 a viz Ebrel, ha mont a reas da lez Bro-C'hall d'an 10 a viz Gwengolo 1555.
1562
(20 a viz Meurzh)
Sebastian Luxembourg, dug Pentevr, beskont Martigues
( † 1569)

Rouantelezh Bro-C'hall Niz da Jean IV de Brosse, anvet gouarnour dre lizhiri eus an 20 a viz Meurzh 1562. Kinnig a reas e lizhiri d'ar parlamant d'an 18 a viz Mae 1564, mont d'al Lez d'an 13 a viz Ebrel 1565, dont da Naoned d'an 2 a viz Mezheven ha dont e kêr war an ton bras d'ar 4 a viz Mezheven[3]...
1569 Loeiz III Bourbon-Vendôme, Rieg de Dombes, dug Montpensier
1513 - † 1582)

Rouantelezh Bro-C'hall Anvet e oa en 1569, ha kenkent ez eas maer Naoned hag e guzulierien da ober o gourc'hemennoù dezhañ. Respont dezho a eure d'ar 14 a viz Genver 1570. E lizhiri gouarnour a resevas d'an 20 a viz Meurzh goude, ha degouezhout a reas e kêr Naoned d'an 23 a viz Kerzu 1572. Mont a reas d'al lez d'an 3 a viz Mae 1578. Ul lizher zo diwar e zorn[4] skrivet deiz war-lerc'h Lazhadeg Sant Berteleme (24 a viz Eost 1572), ma c'houlenne ober e Naoned pezh a oa bet graet e Pariz. Ne voe ket selaouet.
1582 Philippe-Emmanuel de Lorraine, dug Mercœur
1558 - † 1602)

Rouantelezh Bro-C'hall Anvet dre lizhiri eus ar 5 a viz Gwengolo 1582, goude dilez Loeiz Bourbon, e voe kadarnaet en e bost d'an 11 a viz Here goude. Antreal a reas ar gouarnour en Naoned d'ar 1añ a viz Gwengolo 1583, mont d'al Lez d'an 22 a viz Du. Ar roue Herri III Bro-C'hall a gasas Dug Mercoeur kuit d'ar 24 a viz Ebrel 1589 met an dug a zalc'has da lavarout e oa Gouarnour Breizh betek miz Ebrel 1598. Goude bet ul leve a zoare e roas e zilez hag ez eas e garg da César, dug Vendôme, bastard da Herri IV (Bro-C'hall). Mab-kaer e oa da M. de Martigues, ha breur-kaer d'ar roue Henri III (Bro-C'hall).
1589 Herri Bourbon, Priñs Dombes
1573 - † 1608)

Rouantelezh Bro-C'hall Mab-bihan da zug Montpensier, pourvu en survivance d'ar 27 a viz Meurzh 1575 hag anvet d'ar 24 a viz Ebrel 1589. Letanant jeneral Breizh, e resevas e lizhiri d'ar 14 a viz Eost goude ha mont a reas d'al Lez an deiz war-lerc'h. E lizhiri ne roont ket ar stad a c'houarnour dezhañ avat, ha, goude e anvadur, dug Mercœur a lakaas ober kartouronoù skoed war e zouaroù Penthièvre, warno an enskrivadur Pro Christo et Rege 1589.
1598
(miz Ebrel)
César, dug Vendôme
1594 - † 1665)

Rouantelezh Bro-C'hall Bastard da Herri IV (Bro-C'hall), anvet e Naoned e miz Ebel 1598. Resev a reas e lizhir d'ar 14 a viz Mae goude, mont d'la Lez d'ar 27 a viz Gwengolo 1608, ha mont e Naoned d'ar 27 a viz Here war-lerc'h. E zilez a roas e 1626.
1626
(3 a viz Gouere)
Pons de Lauzières-Cardaillac, markiz Thémines
1553 - † 1627)

