Galen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
"Claude Galien". Maendresadenn gant Pierre Roche Vigneron, Paris, war-dro 1865)

Galen, pe Galênos hervez ar gresianeg, pe Galenus hervez al latin, a oa ur mezeg, surjian ha prederour gresian, ganet e 129 e Bergama (hiziv e Turkia), ha marvet e 199/217, pe e Bergama pe e Roma.

Moarvat e voe Galen ar gwellañ klasker e mezegiezh en Henamzer ; araokadennoù meur a zegasas e meizadur un niver bras a dachennoù skiantel : korfadurezh, bevedouriezh, kleñvedouriezh, apotikerezh, nervennouriezh, prederouriezh ha poelloniezh, hag e-pad ur milved e voe e labourioù o ren war mezegiezh ar C’hornôg.

E anv[kemmañ]

Klaodius Galenus' (latin) ; gresianeg Γαληνός, Galēnos, diwar an anv-gwan γαληνός, "sioul". Er Grennamzer e voe anvet « Klaodius » e latin, sur a-walc’h dre dreuzveizañ ar meneg « Cl. », clarissimus, rak n’eus ket eus an anv *Klodius e gresianeg.
Gwelloc’h anavezet dindan an anv Galen eus Pergamon (hiziv Bergama, Turkia).


Buhez[kemmañ]

