Charlotte von Mecklenburg-Strelitz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pennad Charlotte Georgine Luise von Mecklenburg-Strelitz zo ivez..


Charlotte von Mecklenburg-Strelitz, rouanez ar Rouantelezh-Unanet
Ar rouanez Charlotte von Mecklenburg-Strelitz, pried ar roue George III. Poltred gant Thomas Gainsborough.
He fried, ar roue George III

Charlotte von Mecklenburg-Strelitz pe Sophie Charlotte von Mecklenburg-Strelitz (1744-1818), a oa pried da George III (1738–1820), roue Bro-Saoz.

Yaouankiz[kemmañ]

Charlotte a oa merc'h yaouankañ Karl Iañ von Mecklenburg-Strelitz, priñs Mirow (1707–1752) hag e bried Elisabeth Albertine von Sachsen-Hildburghausen (1713–1761).

Oberenn[kemmañ]

Skoazell a roas d'ar sonerien Johann Christian Bach ha Mozart. Troet e oa gant al liorzhoù ha sevel a reas Kew Gardens.

Bugale[kemmañ]

Pemzek bugel he doe, trizek anezho a eas betek o oad gour.

Anv Ganet Marvet Notennoù
George IV 12 a viz Eost 1762 26 a viz Mezheven 1830 dimezet en 1795, da Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel ; bugale o doe
Frederick dug York hag Albany 16 a viz Eost 1763 5 a viz Genver 1827 dimezet en 1791, da Friederike Prusia ; bugel ebet dezho
William IV ar Rouantelezh-Unanet 21 a viz Eost 1765 20 a viz Mezheven 1837 dimezet en 1818, da Adelheid von Sachsen-Meiningen ; bugale dezho, hogen mervel a rejont holl
Charlotte Augusta Matilda 29 a viz Gwengolo 1766 6 a viz Here 1828 dimezet en 1797, da Friedrich Iañ Württemberg, roue Württemberg  ; divugel
Edward Augustus, dug Kent ha Strathearn 2 a viz Du 1767 23 Iañ 1820 dimezet en 1818, d'ar briñsez Victoria von Sachsen-Coburg-Saalfeld ; bugale o doe, hag unan anezho e oa ar rouanez Victoria)
Augusta Sophia ar Rouantelezh-Unanet 8 a viz Du 1768 22 a viz Gwengolo 1840  
Elizabeth Breizh-Veur 22 a viz Mae 1770 10 janvier 1840 dimezet en 1818, da Frédéric, Landgrav Hessen-Homburg ; divugel
Ernst August Iañ Hannover, Dug Cumberland ha Teviotdale, goude Roue Hannover 5 a viz Mezheven 1771 18 a viz Du 1851 dimezet en 1815, da Friederike von Mecklenburg-Strelitz ; bugale o doe
Augustus Frederick Sussex 27 a viz Genver 1773 21 a viz Ebrel 1843 (1) dimezet a-enep lezenn Royal Marriages Act 1772, da Augusta Murray ; bugale o doe; torret e voe an dimeziñ en 1794
(2) addimezet en 1831, da The Lady Cecilia Buggins (diwezhatoc'h e voe Dugez Inverness) ; divugel
Adolphus, dug Cambridge, dug Cambridge 24 a viz C'hwevrer 1774 8 juillet 1850 dimezet en 1818, da Auguste von Hessen-Kassel ; bugale o doe
Mary, dugez Gloucester hag Edimbourg 25 a viz Ebrel 1776 30 a viz Ebrel 1857 dimezet en 1816, da William Frederick, dug Gloucester hag Edimborough ; divugel
Sophia ar Rouantelezh-Unanet 3 a viz Du 1777 27 a viz Mae 1848 dizimez ha divugel (en-ofisiel)
Octavius Breizh-Veur 23 a viz C'hwevrer 1779 3 a viz Mae 1783  
Alfred Breizh-Veur 22 a viz Gwengolo 1780 20 a viz Eost 1782  
Amelia ar Rouantelezh-Unanet 7 a viz Eost 1783 2 a viz Du 1810 dizimez ha divugel

Poltredoù[kemmañ]

Pennadoù kar[kemmañ]