Twitter

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Logo

Ur benveg da grouiñ ur rouedad sokial eo Twitter.Mikroblogoù a c'heller sevel er mod-se a-benn ma c'hello an implijer lavarout d'e rouedad ar pezh emañ oc'h ober.

Kemennadennoù a c'heller kas pe resev dre internet, dre bostelerezh prim pe niverel.

tweets a vez graet eus seurt kemennadennoù : berr int dre ret (140 lizherenn).

Taolenn

[kemmañ] Istor

brastres war paper eus Twitter (a oa anvet « stat.us » d'ar mare-se).

Twitter a zo bet krouet e San Francisco e-kerzh start-up Odeo Inc. krouet gant Noah Glass hag Evan Williams. Noah Glass a werzhe AudioBlogger, ur poellad a servije da kas restroù klevet war ur blog a-drugarez d'ur pellgomz. Even Williams a oa anavezet evit bezañ unan eus diazezerien ar gevredigezh Pyra Labs hag a oa pec'henn war al lec'hienn Blogger, hag a zo bet adprenet gant Google e 2003. Odeo a ginnige ul lec'hienn herberc'hiañ, skignañ ha enrollañ podcastoù.

E-kichen ar servij podcast-mañ e-lec'h ma z'eus kalzig a gevezerezh, Jack Dorsey, dispatchour evit ur gompaniunezh taksi, ha Noah Gladd, bet ingaler er 911, niverenn an trummadoù amerikan, a zo karget da diorroiñ ur servij nevez.[1]

Ar mennozh orin a oa kinnig d'an implijerien deskrivañ ar pezh e oant oc'h ober dre SMS. Digoret d'an holl d' an 13 a viz Gouere 2006, ar c'hentañ stumm a oa anvet stat.us ha twittr da c'houde, o venegiñ al lec'hienn rannañ fotoioù Flickr, hag evit echuiñ : Twitter.[2], [3]

D'ar 25 a viz Here 2006, lodennoù Odeo a zo bet adprenet gant Obvious Corp[4]. E miz Ebrel 2007, ur gevredigezh dizalc'h zo bet krouet gant an anv Twitter, Inc. gant Jack Dorsey e penn betek miz Here 2008, dra ma gemer Evan Williams e plas.[5] Ar gevredigezh he deus 29 implijad e miz C'hwevrer 2009[6].

Twitter en deus ivez gounezet ar priz 2007 South by Southwest Web Award er rummad blogoù.

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Servijoù all

[kemmañ] Daveoù

  1. (en)Interview, Seesmic Day 44.
  2. (en)Twttr is Alive, EVHEAD, embannet e miz Gwengolo? 2006.
  3. (en)We Bought the Vowels (and a blimp too): Twitter Relaunches, EVHEAD, embannet e miz Gwengolo 2006.
  4. (en)The Birth of Obvious Corp., EVHEAD, embannet ar 21 a vie Gwengolo