Steredouriezh
Da ziwall, arabat kemmeskañ gant steredoniezh
Ar steredouriezh, pe astrologiezh, eo studi lec'hiadur an astroù (ar planedennoù, eleze an droienn “lenn ar planedennoù da unan bennak”) en oabl da c'houzout al levezon o dijent war buhez an dud ha war darvoudoù ar vuhez. An den a ra an dra-se a zo ur “steredour” pe un “astrolog”. Diwar lec'hiadur an astroù en oabl d’an eur-mañ-eur e lavar gallout gouzout peseurt temz-spered e c'hall kaout henn-ha-henn hag ivez gouzout diouzh an darvoudoù da zont.
Gwechall-gozh ne veze ket lakaet kemm etre “steredouriezh” ha steredoniezh (pe “astronomiezh”), bremañ ez int daou zanvez disheñvel a-grenn. Ar steredoniezh a zo lakaet da vezañ un danvez skiantel-rik, hag ar “steredouriezh” a zo lakaet da vezañ ul ledskiant pe un danvez diskiantel.
Ar sinoù steredouriezh [kemmañ]
E steredouriezh sevenadur broioù ar c'hornaoueg e ranner ar bloaz e 12 rann gevatal, ha roet da bep hini anv ar steredeg ma tremen an Heol enno hervez plan an ekliptik. Graet e vez “arouez” pe “sin” eus pep hini anezho. Setu-i:
| Sin (arouez) | Deiziadoù | ||
|---|---|---|---|
| Tourzh | (an Tourzh) | eus an 21 Meurzh d'an 20 a viz Ebrel. | |
| Tarv | (an Tarv) | eus an 21 a viz Ebrel d'an 20 a viz Mae. | |
| Gevelled | (ar C'hevelled) | eus an 20 a viz Mae d'an 20 a viz Mezheven. | |
| Krank | (ar C'hrank) | eus an 21 a viz Mezheven d'an 21 a viz Gouhere. | |
| Leon | (al Leon) | eus an 22 a viz Gouhere d'an 22 a viz Eost. | |
| Gwerc'hez | (ar Werc'hez) | eus an 23 a viz Eost d'an 22 a viz Gwengolo. | |
| Mentell | (ar Ventell pe ar Balañsoù) | eus an 23 a viz Gwengolo d'an 22 a viz Here. | |
| Krug | (ar Grug) | eus an 23 a viz Here d'an 21 a viz Du. | |
| Saezhataer | (ar Saezhataer) | eus an 22 a viz Du d'an 21 a viz Kerzu. | |
| Gavr | (ar C'havr) | eus an 22 a viz Kerzu d'an 20 a viz Genver. | |
| Skuilher-dour | (ar Skuilher-Dour) | eus an 21 a viz Genver d'an 19 a viz C'hwevrer. | |
| Pesked | (ar Pesked') | eus an 20 a viz C'hwevrer d'an 20 a viz Meurzh. | |