Er bloavezh 129 GJK e voe Galen ganet da Aelius Nikon, un tisavour pinvidik dedennet gant ar brederouriezh, ar matematikoù, ar boelloniezh, ar steredoniezh, al labour-douar hag al lennegezh. Hervez Galen e oa e dad un den "hegarat-kenañ, reizh, mat ha madelezhus".
D’ar mare-se e oa Bergama ur greizenn bouezus a-fed sevenadur ha labour-spered, brudet evit he levraoueg na souble nemet dirak hini Aleksandria, hag a zesache prederourien platonad koulz ha re stoikian ma kejas Galen outo ken abred ha d’an oad a 14 vloaz. Gant mennozhioù Aristoteles hag Epikouros e vagas e studioù ivez. Un esped henvoazel en devoa Aelius Nikon ragaozet evit Galen, er brederouriezh pe er politikerezh, neuze en devoa lakaet e vab da vont e darempred gant levezonoù lennegel ha prederouriezhel. Hogen Galen a embann penaos war-dro 145 en devoa bet e dad, dre hunvre, urzh digant an doue Asklepios da gas e vab da studiañ ar vezegiezh. Ur wezh all e voe dispignet kement a oa rekis ha d’an oad a 16 vloaz e krogas Galen evel θεραπευτής (therapeutes, gwaz d’an doue) gant e gentañ bloavezh-studi diwar pevar en azeuldi gouestlet da Asklepios e Bergama. Eno e voe levezonet gant tud evel Aeschrion a Bergamon, Stratonicus ha Satyrus. Ospitalioù e oa azeuldioù Asklepios, a yae en-dro evel tiez-yac’haat pe diez-dourhav ma teue ar glañvidi, kalz Romaned en o zouez, da glask beleien da ober war o zro.
Er bloavezh 148, pa oa 19 vloaz, e c’houzañvas Galen marv e dad, en lezas dizalc’h ha pinvidik. Neuze e heulias an alioù a gavas e kentelioù Hippokratês, hag e studias en ur veajiñ dre gêr Smurna (Izmir hiziv) ha rannvro Kilikia e Turkia, Kórinthos e Gresia, enezenn Kríti, enezenn Kypros kent tizhout skol-veur ar vezegiezh en Aleksandria, ma kejas ouzh kement soñj a oa a-zivout e arz d’ar mare. E-pad ur predad berr en Aleksandria c’hresian e veze bevskejet tud, hag enrollet e voe an disoc’hoù. Galen a c’hallas studiañ an arnodennoù-se met dre ma ne ra ket meneg eus e ziagentidi ne c’heller ket gouzout ha pouezus e voe o levezon war e stummadur.
Er bloavezh 157, d’an oad a 28 vloaz, e tistroas da Bergamon evel mezeg klezeourien Beleg Meur Azia, unan eus tud pinvidikañ ha galloudusañ ar c’hevandir. Galen eo a voe dibabet goude m’en devoe disklêriet bezañ divouzellet ur marmouz ha daeet ar vezeien all da gempenn al loen. Pa nac’has ar re-se e reas Galen al labour-surjian, ha dre se e voe trec’h. E-pad ar pevar bloaz a dremenas gant ar garg e teskas pouezusted ar reol-voued, stuz mat ar c’horf, ar yec’hedouriezh hag an enepkleñvediñ, ha penaos ober war-dro an torroù hag ar gwataloù grevus – ar goulioù anezho anvet prenestroù war ar c’horf gantañ. Pemp den hepken a varvas e-keit ma oa Galen e karg, da geñveriañ gant 60 da vare e ziagentad ; kement-se a voe lakaet war gont e studiadennoù pizh war ar goulioù. E-keit-se e kendalc’he da studiañ damkanadoù ar vezegiezh hag ar brederouriezh.[1] Er bloavezh 162 ez eas Galen da Roma, ma c’hounezas brud evel mezeg war an dachenn. E demz-spered dihabask a zegasas brezel ouzh mezeien all, hag e ziskouezadennoù a enebas outañ ar re ziampartañ ha mirourañ eus mezeien kêr Roma. Un itrikadenn a voe savet eneptañ, ha kuitaat a reas kêr dre aon ma vije skarzhet anezhi pe bistriet[2].
Da neuze e oa Roma o kas brezelioù diavaez abaoe bloaz. Markus Aorelius ha Lusius Verus a oa en Norzh o vrezeliñ ouzh ar boblad Markoman. En diskar-amzer 169, pa oa an armeoù roman o tistreiñ da Akileia, e tarzhas ar Vosenn Veur hag e voe Galen galvet gant an impalaer da Roma en-dro. Urzh a voe roet dezhañ da vont gant Markus ha Verus da C'hermania evel mezeg al lez. En nevezamzer da heul e voe Markus kendrec’het da lezel Galen en e frankiz dre ma oa Asklepios savet enep ar raktres. Da vezeg Kommodus, hêr an impalaer, e voe Galen anvet neuze. Eno, e lez Roma, eo e skrivas kalz a-zivout ar vezegiezh – tra ma varvas Lusius Verus e 169 ha Markus Aurelius Antoninus e 180, e Germania, lazhet o-daou gant ar vosenn.
Chom a reas Galen mezeg da Gommodus e-pad an darn vrasañ eus buhez an impalaer. Goude-se e voe mezeg da Septimius Severus e-pad e ren e Roma. Dindan an anv a vosenn Antoninus (anv-familh Markus Aorelius) pe vosenn Galen eo anavezet bosenn ar bloavezhioù-se, dre ma oa Galen arroutet war ar c’hleñved-red-se ha dre m’edo e Roma pa skoas e 166. En Akileia edo Galen ivez pa voe ar vosenn eno e 168-169. Skort ha dibaot avat eo an daveoù d’ar vosenn en e skridoù. Ne glaske ket diskrivañ ar c’hleñved a-benn ma vije anavezet en dazont, kentoc’h e laboure war ar pareañ ha war efedoù ar c’hleñved war korf an den. Krediñ a reer bremañ e voe bosenn Antoninus ur barrad brec’h e gwirionez, rak petra bennak ma’z eo diglok e ziskrivadur gant Galen e ro trawalc’h a ditouroù da gadarnaat natur ar c’hleñved. [3]
Pa glañvas Eudemus, anezhañ ur prederour eus skol ar bazataourien, e fellas Galen rediet da ober war-dro e amezeg ha kelenner kozh. Lod vezeien roman a rebechas dezhañ ober gant an erdeb en e labour war Eudemus kentoc’h eget gant an divinouriezh hag ar gevrinegezh evel ma oa ar boaz d’an amzer.
Er vezegiezh a vremañ e tiforc’her etre “anaoudiñ” (lavaret pe gleñved zo gant an den) hag “erdebiñ” (prederiañ war ar pezh a c’hoarvezo gant an den) ; dre ma oa Galen eus skol Hippokratês ne rae ket. Evitañ e oa an anaoudadur mesket gant an erdeb a-benn gwellaat labour ar mezeg koulz hag e vrud. [4] En 11vet kantved e voe embannet er c’heriaoueg holloueziadurel Souda penaos e varvas Galen d’an oad a 70 vloaz, war-dro ar bloavezh 199 eta. En unan eus e studiadennoù avat e ra Galen meneg eus darvoudoù er bloavezh 204. Skridoù arabek a embann e varvas Galen e 217 d’an oad a 87, goude bezañ studiet e-pad 17 bloavezh ha bet war ar vicher a vezeg e-pad 70 vloaz. Diwar ar studiadennoù nevesañ e sav 216 evel ar bloavezh gwirheñvelañ.[5]

