Kengor Europa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Organ erounit Unaniezh Europa eo Kengor Europa. Atebek eo da ginnig lezennoù, lakaat divizoù e pleustr, kretaat feurioù-emglev an Unaniezh ha lakaat an Unaniezh da vont en-dro bemdez.

Mont a ra en-dro ar C'hengor evel ur gouarnamant, ennañ 27 komiser. Ur c'homiser a zo evit pep stad ezel, daoust d'ar gomiserien dileuriañ interestoù Unaniezh Europa ha n'eo ket re o stad-i. Unan eus ar 27 komiser eo prezidant ar C'hengor (bremañ José Manuel Durão Barroso), anvet gant ar C'huzul europat.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all