Clint Eastwood

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Clint Eastwood
Clint Eastwood, 26 a viz C'hwevrer 2007, Los Angeles
Clint Eastwood, 26 a viz C'hwevrer 2007, Los Angeles

Ganedigezh 31 a viz Mae 1930
e San Francisco
Broadelezh stadunanat
Micher(ioù) aktor, filmaozer, produer, sonaozer
Filmoù brudet Evit un dornad Dollards, Hag evit un neubeut Dollards muioc'h , The Good The Bad And The Ugly, Dirty Harry, Pale Rider, Million Dollar Baby


Clint Eastwood (31 a viz Mae 1930 e San Francisco) a zo un aktour, ur filmaozer, ur produer filmoù hag ur sonaozer amerikan. En holl en deus bet pevar Oscar.

E vuhez[kemmañ]

Clint Eastwood aktor[kemmañ]

Asambles gant e dud e kantreas Eastwood, ha diwar labourioù miunut e vevas, dre ma ne soñje ket dezhañ e teufe da vezañ aktour. Met e-keit ma oa gant e servij-soudard e kejas gant tud a lakaas anezhañ da vezañ degemeret e Universal. E berzh kentañ a dapas kaout er film anvet Revenge of the Creature (1955). E filmoù all e c'hoarias ivez, met ne voe ket merzet. Kregiñ a reas da vat gant ar vicher pa c'hoarias perzh ur c'how-boy er rummad skinwel Rawhide. Brudet e teuas da vezañ a-drugarez da Sergio Leone, hag a lakaas anezhañ da c'hoari e tri film : For a Few Dollars More (1965), A Fistful of Dollars (1964) ha The Good, the Bad and the Ugly (1966) . E di produiñ, anvet Malpaso a grouas ivez. Kejañ a reas ivez gant Don Siegel, hag a lakaas anezhañ da c'hoari en pemp film (The Beguiled, 1970 hag Escape from Alcatraz e 1979). Asambles e kroujont ivez Dirty Harry. Degemeret e voe e Hollywood adalek 1969 a-drugarez d'e berzh er film Where Eagles Dare. E 1971 e teuas a-benn da aozañ e film kentañ, Play Misty for Me e ditl. Er memes bloavezhioù e c'hoarias Dirty Harry. Met stag e chomas Eastwood ouzh personelezh an dudenn-se e penn an dud, disprizet e voe neuze gant ar vurutellerien hag ar filmoù a zeuas da heul ne rejont ket kement a verzh.

Clint Eastwood filmaozer[kemmañ]

E film kentañ (Play Misty for Me) a aozas e 1971 dindan levezon Don Siegel, hag a c'hoarias perzh Murphy er film-se. Kenderc'hel a reas da aozañ e filmoù (High Plains Drifter, The Outlaw Josey Wales) e-keit ma c'hoarie e-barzh filmoù all. Met adalek 1982 (Honkytonk Man) e cheñchas : dont a reas da vezañ filmaozer da vat, ha ne c'hoarias nemet er filmoù aozet gantañ. Anavezet e voe a-drugarez da Pale Rider.

Hiziv an deiz ez eo gwelet Eastwood evel unan eus filmaozerien bouezusañ ar Stadoù-Unanet, rak gouest eo da sevel filmoù war demoù disheñvel an eil re diouzh ar re all. En e oberenn e weler levezon filmaozerien all evel John Ford, Sergio Leone, Sydney Lumet, pe c'hoazh Douglas Sirk. Dre vras ez eo digenvez mab-den unan eus temoù pennañ e filmoù. Evit a sell ouzh ar rummadoù sinema en deus filmet a bep seurt traoù : buhez tud wir (Bird), western (Unforgiven), road-movie (A Perfect World), istorioù romantel (The Bridges of Madison County), filmoù polis (Midnight in the Garden of Good and Evil, Blood Work, Mystic River), melodrama (Million Dollar Baby) pe c'hoazh filmoù brezel (Flags of Our Fathers ha Letters from Iwo Jima). Daoust da verzh e filmoù ha daoust d'an Oscar en deus bet e vez alies start da Eastwood kas e raktresoù da benn, ha peurliesañ e tle paeañ e-unan a-benn seveniñ e filmoù. E-touez an aktourien vrudet o deus c'hoariet e filmoù aozet gantañ e c'haller menegiñ Meryl Streep, Hilary Swank, Gene Hackman, Forest Whitaker, Morgan Freeman, Sean Penn, Tim Robbins, Kevin Costner ha Kevin Bacon.