Galen hag ar vezegiezh[kemmañ]

Niverus e voe degasadennoù Galen da zoare heulierien Hippokratês da veizañ ar gleñvedouriezh.

Damkanad an dourennelezh[kemmañ]

Hervez damkanad an dourennelezh gant Hippokratês e teu lies imoroù mab-den diwar digempouezioù en unan eus peder dourenn ar c’horf : gwad, bestl velen, bestl du ha kraost. Gant Galen e voe an damkanad kaset war-raok dre sevel ur rizhouriezh eus temzoù mab-den.
Un digempouez e pep dourenn a glote ouzh un temz resis : gwad > gwadus (tud troet war-du ar re all ha buhez ar gevredigezh), bestl velen > buanek (tud startijenn enno, entanet ha hoalus), bestl du > melkonius (tud hegarat, krouerien ha servijus), kraost > difrom (tud sirius, madelezhus ha karantezus).[6]

Enklaskoù arnodel[kemmañ]

Korfadurezh mab-den e oa preder pennañ Galen, met abaoe ar bloavezh 150 KJK e oa berzet pizhskejañ korfoù tud varv e Roma. En abeg d’ar berz-se e reas Galen pizhskejadennoù war loened marv pe vev, marmouzed ha pennoù-moc’h an darn vuiañ anezho. Dre ma’z eo korfadurezh al loened-se tost-tre da hini mab-den e c’hallas Galen sklaeraat framm an treuz-gouzoug ha diskouez splann penaos ez eo dre ar c’harloc’henn e teu mouezh an dud.
E-touez degasadennoù pennañ Galen emañ e labour a-zivout reizhiad ar gwazhied. Eñ eo ar mezeg kentañ a gadarnaas an diforc’h etre gwad ar gwazhiennoù (teñval) ha gwad an talmerennoù (splann). Petra bennak ma teuas da gompren gwelloc’h reizhiadoù ar gwazhied, an nervennoù hag an anal e fazias a-wezhioù : da skouer, krediñ a rae dezhañ e oa reizhiad ar gwazhied rannet e daou red untuek, ar gwad teñval o tont eus an avu hag ar gwad splann o tont eus ar galon, an daou o vont da vagañ holl organoù ar c’horf gant gwad nevez pourchaset bepred gant an avu hag ar galon.
Ur surjian eus ar re ampartañ e oa Galen ivez, ha kalz eus e droioù-micher a voe disoñjet e-pad kantvedoù : oberatadennoù war an empenn, hag un doare da bareañ kroc’henenn al lagad a zo par d’an hini a veze arveret c’hoazh kent ma voe ijinet an oberata dre laser.

