Félix Le Dantec

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Félix Le Dantec
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFélix Le Dantec Kemmañ
Anv-bihanFelix Kemmañ
Anv-familhLe Dantec Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Gen 1869 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlougastell-Daoulaz Kemmañ
Deiziad ar marv7 Mez 1917 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvtorzhellegezh Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
MicherBevoniour, prederour, philosopher of science, kelenner skol-veur Kemmañ
Tachenn labourbevoniezh, philosophy of science Kemmañ
ImplijerPasteur Institute, Sorbonne Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole normale supérieure Kemmañ
Kleñvedtorzhellegezh Kemmañ
Prizioù resevetMarc'heg al Lejion a Enor, Colonial Medal Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Félix Le Dantec, bet ganet d'an 16 a viz Genver 1869 e Plougastell-Daoulaz ha bet marvet e 1917 e Pariz, a zo ur bevoniour, ur prederour hag ur c'helenner-meur skol-veur. Savet en deus levrioù e-lec'h ez eztaol prederennoù un hollrediour hag un dizoueegour.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mab d'ur mezeg e oa. Mezeg Ernest Renan eo bet e dad. Studiet en deus e skolaj Lannuon, e Lise Brest ha e Lise Jeanson-de-Sailly e Pariz. Pa ne oa nemet c'hwezeg ez eas da Skol Normal Uhel Pariz. E 1888 e teu da vezañ ur prientour e-barzh arnodvaoù Ensavadur Pasteur dindan renerezh Louis Pasteur hag Ilia Metchnikoff. Mont a ra da vezañ kelenner skol-veur goude bezañ tapet an doktorelezh war ar skiantoù e 1891. Gant Auguste Pavie, kefridiad ar Gouarnamant gall hag ergerzher, e veaj da Indez-Sina evel skiantour er bloavezhioù 1890.
Dont a rae alies da di e familh (Ti Plad) e Pleuveur-Bodoù, chomet oa barrek da vrezhonegañ.

E anv a zo bet roet da lise publik Lannuon. Roet eo bet e anv d'ur ru e 13vet arondisamant Pariz e 1934. Kavout a reer ruioù o tougen e anv e Brest, Sant-Brieg , Kemper ha Lannuon (etre kroazhent-tro an Ti-Post ha penn kentañ straed Pompidou ha straed Kervenno).

Oberenn skiantel ha prederouriezhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Labouret en deus war ar brotisted, un urzhiad beveien etre al loened hag ar plant. Difennet en deus teoriennoù an hollrediezh da-heul Jean-Baptiste Lamarck. Soutenet en deus ar soliadegezh ha savboentoù Henri Bergson.


Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Félix Le Dantec. La Rivière Noire (Annales de Géographie, 1891)
  • Félix Le Dantec. Les Peuples de la rivière Noire (Annales de Géographie, 1891)
  • Félix Le Dantec. Recherches sur la digestion intracellulaire chez les protozoaires (1891)
  • Félix Le Dantec. Symbiose des algues (Annales de l'Institut Pasteur, 1892)
  • Félix Le Dantec. Matières vivantes (1895)
  • Félix Le Dantec. Théorie nouvelle de la vie (1896) [da lenn en linenn]
  • Félix Le Dantec. Le Déterminisme biologique et la Personnalité consciente (1897)
  • Félix Le Dantec. Évolution individuelle et hérédité (1898)
  • Félix Le Dantec. Lamarckiens et darwiniens (1898)
  • Félix Le Dantec. Darwin, Revue de Paris (1901)
  • Félix Le Dantec. Le Conflit, entretiens philosophiques (1901)
  • Félix Le Dantec. Les Colonies (introduction à l'étude de la pathologie exotique) (Questions diplomatiques et coloniales, 1902)
  • Félix Le Dantec. Traité de biologie. 1903
  • Félix Le Dantec. La Lutte universelle (1906)
  • Félix Le Dantec. L'Athéisme (1907) [da lenn en linenn]
  • Félix Le dantec. De l'homme à la science (1908)
  • Félix le Dantec. Science et conscience (1908)
  • Félix Le Dantec. La Crise du transformisme (1909)
  • Félix Le Dantec. L'Égoïsme, seule base de toute société (1911)
  • Félix Le Dantec. Le Chaos et l'Harmonie universelle (1911)
  • Félix Le Dantec. La Science de la vie (1912)
  • Félix Le Dantec. Les Influences ancestrales (1917)
  • Félix Le dantec. Le Problème de la mort et la Conscience universelle (1917)
  • Félix Le Dantec. Savoir ! Considérations sur la Méthode scientifique, la guerre et la morale (1917)