Caterina Visconti (1360-1404)
Eus Wikipedia
Caterina Visconti (Milano 1362[1]-1404 Monza), a oa ur briñsez italian eus an tiegezh Visconti a renas e kêr Milano adalek 1277 betek 1447.
Merc'h e oa da Bernabò Visconti, ha da Beatrice della Scala. Dimezet e voe d'he c'henderv Gian Galeazzo Visconti (1351-1402), kentañ dug Milano, intañv goude marv e bried kentañ. He daou vab Gian Maria Visconti ha Filippo Maria Visconti, a voe duged an eil war-lerc'h egile goude marv o zad.
Rejantez Milano e voe goude marv he fried , eus 1402 da 1404, evit he mab Gian Maria Visconti ( 1388 – 1412). Nemet Gian Maria a grede e trubarderezh e vamm, lakaet en e spered gant ar c'h-condottiero Facino Cane, ha bac'hañ a reas anezhi e kastell Monza, ma voe kontammet e 1404.
He mibien [kemmañ]
- Gian Maria Visconti, ganet en 1388
- Filippo Maria Visconti, ganet en 1392.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Bloavezh diasur. Etre 1360 ha 1362.