Kavadennoù[kemmañ]

Meur a gavadenn bouezus a zeuas dre enklaskoù Galen :

  • Ren mel al livenn-gein war meur a gigenn
  • Deskrivadur eus seizh rumm nervennoù klopennel
  • Ren an empenn war ar vouezh
  • Arc’hwen al lounezi hag ar c’hwezhigell
  • Deskrivadur eus diabarzh ar galon
  • Deskrivadur eus meur a gleñved-red, ar vosenn en o zouez
  • Rekipeoù remedoù, anezho diazez an apotikerezh
  • Kentañ enklaskoù war ar bredelfennerezh dre e studiadenn De Dignotione ex Insomnis Libellis ("Erdeb diwar an hunvreoù") ma tiogel e c’hall an hunvreoù bezañ un asked eus poanioù ar c’horf.[7]

Galen hag ar brederouriezh[kemmañ]

Petra bennak ma oa Galen ur mezeg kent pep tra all e skrivas ivez a-zivout prederouriezh ha poelloniezh. Gant prederourien gozh roman ha gresian e oa levezonet, Platon, Aristotelês ha Zênon en o zouez. Meur a skol a oa er vezegiezh da vare Galen, an div bennañ o vezañ an Arnodelourien hag ar Boellegourien. Skol an Hentennourien a oa ivez, ur strollad bihanoc’h ha kerreishoc’h. War dachenn ar vezegiezh e poueze an Arnodelourien war an arnodennoù war korf an den tra ma kave gwelloc’h ar Boellegourien tennañ splet eus skiant-prenet an henvezeien a-benn krouiñ damkanadoù nevez. Etre an daou e save an Hentennourien, dre ma plije dezho studiañ red naturel ar c’hleñvedoù kentoc’h eget kavout ur pare dezho.
Dedennet-bras e oa Galen gant kemmeskañ mezegiezh ha prederouriezh, ar pezh a skrivas en e studiadenn verr “Ur Prederour ivez eo ar Mezeg gwellañ”. Nac’hañ a rae bezañ lakaet e skol pe skol, ha dre dennañ e vad eus pep hini anezho kent e veskañ gant e soñjoù dezhañ e krouas e sell dibar war e vicher : un dachenn lieskelennadurel ma oa ret ober gant damkaniezh, enselladennoù hag arnodennoù a-benn kaout an disoc’hoù gwellañ. Diarvar eo e teue ar sell-se eus e gelennadurezh ledan diwar pep skol.

Skridoù Galen[kemmañ]

Gallus eo e vije Galen an aozer strujusañ en Henamzer : ken fonnus eo e labour ma’z eo niver ar skridoù deuet betek ennomp tost d’an hanter eus ar skridoù o tont eus Hellaz kozh. Lavaret ez eus bet e veze ugent den implijet gant Galen a-benn skrivañ e soñjoù. Kement ha 600 studiadenn a vije bet embannet dindan e anv, da lavaret eo war-dro 10 milion a c’herioù, 3 milion anezho o chom en amzer a vremañ. Kalz eus e labour a yeas da get en tangwall a zistrujas Azeuldi ar Peoc’h e Roma e 191, studiadennoù prederouriezhel an darn vrasañ anezho.
Dre ma ne voe ket labourioù Galen troet e latin en Henamzer, hag en abeg da ziskar an Impalaeriezh Roman er C’hornôg e steuzias ar studioù a-zivout Galen hag ar vezegiezh hengounel c’hresian dre vras en Europa ar C’hornôg e-kerzh deroù ar Grennamzer, pa voe nebeut-tre a ouizieien latin o c’houzout lenn gresianeg. Neoazh e kendalc’hed da studiañ ha da heuliañ kentelioù Galen ha mezegiezh an Henc'hresianed en Impalaeriezh Roman ar Reter, anavezet gwelloc’h dindan an anv ag Impalaeriezh Vyzantat. Holl skridoù gresianek Galen a voe eilskrivet gant gouizieien Byzantion. Da vare an Abbasided (goude 750 GJK), Arabed vuzulmat a grogas da vout dedennet gant skridoù skiantel an Henc’hresianed hag a lakaas treiñ lod eus skridoù Galen, alies gant ouizieien gristen e Syria. En arabeg hepken neuze e kaver lod eus oberennoù Galien hiziv an deiz, tra ma’z eus lod all e latin ar Grennamzer hepken, bet troet diwar an arabeg. Lod gouizieien o deus klasket adtreiñ e gresianeg diwar an arabeg pe al latin pa oa bet kollet ar skrid gresianek orin. Eus lod skridoù henc’hresianek ne gaver nemet tenorioù bet savet gant Galen.
Zoken en e amzer e rankas Galen stourm ouzh drevezadurioù eus e labour hag ouzh embannadurioù fazius eus e skridoù, kement ha ma rankas skrivañ A-zivout ma levrioù. Betek an Azginivelezh e voe embannet falsadurioù e latin, gresianek pe arabeg. Lod eus e studiadennoù a voe embannet dindan meur a dalbenn e red ar bloavezhioù. Dies eo tizhout an andonioù, rak petra bennak ma vez al labourioù skrivet e gresianeg e vez o zalbennoù e latin, ha berraet alies. N’eus listenn glok ebet eus labourioù Galen, ha tabut zo c’hoazh war gwirionder lod anezho.

