Sergio Leone

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Sergio Leone a oa ur filmaozer italian, ganet d'an 3 a viz Genver 1929 e Roma (Italia) hag aet da get d'an 30 a viz Ebrel 1989 e Roma, tra ma oa o prientiñ un azasadenn Salisbury, 900 deiz Leningrad. Mab Vincenzo Leone, graet anezhañ Roberto Roberti, hag an aktourez Bice Waleran (Edwige Valcarenghi e gwir anv) eo.


Red-buhez[kemmañ]

Kregiñ a ra gant e vicher, evel un darn bras eus ar filmaozerien Italia ar mare-se, oc'h aozañ (pe kenaozañ) peplomoù e penn kentañ (ramz Rodos). War-lerc'h, tra ma oa ar western amerikan war an diskar, e kemer perzh e dibun ar western spaghetti (pe western italian ; « Unan ar gerioù sotañ am eus klevet biskoazh eo ar ger-mañ a spaghetti-western » emezañ) dindan an anv-filmaozer Bob Robertson. « Bob mab Robert » a dalv an anv-mañ, dave d'e dad, ar filmaozer Roberto Roberti. War-lerc'h e adkemer e anv gwir.

Gant pemp western e lak e doare filmañ da vout anat d'an holl : Evit un dornad dollaroù (Per un pugno di dollari), Evit un nebeut dollaroù ouzhpenn (Per qualche dollaro in piu ), An den mat, ar mastin hag an truant (Il buono, il brutto, il cattivo ) (an holl anezho gant Clint Eastwood a groge gant e vicher), Ur wech e oa er C'hornog (Once Upon a Time in the West) hag Ur wech e oa an dispac'h(A Fistful of Dynamite).

Teir-oberenn an den dizanv[kemmañ]

A Fistful of Dollars, For a Few Dollars More ha The Good The Bad And The Ugly a zo an tri film aozet gant Sergio Leone e 1964, 1965 ha 1966 hag a ra ar pezh a vez graet anezhañ « teir-oberenn an den dizanv » (anvet « teir-oberenn an dollar » ivez) abalamour d'an dudenn bennañ, c'hoariet gant Clint Eastwood, ha n'eo hogos anvet morse : anavezadus eo ha n'en deus ket ezhomm eus un anv bennak. Neoazh eo posubl merzout e vez graet Manco eus Clint Eastwood en A Fistful of Dollars, ha Blondie e The Good The Bad And The Ugly gant tudenn Eli Wallach. Lesanvioù int nemetken.

Ur remake eus ar film Yojimbo (ar gward-korf) gant Akira Kurosawa eo A Fistful of Dollars. Treuzlec'hiet eo an istor, hogos e pep keñver, eus Japan ar grennamzer betek bed ar western.

Teir-oberenn « istor Amerika »[kemmañ]

Tri frantad a bouez eus an Istor, pe dibenn tri maread, a gont an deir-oberenn-mañ. Hini aloubadeg ar C'hornog, a vez adkavet en Once Upon a Time in the West, eo an hini kentañ. E penn ar C'hornog e erru an tren o kas gantañ ar sevenadurezh hag ar c'hiz-vremañ. Er film A Fistful of Dynamite e c'hoarvez an traoù e-kerz dispac'h Mec'hiko. Amerika da goulz ar berz ha donedigezh ar c'hangsterien a daolenn pennad diweshañ an deir-oberenn, Once Upon a Time in America.

Gant an deir-oberenn ziaraok e oa sañset bout liammet hounnezh a-drugarez da arvest kentañ Once Upon a Time in the West. Evit gwir e zlee bout degemeret Charles Bronson en ti-gar gant an tri zudenn c'hoariet gant Clint Eastwood, Lee Van Cleef hag Eli Wallach. Neoazh ne felle ket da gClint Eastwood mervel en arvest kentañ ar film. Daoust da asant an daou gomedian arall e oa ret da Sergio Leone dilezel ar menoz-mañ eta.

Pennaktored Sergio Leone[kemmañ]

Aktor A Fistful of Dollars (1964) For a Few Dollars More (1965) The Good, the Bad and the Ugly (1966) Once Upon a Time in the West (1968) A Fistful of Dynamite (1971) Once Upon a Time in America (1984)
Clint Eastwood X X X
Lee Van Cleef X X
Gian Maria Volontè X X
Mario Brega X X X X
Antonio Casale X X
Aldo Sambrell X X X X X
Benito Stefanelli X X X X X
Antonio Molino Rojo X X X X
John Frederick X X
Spartaco Conversi X X
Antonio Ruiz X X
Al Mulock X X
Lorenzo Robledo X X X X
Frank Brana X X X X
Luigi Pistilli X X
Claudio Scarchilli X X

Filmadurezh[kemmañ]

Film-aozer[kemmañ]

  • 1959 : Gli Ultimi Giorni di Pompei (« deizioù diweshañ Pompei »), savet asambles gant Mario Bonnard
  • 1960 : Sodom ha Gomorra, savet gant Robert Aldrich
  • 1961 : Il Colosso di Rodi ( ramz Rodos)
  • 1962 : Per un pugno di dollari ( Evit un dornad dollaroù)
  • 1965 : Per qualche dollaro in piu ( Evit un nebeut dollaroù ouzhpenn)
  • 1966 : Il buono, il brutto, il cattivo ( An den mat, ar mastin hag an truant)
  • 1968 : Once Upon a Time in the West -- C'era una volta il West (Ur wech e oa er C'hornog)
  • 1971 : A Fistful of Dynamite -- Giù la testa ( Ur wech e oa an dispac'h)
  • 1975 : Un genio, due compari, un pollo, savet gant Damiano Damiani
  • 1984 : Once Upon a Time in America (Ur wech e oa en Amerika)
  • 1989 : 900 deiz Leningrad (film diechu)

Produeur[kemmañ]