Politikerezh[kemmañ]

Clint Eastwood e 2007

Stag ouzh ar strollad republikan eo Clint Eastwood [1] ha frankizour ec'h embann bezañ. Er bloavezhioù 1950 e skoazellas Dwight Eisenhower e-pad e gabal, hag e 1968 hag e 1972 e skoazellas Richard Nixon, asambles gant aktourien all evel John Wayne, Charlton Heston ha Glenn Ford. Tost eo bet ivez ouzh Ronald Reagan. Etre 1986 ha 1988 e voe maer eus Carmel (California) (eno e vez o chom), dilennet e voe gant 72% eus ar mouezhioù. E 1992 e tilezas ar strollad republikan hag e skoazellas Ross Perot. E miz Genver 2005, e tagas Eastwood Michael Moore e-pad ur pred gala e New York, hag e prometas e lazhfe anezhañ ma teufe da welout anezhañ evit e filmañ (marteze abalamour d'ar pezh a oa c'hoarvezet gant Charlton Heston, en teulfilm "Bowling for Columbine").[2] Evit dilennadeg 2008 en doa embannet Eastwood e save a-du gant John McCain.

Sonerezh[kemmañ]

Gwall zedennet eo eastwood gant ar sonerezh jazz : ur film (Bird) diwar-benn Charlie Parker en deus aozet. Produet en deus ivez un teulfilm (Straight no Chaser, 1989) diwar-benn Thelonious Monk. Unan eus filmoù ar rummad diwar-benn ar blues (produet gant Martin Scorsese Presents) hag anvet Piano Blues (2003) a zo bet aozet gantañ. Ingal e kemer perzh er sevel sonerezh evit e filmoù, e-unan pe gant kenskoazell sonaozourien all. Kanaouennoù a bep seurt zo bet savet pe kanet gantañ ivez evit e filmoù.

Gouennelour e c'hellfe Eastwood bezañ hervez Spike Lee[kemmañ]

Clint Eastwood (ha Quentin Tarantino ivez) a zo bet tamallet outañ bezañ gouennelour gant Spike Lee. Lee a rebech ouzh Eastwood ne vefe aktour du ebet e-barzh Letters from Iwo Jima. Eastwood en deus kaset anezhañ da sutal, o lavarout e oa soudarded du e Iwo Jima, met ne oa hini ebet anezho e-touez ar re o doa plantet ar banniel. (brudet eo emgann Iwo Jima a-drugarez d'ar skeudenn ma weler soudarded amerikan o plantañ o banniel war Menez Suribachi). Spike Lee en doa graet rebechoù ouzh Eastwood c'hoazh da vare Bird.

E filmoù[kemmañ]

Evel filmaozour[kemmañ]

Er sinema[kemmañ]

Er skinwel[kemmañ]

  • 1985 : Amazing Stories (Vanessa in the Garden) (rummad)
  • 2003 : The Blues, A Musical Journey ( Piano Blues) (rummad)

Evel aktor[kemmañ]

Prizioù[kemmañ]