Levezon Galen war-lerc’h e varv[kemmañ]

Henamzer ziwezhat[kemmañ]

Brudet-kenañ e oa Galen en e amzer, koulz evel mezeg hag evel prederour : “pennañ a-douez ar vezeien ha dibar a-douez ar brederourien”, a lavaras an impalaer Markus Aorelius diwar e benn. Betek kreiz ar 17vet kantved e talc’has levezon Galen war ar vezegiezh en Europa hag er bedoù byzanton hag arabek. Hippokratês ha Galen eo an daou vaen-bonn a verkas 600 bloavezh a vezegiezh : da lavaras ur gouizieg e deroù ar Grennamzer a-zivout ar vezegiezh, “Hadet gant Hippokratês hag eostet gant Galen”.
Diverraet ha kenaozet e voe labour e ziagentidi gant Galen neuze, ha dre c’herioù Galen an hini eo e voe treuzkaset ar vezegiezh c’hresian d’ar remziadoù goude. Alies e voe dre zoare Galen ma voe anavezet ar vezegiezh c’hresian er bed a-bezh : adskrivet hag adprederiet, evel e labour Magnus a Nisibis diwar-benn an troazh er 4re kantved, a voe troet en arabeg da c’houde.
Met pouezusted labour Galen ne voe ket meizet a-raok pell goude e varv. Ken galloudus ha fonnus e oa labourioù Galen mar kredas an dud ne chome nemet nebeut-tre da zeskiñ, ha diwezhatoc’h e talvezas “doare Galen” kement hag unan a gas an traoù war-raok en ur vougañ an araokadennoù war e lerc’h.[8]
Kevret gant Impalaeriezh ar C’hornôg ez eas ar studi eus Galen hag eus an Henc’hresianed da get ivez er bed latin. Er c’hontrol e kendalc’hed da skignañ labourioù Galen er Reter (Byzanton) ma veze komzet gresianeg dreist-holl. E diwezh an Henamzer e voe mui-ouzh-mui a skridoù damkaniezhel e-tal nebeud-tre a skridoù pleustrek : kalz aozerien ne raen nemet breutaat diwar-benn doare Galen ; ken pouezus e teuas an doare ma krogad da sellet ouzh Hippokratês dre zaoulagad Galen, ha da get ez eas ar skolioù all tamm-ha-tamm.
Kristenien syrian a reas anaoudegezh gant doare Galen pa voe Byzanton o ren war Syria ha Mesopotamia ar C’hornôg, kent ma voe ar broioù-se aloubet gant Arabed vuzulmat er 7vet kantved. Goude 750 e voe ar gristenien syrian lakaet gant ar vuzulmiz da dreiñ Galen en arabeg evit ar wezh kentañ. Adal ar mare-se e voe Galen ha mezegiezh hengounel ar C’hresianed un tamm eus ar Reter-kreiz muzulmat er Grennamzer hag e deroù hor mare.