Rouantelezh Bro-C'hall Marichal eus Bro-C'hall, anvet d'an 3 a viz Gouere 1626, kadarnaet en e bost d'an 19 a viz Genver 1627, Bet el Lez d'ar 27 a viz Ebrel e antras e Naoned d'an 20 a viz Mae. Aet da anaon en Alre e miz Here 1627.
1627 Armand Jean du Plessis, kardinal ha dug Richelieu
1553 - † 1627)
Rouantelezh Bro-C'hall Anvet e 1627, kadarnaet en e bost d'ar 17 a viz Ebrel 1632. Mont a reas da anaon e 1642 he bezañ bet e Breizh abaoe ma oa anvet gouarnour.
1643 Anna Aostria, rejantez
1601 - † 1666)
Rouantelezh Bro-C'hall Mamm ar roue Loeiz XIV, anvet gouarnerez war c'houlenn Stadoù Breizh er bloaz 1643, kadarnaet en he fost d'an 13 ha d'ar 16 a viz Gouere 1647. Charles de La Porte, dug la Meilleraye, marichal eus Bro-C'hall ha gouarnour milourel Naoned, a oa bet letanant-jeneral ar rouanez, ha goude e zilez e 1656, e oa kemeret e lec'h gant e vab Armand de La Porte, ha war e lerc'h, Charles d'Albert d'Ailly, dug Chaulnes. Mervel a reas ar rouanez e miz Genver 1666 ha chom a ras Breizh hep gouarnour e-pad 4 bloaz.
1643 Charles d'Albert d'Ailly, dug Chaulnes
1625 - † 1698)

Rouantelezh Bro-C'hall Anvet d'ar 24 a viz Gouere 1670, kadarnaet en e bost d'an 20 a viz Here goude, bet el Lez d'ar 4 a viz Mae 1675, e roas e zilez e 1695. Dont a reas meur a wezh en Nantes hep antreal enni en un doare ofisiel.
1695
(26 a viz Meurzh)
Loeiz Aleksandr Bourbon, kont Toulouse
1678 - † 1737)

Rouantelezh Bro-C'hall Gouarnour Breizh dre lizhiri eus ar 26 a viz Meurzh 1695, goude dilez dug Chaulnes. Tremen a reas e Naoned d'ar 17 a viz Ebrel 1704, war an hent da Vrest, ha chom a eas en eskopti.
1736
(31 a viz Kerzu)
Louis Jean Marie Bourbon, dug Pentevr
1725 - † 1793)

Rouantelezh Bro-C'hall Mab da Loeiz Aleksandr Bourbon, gouarnour araokañ. Dont a eure e kêr Naoned d'ar 7 a viz C'hwevrer 1747, da 7 eur noz.
1738
(4 a viz Mae)
Loeiz, dug Orléans
1703 - † 1752)

Rouantelezh Bro-C'hall E-keit ha ma oa an hini a-raok dindan an oad gour.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Patrom:Ouvrage
  2. Kaieroù Prezidial Roazhon a ra anv eus ar gouarnour-se er bloaz 1494 ha titloù Naoned d'ar 16 a viz Genver 1496.
  3. Bastien de Luxembourg, aotrou Martigues, kont Pentevr, marc'heg eus Urzh ar roue, et son lieutenant général en Bretaigne, aux Officiers en la Justice, Maire et Echevins de Nantes, etc.... A Nantes le 9 jour d'août 1568, signé, Bastien de Luxembourg. Hag izeloc'h: Par mondit Seigneur, Cornillier. Regist. de la Ville de Nantes, fol. 29 et 30. Mr. de Luxembourg fit ériger au mois de septembre suivant le Kontelezh Pentevr en Duché-pairie. Mervel a eure e miz Here 1569. Gourvab e oa da Guy Pentevr, eil mab d'an dug Arzhur II .
  4. GOUVERNEURS DE BRETAGNE e www.infobretagne.com