Mont d’an endalc’had

Álvaro Gestido

Eus Wikipedia
Álvaro Gestido e 1930
(ar c'hentañ en tu kleiz, en e sav)

José Álvaro Pelegrín Gestido Pose pe Álvaro Gestido, bet ganet d'ar 17 a viz Mae 1907 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 18 a viz Genver 1957 e Santa Clara de Olimar (Treinta y Tres, Uruguay), a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (kreizer e bost dezhañ war an dachenn).

An hini a veze graet El Caballero de Deporte, El Teniente pe Varito anezhañ a oa breur da Óscar Diego Gestido, prezidant Uruguay.

Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, en Uruguay :

C'hwec'h gwech warn-ugent en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1927 ha 1940, hep merkañ pal ebet.

Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù).

Kemeret en devoa perzh Álvaro Gestido en un dalc'h hepken :

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.