Godelleg
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Oposom, Koala, Tigr Tasmania ha Kangourou
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Dreisturzhiad : | Marsupialia | ||||
|
|||||
Ar godelleged zo bronneged a ya d'ober an dreisturzhiad (pe an iskevrennad) Marsupialia. Dont a ra o anv eus ar c'hodell stag ouzh kof (pe a-wechoù ouzh kein) ar parezed hag a servij da zougen ar re vihan goude o ganedigezh.
Doareoù pennañ [kemmañ]
Disheñvel eo ar godelleged diouzh ar bronneged all dre ma vez ganet ar fetus abred-tre. En em vagañ a ra ar grouell diwar laezh p'en em vag re vihan ar bronneged all diwar ar plakenta.
An darn vrasañ eus ar godelleged a vev en Aostralia. Spesadoù zo ivez en Amerika.
Spesadoù [kemmañ]
7 urzhiad godelleged zo, ha war-dro 300 spesad.
- Urzhiad Didelphimorphia
- skouer : oposom Virjinia
- Urzhiad Paucituberculata
- razhed-oposom Suamerika
- Urzhiad Microbiotheria
- ur spesad nemetken : Dromiciops gliroides e Suamerika
- Urzhiad Dasyuromorphia
- skouer : diaoul Tasmania
- Urzhiad Peramelemorphia
- Urzhiad Notoryctemorphia
- skouer : goz c'hodellek
- Urzhiad Diprotodontia
- skouerioù : wombat boutin, kangourou rous, koala