Byakko-Tai

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Broom icon.svg
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ.

E 1868, e fin brezel ar Boshin, an holl proviñsioù Japanaat a oa bet kollet gant ar Shogun e tal al lu Impalaeriel (Kangun). Ar soudarded diwezhañ o vezañ leal d'ar Shogun a oa aet e kastell Aizu-Wakamatsu. Eno e voe krouet 4 strollad soudarded : Leon Gwenn (Byakko-Tai), Aerouant Gwer (Seiryu-Tai ), Golvan Ruz (Suzaku-Tai) ha Baot Du ( Gembu-Tai), an anvioù a vez aouenet gant 4 avel an astrologiezh Chinaat. Strollad al Leon Gwenn ( Byakko-Tai ) a oa bet krouet adal tri strollad bihanoc'h, mibien soudarded oadet etre 15 ha 17 vloaz o vont d'ober anezho. Ar re-se a oa bet roet dezho un desavadur soudardel Gall, 'vel lu a bez ar Shogun. Aet da guzhañ war menez Iimori, Krediñ a refont gweled moged o sevel adal kastell Aizu, 'pezh a dalveze e oa bet kemeret. An 20 soudard yaouank diwezhañ a choazas d'ober Seppuku e plas bezañ prizoniet gant o enebourien. Al lealded o devoa bet d'ar Shogun betek ar fin a chomas sanket don e spered ar vro Impalaeriel nevez.