Falskeloù

Eus Wikipedia
The fin de siècle newspaper proprietor, tresadenn gant Frederick Burr Opper, SUA, 1894

Falskeloù, falskeleier a reer eus keleier faos (fake news e saozneg) skignet a-ratozh evit touellañ an dud pe o merañ. Efedoù gwir o devez , evite da vezañ diazezet war traoù faos.

Despizadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lezenn 1881 e Frañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E mellad 27 lezenn 1881 war frankiz ar wask[1] ez eus anv eus ar falskeloù. Hervez ar mellad-se,ar falskeloù zo keleier faos, pe aozet, pe falset a-ratozh, pe lakaet war gont un den all dre c’haou. Kastizet e vez embann, skignañ pe eiladiñ falskeloù.

Article 19[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Article 19, un aozadur breizhveuriat nann-gouarnamantel ha bedel a zifenn ar frankiz ezteurel, e ranker komz eus diskelaouiñ kentoc’h eget eus falskeloù[2]. Diskelaouiñ zo kement hag embann keleier a zo faos hag aozet evit touellañ ur boblañs. Diskelaouiñ n’eo ket heñvel ouzh gwallgelaouiñ, a zo skignañ keleier faos a ranner hep gouzout ez int faos.

ABU[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez un danevell embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) e 2021 n’eus ket tu da vesklañ an digelaouiñ gant ar gwallgelaouiñ : digelaouiñ a dalv skignañ a-ratozh keleier faos e-sell d'ober ur gaou sokial grevus, ha gwallgelaouiñ a dalv skignañ keleier faos hep gouzout ez int faos[3].

UNESCO[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet evit an Deskadurezh, ar Skiant hag ar Sevenadur (UNESCO) e vez implijet peurliesañ an digelaouiñ evit ober anv eus arnodennoù graet a-ratozh kaer (alies aozet zoken) da zegas kemmesk pa da verañ an dud o reiñ titouroù faos dezho[4].

Dre ar rouedadoù sokial dreist-holl pe o servijoù postelerezh e vez skignet an digelaouiñ hag ar gwallgelaouiñ. Abalamour da se e ranker prederiañ diwar-benn reoliñ hag emreoliñ an embregerezhioù a ginnig ar servijoù-se.

Kengor Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2018 ez eo bet termenet an digelaouiñ gant Kengor Europaevel « keleier gwiriadus faos pe touellus » hag a zo :

  • war un dro « krouet, kinniget ha skignet evit gounit arc’hant pe touellañ an dud »;
  • hag a c’hall war un dro all « degas distruj foran » evit ober « gourdrouz a-enep an argerzhoù politikel demokratel, a-enep an argerzhoù sevel politikerezhioù hag a-enep madoù an holl evel gwareziñ yec’hed keoded Unvaniezh Europa, an endro pe ar surentez »[5].

Evit Kengor Europa, embann fazioù, evezhiadennoù pe geleier tuet en un doare sklaer n’eo ket digelaouiñ ; n’eo ket digelaouiñ kennebeut ar bruderezh touellus, ar flemmskridoù pe al luadennoù.

CLEMI[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar Greizenn evit an deskadurezh war ar mediaoù hag ar c'helaouiñ (Centre de liaison de l'enseignement et des médias d'information, CLEI), ur rann eus ministerezh an Deskadurezh Stad e Frañs, evit komz eus falskeloù e ranker er penn-kentañ prederiañ diwar-benn petra eo ar c’heleier[6]. Neuze e vefe ar c’helaouiñ un "stalon" pe an dave da-geñver ar pezh a zo ur forc’hadezh bras pe bihan o tegas d’ober anv eus gwallgelaouiñ pe digelaouiñ.

IFLA[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stlenngrafenn an IFLA

E 2017, Kevread etrebroadel al levraouegoù (International Federation of Library Associations and Institutions, IFLA) en deus divizet e oa e-touez palioù al levraouegerien stummañ implijerien al levraouegoù diwar-benn an deskadurezh war ar media hag ar c'helaouiñ[7]. Anat eo bet an diviz-se pan eo bet embannet gant geriadurioù Oxford e oa « post-truth » (gwirionez goude ar wirionez) ger ar bloavezh 2016.

Embannet o deus ur stlenngrafenn a zispleg penaos anavezout falskeloù[8].

Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Frañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Falskeleier a oa bet embannet a-enep ar c'habiten Alfred Dreyfus en XIXvet kantved.

Tud zo a nac'h ez eus bet eus ar Shoah.

Evit talañ ouzh ar gevier e bed ar bruderezh ez eus a-baoe 2008 un aozadur anvet Juri dleadoniezh ar bruderezh a zo stag ouzh Aotrouniezh reoliñ micherel ar bruderezh[9]. Klemmoù an dud a vez resevet gantañ hag ouzhpenn 500 ali a vez embannet gantañ bep bloaz.

Falskeleier zo bet embannet gant gouarnamant Frañs da heul gwallreuz Kevre Kampioned an UEFA e Pariz e 2022.

Kondaonet eo bet an arnodva apotikel Servier e miz Kerzu 2023 peogwir en doa livet gevier a-ziout al louzoù Mediator[10]. Dispaket oa bet an afer e 2009 gant Irène Frachon, ur vezegez e Brest[11].

Implijet e vez ivez ar falskeleier evit kendrec'hiñ an dud n’eo ket mat diforc’hañ ; setu perak e vez embannet ul lec’hienn kelaouiñ gant ar gouarnamant[12]. E miz Genver 2024 eo bet embannet un danevell gant ar Fondation des femmes (Pariz) hag an Institute of Strategic Dialogue (Londrez) evit diskouez penaos e vez implijet ar rouedadoù sokial evit en ober[13].

En estrenvro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alamagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an Eil Brezel-Bed e oa Joseph Goebbels ur maout evit ijinañ ha skignañ propaganda.

E 2018 e oa bet dispaket gevier ur c'helaouenner alaman, Claas Rolotius[14].

Stadoù Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2003 e oa bet embannet falskeleier gant gouarnamant ar Stadoù Unanet hag ar Rouantelezh-Unanet evit reiñ abegiñ da aloubiñ Iraq[15].

Dilennadeg Donald Trump a-enep Hillary Clinton e 2016 he deus lakaet war wel galloud ar falskeloù. Goude koll dilennadeg 2020, D. Trump en doa disklêriet dibaouez war ar rouedadoù sokial e oa bet laeret an disoc'h digantañ. Dre an abeg-se ez eo bet aloubet ar C'hapitol gant e harperien e miz Genver 2021[16].

Taiwan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar prantad kabaliñ evit dilenn ur prezidant nevez e Taiwan e 2024 ez eus bet embannet kantadoù a falskeloù evit levezoniñ an dilennerien. Gouarnamant Sina a oa kaoz peogwir ne fell ket dezhañ e chomfe dizalc'h an enezenn[17].

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]