Kangourou rous
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Diprotodontia | ||||
| Kerentiad : | Macropodidae | ||||
| Genad : | Macropus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Macropus rufus Desmarest, 1822 |
|||||
|
|||||
Ar c'hangourou rous (Macropus rufus) zo ur bronneg geotdebrer godellek a vev en Aostralia. Ar c'hangourou brasañ eo ha, dre se, ar godelleg brasañ war ar memes tro.
[kemmañ] Doareoù pennañ
Disheñvel eo ar par diouzh ar barez. War-dro 85 kg ha 160 cm (uhelder) eo ar par pa n'eo ar barez nemet war-dro 35 kg ha 130 cm. O lost a c'hell bezañ 1 m e hirder.
Cheñch a ra kalz niver ar c'hangouroued rous : etre 5 ha 12 milion diouzh ma vez sec'hor pe get. Ar parezed n'hallont ket engehentañ ma n'eo ket stank a-walc'h ar struzh ha n'eus ket sper gant ar pared pa vez sec'hor.
En em vagañ a ra diwar gwrizioù, delioù ha geot.
Bevañ a ra a strolladoù etre 2 ha 10 kangourou enno.