  • 1988 : Hollywood Foreign Press Association : Cecil B. DeMille Award
  • 1988 : Festival de Cannes : Lore teknik evit Bird
  • 1988 : Golden Globe : filmaozer gwellañ Bird
  • 1992 : Los Angeles Film Critics Association :
  • 1992 : National Society of Film Critics :
  • 1992 : Directors Guild of America : Filmaozer gwellañ (Unforgiven)
  • 1993 : National Association of Theater Owners : filmaozer ar bloaz Unforgiven
  • 1993 : pevar Oscar evit Unforgiven :
    • Film gwellañ (produer: Clint Eastwood)
    • Filmaozer gwellañ (Clint Eastwood)
    • Akour gwellañ
    • frammañ gwellañ
  • 1993 : British film Institute Fellowship : evit ar pezh en deus degaset d'ar sinema evel aktour ha filmaozer
  • 1993 : Golden Globes : Filmaozer gwellañ Unforgiven
  • 1994 : Academy Award Memorial : Priz Irving G. Thalberg e-pad 67vet lid an Oscar.
  • 1994 : Prezidant juri Festival Cannes
  • 1996 : American Film Institute ha Film Society of Lincoln Center : evit holl e oberenn
  • 1998 : César a enor : evit ar pezh en deus graet evel filmaozer
  • 1998 : Producers Guild of America : priz David O. Selznick evit holl e oberenn
  • 2000 : Festival Venezia : Leon Aour evit holl e oberenn
  • 25 a viz Ebrel 2001 : Festival etrebroadel filmoù San Francisco : Priz Akira Kurosawa
  • 2003 : National Society of Film Critics : filmaozer gwellañ Mystic River
  • 2003 : Los Angeles Film Critics Association : filmaozer gwellañ Mystic River
  • 2003 : Lid ar Césars : film estren gwellañ Mystic River.
  • 2003 : Screen Actors Guild Awards (SAG Awards) : evit holl e oberenn evel aktour
  • 2004 : Director's Guild of America : filmaozer gwellañ Million Dollar Baby.
  • 2004 : Chicago Film Critics Association : filmoazañ gwellañ pour Million Dollar Baby.
  • 10 janvier 2005 : National Society of Film Critics Awards : film gwellañ 2004 Million Dollar Baby. Hilary Swank, harozez ar film, priz an aktourez wellañ
  • 2005 : Golden Globe : filmaozer gwellañ Million Dollar Baby
  • 2005 : Oscar : evit Million Dollar Baby,
    • Oscar ar film gwellañ 2004 (produer: Clint Eastwood)
    • Oscar ar filmaozer gwellañ
    • Oscar an aktoure wellañ : Hilary Swank
    • Oscar an aktour a eil renk gwellañ evit Morgan Freeman
  • 29 a viz Genver 2006 : Director Guild Award : reçoit le Directors Guild of America Lifetime Achievement Award (evit holl e oberenn)
  • 25 a viz C'hwevrer 2006 : Lid ar Césars : film estren gwellañ Million Dollar Baby.
  • 12 a viz Eost 2006 : Botezenn Aour : priz roet e-pad 24vet abadenn Botezennoù Aour Motion Picture & Television Fund, ur priz adenn d'ar filmoù western eo
  • Miz Du 2006 : Stanley Kubrick Award evit holl e oberenn
  • 6 a viz Kerzu 2006 : lakaet e-touez ar Galifornerien Veur (13 anezho a zo) gant Arnold Schwarzenegger
  • 7 a viz Kerzu 2006 : National Board of Review : Letters from Iwo Jima film gwellañ ar bloaz, priz roet gant kevredigezh ar vurutellerien amerikan
  • 12 a viz Kerzu 2006 : Los Angeles Critics Association : Letters from Iwo Jima, film gwellañ ar bloaz, priz roet gant kevredigezh burutellerien Los Angeles
  • 16 a viz Genver 2007 : Golden Globe : Letters from Iwo Jima : film gwellañ en ur yezh estren
  • 6 a viz C' hwevrer 2007 : Oscar denegour : evit holl e filmoù
  • 11 a viz C'hwevrer 2007 : Berlin Camera evit holl e oberenn
  • 25 a viz Mae 2008 : Priz ar 61añ Festival de Cannes evit holl e oberenn

Notennoù[kemmañ]

  1. The American Enterprise online
  2. NewsMax.com

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.