Mont d’an endalc’had

Emil Masson

Eus Wikipedia
Emil Masson
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denÉmile Masson Kemmañ
Anv-bihanEmil Kemmañ
Anv-familhMasson Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Gou 1869 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBrest Kemmañ
Deiziad ar marv9 C'hwe 1923 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev Kemmañ
Lec'h douaridigezhCimetière parisien d'Ivry Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg, saozneg Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-Veur Roazhon Kemmañ
Diellaouet gantarchives municipales de Pontivy Kemmañ

Emil ar Mason[1], bet ganet Émile Désiré Masson d'an 28 Gouhere 1869 e Brest ha marvet d'an 9 C'hwevrer 1923 e Pariz, a oa ur skrivagner hag ur prederour diveliour breizhat. Skrivet en deus ivez dindan an anvioù-pluenn Ewan Gweznou, Ionn Prigent, Rer Houarn ha Y. Brenn.

Ganet e oa bet e Bro-Leon, met ne oa ket bet desavet e brezhoneg. E Pariz e oa bet war e studi (tapet gantañ div aotreegezh, war ar brederouriezh ha war ar saozneg), hag eno e krogas da vezañ dedennet gant ar strolladoù a-du gant Dreyfus hag ivez gant ar strolladoù enep an arme, ha gant an diveliouriezh dre vras. Kelenner war ar saozneg e teuas da vezañ, e lise Pondivi.

Bet eo bet eil prezidant kevrenn lennegel an Union Régionaliste Bretonne ha war an-dro ezel eus poellgor-skrivañ Breiz Dishual, a oa kazetenn Strollad Broadel Breiz.

Krouet en doa e 1913 ar gazetenn diveliel divyezhek, Brug.

Stourm a reas gant e bluenn a-enep mennozhioù enepbrezhoneg embannet e-barzh La Pensée Bretonne, kelaouenn an alvokad sokialour Yves Lefèvre.

A-hed ar Brezel-bed kentañ ez eo bet e-touez ar re ral en tu-kleiz o klask sevel o mouezh a-enep ar brezel.

Mignon e oa d'an diveliourien Pyotr Kropotkin hag Élisée Reclus, da Louise Michel, da Jean Grave, d'ar barzh Charles Péguy, bet sokialour ha troet a-du gant ar vroadelouriezh c'hall, ha d'ar skrivagner Romain Rolland.

E vuhez-pad en deus klasket Emil ar Mason liammañ e stourm evit Breizh hag ar brezhoneg ouzh an etrebroadelezh. E garantez ouzh pobl e vro c'henidik ne oa, a-benn ar fin, nemet stumm lec'hel e garantez ouzh an denelezh.

  • Lettre d'un répétiteur en congé, Pariz, Union pour l'action morale, 1899.
  • Yves Madec, professeur de collège, Pariz, Cahiers de La Quinzaine, 1905.
  • Les rebelles, Pariz, Librairie les pages libres, 1908.
  • Antée - Les Bretons et le Socialisme, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1912[2].
  • Les hommes illustres et leurs paroles inouïes, e 1919
  • L’Utopie des îles bienheureuses dans le Pacifique, Pariz, Rieder, 1921[3].

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet en deus e galleg, asambles gant e wreg Elsie Masson, ur C'hallez a orin kembreat anezhi, ur bern levrioù bet skrivet gant Thomas Carlyle.

  • Lectures littéraires. Pages choisies des grands écrivains : Carlyle, Pariz, Armand Colin, 1905.

Graet en deus war-dro ar gazetenn Brug eus 1913 da 1914. Ehanet e voe an embann abalamour d'ar brezel.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Giraud, J. Didier & Giraud, Marielle : Émile Masson, professeur de liberté. Chamalières : Éditions Canope, 1991 (ISBN 2-906320-13-7)
  • Émile Masson, prophète et rebelle (actes du colloque international de Pontivy, 26, 27 hag 28 a viz Gwengolo 2003, dindan renerezh J. Didier ha Marielle Giraud ; rakskrid gant Edmond Hervé). Roazhon : Presses universitaires de Rennes, 2005(ISBN 2-7535-0058-4)
  • Broudig, Fañch : Eun dra bennag a zo da jeñch er bed. Brud Nevez. Adembannadur al levr Al Liberterien hag ar Brezoneg, 1983, dastumet ennañ ar pennadoù brezhonek a oa bet embannet e-barzh Brug gant tud evel Jos "Dirlemm" ar Bras.
  • Broudic, Fañch : La polémique entre Y. Le Febvre et E. Masson à propos de la langue bretonne. In : Études sur la Bretagne et les pays celtiques. Mélanges offerts à Yves Le Gallo. Brest : CRBC, 1987, pp. 47-56.
  • Le Coadic, Ronan : La seconde mort d'Emile Masson
  • Raoul, Lukian : Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Al Liamm, 1992, pp. 300-301 (ISBN 2-7368-0034-6)
  1. Raoul, p; 300.
  2. Adembannet e 1919, kinniget ha notennet gant Jean-Yves Guiomar, Paris, Maspéro.
  3. Adembannet gant Caligrammes e 1984.