Rouedad sokial

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ul lec'hienn internet eo ur rouedad sokial a aotre d'an dud krouiñ ur bajenn bersonel evit eskemm keleier, skeudennoù gant ur gumuniezh mignoned pe tud a anavezont. Deuet eo ar ger-se gant John Arundel Barnes e 1954[1].

Al lavar "media sokial" a dalv an traoù disheñvel a lak an deknologiezh, an darempredoù sokial (etre daou zen pe etre strolladoù tud), ha krouadur danvez da bleustriñ. Termet int bet gant Andreas Kaplan ha Michael Haenlein evel "ur strollad aprokoù war ar rouedad diazezet war prederouriezh ha teknologiezh an net hag a aotre krouadur ha eskemm an danvez graet gant an implijerien"[2].

Implijout a reont ar mediaoù sokial ar spered stroll o klask ur c'henlabour e linenn. Dre ar binvioù-se tud pe strolladoù tud a genlabour a grou asambles danvez ar rouedad, a renk e zanvez, a gemm anezhañ pe a ra evezhiadennoù, en ur gemmeskañ anezhañ gant o c'hrouadur personel. E-touesk teknikoù ar mediaoù sokial a zo ar RSS, ar blogoù, eskemm ar fotoioù, eskemm ar videvioù, ar podcastoù, ar mikroblogoù pe c'hoazh.

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. (en) e-barzh « Class and Committees in a Norwegian Island Parish », Human Relations
  2. (fr) Numéro Spécial RAM 2011 - Thème: Les Médias Sociaux war www.afm-marketing.org

Gwelout ivez[kemmañ]