Charlotte Augusta Matilda

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Charlotte Augusta Matilda
Charlotte als Herzogin von Württemberg, 1798

Charlotte Augusta Matilda, pe Charlotte Hannover, pe Charlotte Württemberg (1766–1828), a oa ur briñsez saoz hag a voe Rouanez Württemberg.

He zud[kemmañ]

Pevare bugel ha merc'h kentañ ar roue saoz George III hag e bried alaman Charlotte von Mecklenburg-Strelitz e oa. Anv-badez he mamm a voe roet dezhi.

Dimeziñ[kemmañ]

Dimeziñ a reas e miz Mae 1797 e Londrez da Friedrich Iañ, mab da Friedrich II Eugen, Dug Württemberg ha d'e bried Sophia Dorothea von Brandenburg-Schwedt. E miz Kerzu 1797 e voe lakaet Friedrich da zug, evel Friedrich III .

Daou vab ha div verc'h en doa bet an dug a-raok eus e bried kentañ Auguste Karoline von Braunschweig-Wolfenbüttel (1764–1788), merc'h da Karl II Wilhelm Braunschweig-Wolfenbüttel hag Augusta Breizh-Veur (c'hoar henañ George III) ha Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel, pried da George IV pa ne oa nemet priñs Kembre.


Bugel[kemmañ]

Charlotte hag an Dug Friedrich n'o doe nemet ur bugel: ur verc'h marv-ganet e miz Ebrel 1798.

Rouanez[kemmañ]

Friedrich a deuas da vout Dilenner Württemberg e miz C'hwevrer 1803, ha goude roue Württemberg e miz Kerzu 1805


Poltredoù[kemmañ]