Koala
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Diprotodontia | ||||
| Kerentiad : | Phascolarctidae | ||||
| Genad : | Phascolarctos | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Phascolarctos cinereus Goldfuss, 1817 |
|||||
|
|||||
Ar c'hoala (Phascolarctos cinereus) zo ur bronneg godellek a vev en Aostralia. Ar spesad bev nemetañ eo er c'herentiad Phascolarctidae.
Doareoù pennañ [kemmañ]
War-dro 70-80 cm eo ar c'hoala, gant ur pouez etre 5 ha 15 kg.
Bevañ a ra er c'hoadegoù eukaliptuz. En em vagañ a ra diwar delioù ar gwez-se (war-dro 500g bemnoz), asambles gant douar, grouan ha rusk evit aesaat e goazhadur. Estreget ar chas n'en deus tamm preizher ebet.
Ul lodenn vras eus a amzer a dremen o kouskediñ war ur brank. Daoust d'e feson dous e c'hell ar c'hoala dantañ ha skilfañ.
35 devezh eo an dougen. Goude-se ec'h a ar c'holen nemetañ e godell e vamm ma chomo 6 miz enni.