Levezon war mezegiezh an islam[kemmañ]

Gant Hunayn ibn Ishaq, ur c’hristen syrian, e voe troet skridoù Galen en arabeg evit ar wezh kentañ. Etre ar bloavezhioù 830 ha 870 e troas 129 labour eus Jalinos[9].
Unan eus an troidigezhioù-se zo ur bennoberenn en holl labourioù lennegel Galen. Bez’ ez eus anezhi un tamm eus diverradur labour Galen en Aleksandria. Div rann zo er dornskrid-se eus an 10vet kantved, enno munudoù diwar-benn meur a derzhienn ha lies tanijennoù. Pouezusoc’h c’hoazh eo al listennad drammoù-pareañ, enni tremen 150 rekipe diwar plant ha tammoù loened. Dre al levr e teuler ur sell war ar vicher a vezeg er mareoù gresian ha roman.
Hentenn Galen a ziazezas ar vezegiezh islamek, a voe skignet buan dre an impalaeriezh arabek. Dre labourioù arabek, evel re Muhammad ibn Zakarīya Rāzi (865-925), e kendalc’her da zizoleiñ skridoù gant Galen a oa dianav pe re ziaes da dizhout. Evel ma komprener dre an talbenn Diskredoù diwar-benn Galen gant Rāzi, koulz ha dre skridoù gant mezeien evel Ibn Zuhr (Avenzoar) hag Ibn al-Nafis, e voe labourioù Galen burutellet hag arveret evel un diazez da gas an enselladennoù pelloc’h : diwar arnodennoù Galen e voe savet arnodennoù all, a gasas Rāzi hag Avenzoar da vont enep damkanad Galen a-zivout an dourennoù tra ma tizoloas Ibn al-Nafis reizhiad an anal, ar pezh er c’hasas da zislavaret damkanad Galen diwar-benn ar galon.

Distro d’ar C’hornôg latin[kemmañ]

Adal an 11vet kantved, troidigezhioù latin eus skridoù-mezeg muzulmat a grogas da zont war-wel er C’hornôg hag a voe buan kelennet e skolioù-meur Napoli (Italia) ha Montpellier (Bro-C’hall). A-nevez e voe doare Galen o ren war ar vezegiezh, kement ha ma voe lesanvet “pab-mezeg ar Grennamzer”. Konstantin an Afrikad a voe e-touez ar re a droas Hippokratês ha Galen diwar an arabeg. Lod labourioù a voe troet war-eeun diwar ar gresianeg, evel De complexionibus gant Burgundio de Pisa.
Dont a reas labourioù Galen war ar c’horfadurezh hag ar vezegiezh da vezañ un diazez er skolioù-meur ar Grennamzer, kevret gant Reolioù ar vezegiezh Ibn Sina, a oa savet diwar oberennoù Galen. Dre ziforc’h diouzh Roma an Henamzer ne veze ket en Europa gristen lakaet berz war pizhskejañ ha tarskejañ eus korf un den, hag hevelep enselladennoù a veze kaset ingal adal ken abred hag an 13vet kantved. Ken kreñv e oa levezon Galen koulskoude, evel er bed arabek, ma klaske ar vezeien a gave disoc’hoù disheñvel diouzh re ar mestr o rediañ da glotañ ouzh skridoù Galen : da skouer, Mondino de Liuzzi o teskrivañ red ar gwad en un doare reizh en e skridoù, met o kendelc’her da ziogeliñ e rankje kentez an tu kleiz bezañ leun ag aer. Lod vezeien a gemeras disoc’hoù an arnodennoù-se da brouenn a-benn kadarnaat ar fed ma oa bet kemmoù e korf an den abaoe amzer Galen.

