|
|
|
| Krouidigezh : | 4 a viz C'hwevrer 2004 |
|---|---|
| Sez ar c'hevredad : | Palo Alto, Kalifornia (Stadoù-Unanet) |
| Gennadoù labourerezh : | Rouedad sokial |
| Niver implijidi : | > 900 e miz Kerzu 2008 |
| Kengreadur : | +300 milion USD[1] (2008) |
| Disoc'h rik : | -50 milion USD[2] (priziadenn 2008) |
| Lec'hienn Web : | www.facebook.com |
Facebook zo ul lec'hienn internet rouedad sokial krouet gant Mark Zuckerberg. Bodañ tud tost pe dianv eo he fall, o skignañ titouroù a bep seurt embannet gant ar wiaderien. Digor eo da bep hini abaoe miz Gwengolo 2006. Ouzhpenn ur miliard a izili en deus abaoe miz Here 2012 dre ar bed[3]. An eil lec'hienn ar muiañ gweladennet eo er bed goude google.com (hervez Alexa Internet[4]).
Krouet e oa Facebook e Skol-Veur Harvard : rouedad sokial ar studierien a oa e penn-kentañ a-raok bezañ digor d'ar skolioù-meur amerikan all. Tennet eo e anv eus an albomoù fotoioù a vez graet facebooks anezho e saozneg, a zo poldredaouegoù fotoioù ar skolajidi, liseidi pe studierien a vez roet dezho e fin ar bloavezh skol.
Embannet en doa Facebook d'an 2 a viz Here 2008 e oa o vont da lakaat e sez etrebroadel e Dulenn en Iwerzhon (evit ar marc'hadoù europeat, afrikan hag ar Reter-Kreiz).[5],[6] Aet e oa Facebook er yalc'h e 2012, talvoudekaet eo bet ar gevredigezh da 104 miliard a zolar.
Taolenn |
Yezhoù[kemmañ]
Troet eo bet e 78 yezh evit poent. N'eo ket bet troet e brezhoneg c'hoazh avat. Troet e oa bet da gentañ e spagnoleg hag en alamaneg e miz C'hwevrer 2008. Kavet e vez ar yezhoù bras, yezhoù bihan' zo hag er yezh savet etrebroadel an esperanteg.
Goulenn a ra Facebook digant e implijerien sikour evit treiñ e interfas en o yezh vamm. Pep den a c'hall kinnig un droidigezh eus ar frazennoù orin e saozneg. Votiñ a ra ar genrouedaderien evit an hini a welont evel an hini wellañ.
E 2012 ez eus bet ul lañs evit kaout an aotre da dreiñ Facebook e brezhoneg ha krouet eo bet ur strollad[7], en deus tizhet muioc'h a 10 000 ezel e deroù 2013. Respontet eo bet gant ofisielidi Facebook e vije ret gortoz pell a-walc'h peogwir a oa dija meur a yezh war ar renk. Kenderc'hel a ra ar strollad da vodañ tud c'hoazh ha deuet eo da vezañ ul lec'h ma eskemm brezhonegerien ar rouedad etrezo.
Mediaoù[kemmañ]
Awenet eo bet ar sinema hag ar skinwel gant Facebook, da skouer The Social Network ur film aet er-maez e miz Here 2010, pe c'hoazh pennad 4 14vet koulzad South Park, "0 mignon ho peus" e ditl (parodienn).
Notennoù ha daveoù[kemmañ]
- ↑ (en) The World's Billionaires #785 Mark Zuckerberg, Forbes, 3 a viz Mae 2008
- ↑ Estimated annual sales
- ↑ Lemonde.fr, Facebook franchit la barre du milliard d'utilisateurs
- ↑ Alexa Top 500 Site
- ↑ (en) Facebook to set up international HQ in Dublin, The Irish Times, 3 a viz Here 2008.
- ↑ (en) Facebook to Establish International Headquarters in Dublin, Ireland, facebook.com, 2 a viz Here 2008.
- ↑ (br)(fr) Pajenn Facebook e brezhoneg