Kumun c'hall
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Rann eus | arondisamant Bro-C'hall, diazezadur publik a genlabour etrekumunel |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1789 |
Stad | Frañs |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | maer |
A dalv evit tiriad | Frañs |
Isrannoù | fraction cantonale, delegated commune |
Foundational text | Article 72 of the Constitution of the Fifth French Republic |
Erlec'hiañ a ra | Q121338772 |
Ar gumun eo bihanañ rann ar melestradur tiriadel e Bro-C'hall ; 36 699 a gumunioù zo e 2014[1] goude m'eo deuet Mayotte da vezañ un departamant gall d'an 31 a viz Meurzh 2011, pa'z eus 8 072 kumun en Italia d'ar 1añ a viz Genver 2014[2].
Anvioù nes d'ar ger "kumun" a zo roet e broioù all (Alamagn, Beljia).(Daveoù a vank) Er broioù ma vez komzet ur yezh a orin latin e vez graet gant gerioù tennet diwar al latin municipium.(Daveoù a vank)
Bihanañ rann velestradurel gall eo bihan he gorread keitat e-keñver re ar broioù all. Meret e vez gant ur c'huzul-kêr hag ur maer en e benn.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe ar c'humunioù diwar al lezenn votet d'an 11 a viz Du 1790. Re ar parrezioù kozh eo harzoù ar c'humunioù dre vras, met un darn vat zo bet krouet diwar ur patrom all :
- adstagañ parrezioù pa oa un iliz hepken e vit meur a barrez, e gêrioù sezioù un eskopti, ma oa un iliz-veur enni, da skouer ;
- distagañ diouzh ar parrezioù kevrennoù o doa ur chapel hag un tolpadig kêrioù war he zro. E Breizh e veze graet trevioù eus an tolpadigoù kêrioù-se.
Er raktres kentañ e oa bet kinniget ma vije savet kumunioù bras karrez 6 lev o ment, da lavaret eo war-dro 24 km.
An anv gall commune a zeu eus an emvodoù bourc'hizien a oa bet aotreet gant ar galloudoù (roueed, eskibien, aotrounez) e kêrioù 'zo evit ar merañ armerzhel ha surentel.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dastumet eo an testennoù koulz lezennel ha reolel e Kod hollek ar strollegezhioù tiriadel (Code général des collectivités territoriales - CGCT) a zo bet embannet e 2000.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
E Bro-C'hall vrovennat ez eo 423 annezad poblañs keitad ar c'humunioù, pa'z eo 11 265 e Belgia, 5 505 e Spagn ha 2 343 en Italia ; 1 708 eo an niver evit Bro-C'hall a-bezh. E 2012, e Bro-C'hall vrobennat, 31 590 kumun a oa nebeutoc'h eget 2 000 annezad enno (25,2 % eus poblañ ar Stad), 4 087 a oa etre 2 000 ha 10 000 annezad enno (26,5 %), 777 etre 10 000 ha 50 000 annezad enno (25,2 %), 103 etre 50 000 ha 200 000 annezad (13,8 %), 11 muioc'h eget 200 000 annezad enno (9,3 %). Tremen 10 000 kumun zo poblet gant nebeutoc'h eget 209 den. Pariz eo ar gumun bobletañ, gant 223 4105 annezad. Levallois-Perret (Hauts-de-Seine) eo an hini gant ar stankter uhelañ, 26 213 annezad/km², pa'z eus 6,2 annezad/km² e Saintes-Maries-de-la-Mer (Bouches-du-Rhône). C'hwec'h kumun peurzistrujet e-kerzh Emgann Verdun (1916) ne voent biskoazh adsavet, ha n'eus annezad ebet enno : Beaumont-en-Verdunois, Bezonvaux, Cumières-le-Mort-Homme, Fleury-devant-Douaumont, Haumont-près-Samogneux ha Louvemont-Côte-du-Poivre. Kumunioù « marv evit Bro-C'hall » eo o statud ; pep hini anezho zo meret gant ur c'huzul-kêr tri den ennañ, a zo anvet gant prefed departamant ar Meuse. Un den hepken zo o chom e Rochefourchat (Drôme) (2015). |