Frederick, Dug York hag Albany

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Frederick, Dug York hag Albany

Frederick Augustus, , ganet d'ar 16 a viz Eost 1763 ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1827, a oa ur priñs saoz, Dug York hag Albany, kont Ulster, mab d'ar roue foll George III ha d'e bried Charlotte von Mecklenburg-Strelitz, evel e vreur henañ George IV.

Dimeziñ a reas e 1791 da Friederike Charlotte von Preußen, ur verc'h da roue Prusia, Friedrich Wilhelm II . Dispartiañ a rejont ha n'o doe bugel ebet. Kontet e voe en dije bet meur a vastad amañ hag ahont goude.

Lakaet e voe e penn an arme où saoz en 1793, en Belgia, hogen pilet e voe, marankas adlestrañ.


E 1803 e voe chaok diwar-benn e serc'h Mary Anne Clarke.

Kolonnenn dug York gwelet adal The Mall, e Londrez, engravadur eus 1837.