Diaoul Tasmania
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Dreisturzhiad : | Marsupialia | ||||
| Urzhiad : | Dasyuromorphia | ||||
| Kerentiad : | Dasyuridae | ||||
| Genad : | Sarcophilus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Sarcophilus harrisii Boitard, 1841 |
|||||
|
|||||
Diaoul Tasmania (Sarcophilus harrisii) zo ur godelleg kigdebrer a vev en Enez-Tasmania.
Doareoù pennañ [kemmañ]
Abaoe m'eo aet tigr Tasmania da get eo diaoul Tasmania ar c'higdebrer godellek brasañ. Chaseal a ra diouzh an noz preizhoù a bep seurt mentoù. Debriñ a ra gagnoù ivez. En e-unan e vev nemet e c'hoarvez a-wechoù e vefe meur a ziaoul o tifretañ war an hevelep gagn.
Du eo feur an diaoul, gant tarchoù gwenn war e vruched hag e benn a-dreñv. Etre 50 ha 80 cm eo hirder e gorf ha war-dro 30 cm eo e lost. Etre 4 ha 12 kg eo e bouez.
Ganet e vez ar c'helin goude un dougen 30 devezh.