An Azginivelezh[kemmañ]

Gant an Azginivelezh ha diskar Impalaeriezh Vyzanton (1453) e teuas gouizieien c’hresian hag o skridoù d’ar C’hornôg, ar pezh a roas tu da geñveriañ an displegoù arabek gant skridoù orin Galen. Dre an Deskadurezh Nevez ha lusk an denelourien e voe ebarzhet Galen en deskadurezh latin, De Naturalibus Facultatibus o vezañ embannet e London er bloavezh 1523.
Daou hengoun a oa neuze er vreutadegoù a-zivout ar vezegiezh, an hini mirour arabek hag an hini araokour gresianek. Dreistaraokourien a grogas da stourm ouzh pennadurezhioù ar vezegiezh, evel ma reas Theophrast Bombas von Hohenheim (lesanvet Paraselsus, ca.1493-1541) pa bulluc’has oberennoù Avisenna ha Galen en e skol-vezegiezh e skol-veur Basel. Koulskoude e chomas Galen unan eus prederien bennañ ar milved, evel m’en diskouez un daolenn-voger eus ar 16vet kantved e sal-debriñ manati al Lavra Veur e Menez Athos, ma weler furien bagan ouzh troad Gwezenn Isai, gant Galen etre Sibulla hag Aristotelês.
Echu e voe gant levezon Galen dre nac’hadennoù Paraselsus mesket gant savusted korfadurezhourien italian an Azginivelezh er 16vet kantved. Er bloavezhioù 1530, ar mezeg ha korfadurezhour flandrezat Andries Van Wesel (lesanvet Vesalius, 1514-1564) a voulc’has treiñ meur a skrid gresianek Galen e latin. Labour brudetañ Vesalius, De humani corporis fabrica (1543) a voe levezonet-bras gant doare Galen. A-benn gwiriañ ha burutellañ labourioù Galen e troas Vesalius war-du pizhskejañ tud varv – ar pezh a oa berzet da vare Galen ; prouiñ a reas e oa e skridoù Galen munudoù a gaver er marmouzed ha ket en dud, ha dre levrioù ha diskuliadennoù pleustrek e tiskouezas bevennoù gouiziegezh Galen, a-zivout ar galon ha red ar gwad da skouer.

Pelloc’h avat e padas damkanad Galen a-zivout bevedouriezh reizhiad ar gwad : betek 1628, pa voe embannet Exercitatio Anatomica de Motu Cordis et Sanguinis in Animalibus gant William Harvey[10], ma voe staliet ar galon o vont en-dro evel ur vangounell da gas red ar gwad.

Lod eus kentelioù Galen, evel ar pouez a lakae war an diwad evel remed da galz kleñvedoù, a badas pelloc'h c'hoazh: boulc’het-mat e oa an 19vet kantvet pa veze c’hoazh studiet skridoù Galen er skolioù mezegiezh.

Notennoù[kemmañ]

  1. NUTTON Vivian, The Chronology of Galen's Early Career, Classical Quaterly, 1973.
  2. EICHHOLZ D. E., Galen and His Environment, Greece & Rome 20 no. 59, Cambridge University Press, 1951.
  3. LITTMAN R.J. & M. L, Galen and the Antonine Plague, The American Journal of Philology, 1973.
  4. GARCIA BALLESTER Luis, Galen and Galenism, Burlington, 2002.
  5. NUTTON Vivian, Ancien Medicine, Routledge, 2004.
  6. GRANT Mark, Galen on food an Diet, Routledge, 2000.
  7. On Diagnosis from Dreams, troidigezh saonek eus skrid Galen gant L. PEARCY, www.medicinaantiqua.org.uk
  8. NUTTON Vivian, From Galen to Alexander, Aspects of Medicine and Medical Practice in the Late Antiquity, Dunbarton Oak Papers, 1984.
  9. DEAR P., Revolutionizing the Sciences : European Knowledge and Its Ambitions, 1500-1700, Princeton University Press, 2001.
  10. http://www.rarebooksroom.org/Control/hvyexc/index.html

Oberennoù Galen war ar Genrouedad[kemmañ]

  • Bibliothèque Inter-Universitaire de Médecine (B. I. U. M.), Paris (Bro-C'hall)

http://www.bium.inuv-paris5.fr/histmed/medica/galien_vf.htm


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.