Albert Einstein
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Albert Einstein |
Anv-bihan | Albert |
Anv-familh | Einstein |
Deiziad ganedigezh | 14 Meu 1879 |
Lec'h ganedigezh | Ulm |
Deiziad ar marv | 18 Ebr 1955 |
Lec'h ar marv | Princeton |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | abdominal aortic aneurysm |
Lec'h douaridigezh | National Museum of Health and Medicine |
Tad | Hermann Einstein |
Mamm | Pauline Koch |
Breur pe c'hoar | Maja Einstein |
Pried | Mileva Einstein, Elsa Einstein |
Bugel | Hans Albert Einstein, Eduard Einstein, Lieserl (Einstein) |
Kar | Lina Einstein, Elsa Einstein |
Yezh vamm | alamaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Yezh implijet dre skrid | alamaneg |
Place of origin (Switzerland) | Zürich |
Micher | physicist |
Tachenn labour | Fizik teorikel |
Karg | kelenner |
Bet war ar studi e | ETH Zurich, Luitpold-Gymnasium, old Kantonsschule (Albert Einstein House), University of Zurich |
Professorship | full professor, academician |
Diplom skol-veur | Doctor of Philosophy in Physics |
Tezenn | A New Determination of Molecular Dimensions |
Rener tezenn | Alfred Kleiner, Heinrich Burkhardt, Heinrich Friedrich Weber |
Danvez-doktor | Leó Szilárd |
Studier | Ernst G. Straus |
Bet studier da | Heinrich Friedrich Weber, Hermann Minkowski |
Strollad politikel | German Democratic Party |
Strollad etnek | Yuzevien |
Relijion | Pantheism |
Kleñved | dyslexia |
Komzoù diwezhañ | talvoud dianav |
Perzhiad e | 1st Solvay Conference on Physics, 5th Solvay Conference on Physics |
Diellaouet gant | Swiss Literary Archives, Albert Einstein Archives, ETH Zurich University Archives, Louis Round Wilson Library |
Darvoud-alc'hwez | Nobel Prize winner |
Present in work | Marie Curie: The Courage of Knowledge |
Deskrivet en URL | http://www.einsteinsommerhaus.de/index.php?id=539&no_cache=1, https://www.ige.ch/de/ueber-uns/einstein.html |
Assessment | intelligence test |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Facial hair | walrus moustache |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/albert_einstein |
Albert Einstein (Ulm, 14 a viz Meurzh 1879 – Princeton, 18 a viz Ebrel 1955) a oa ur fizikour alaman a-raok bezañ anvroat (1896), suis (1899) ha stadunanat (1940).
Embannet en deus arlakadenn ar geñverelezh strizh e 1905 ha hini ar geñverelezh hollek e 1915. A-drugarez dezhañ ez eus bet graet araokadennoù bras el loc'honiezh pementadel hag er gosmologiezh.
Priz Nobel ar Fizik a voe deroet dezhañ e 1921 en abeg ma voe gouest da zisplegañ ar gwered luc'hdredan. Anavezet er bed a-bezh eo ar formulenn E=mc² a c'heller displegañ ganti peseurt galloud dibar a zeu eus an energiezh nukleel o tiskouez ar c'hevatalder etre danvez hag energiezh ur reizhiad.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dad Hermann Einstein (Buchaun, 30 Eost 1847 – Milano, 10 Here 1902) a zimezas gant Pauline Koch d'an 8 a viz Eost 1876. Tri bloaz goude, d'ar 14 a viz Meurzh 1879, e voe ganet o bugel kentañ, Albert, en o ranndi en Ulm en Alamagn.
En e vugaleaj e tiwanas e atapi ouzh ar skiantoù : gant un nadoz-vor pa oa 5 bloaz, ha gant al levr Biblig ar ventoniezh, da drizek vloaz.
D'ar skol kentañ derez hag eil derez ez eas en Hochschule ("skol-uhel") Aarau e Suis, ma tapas e skrid-testeni d'an 30 a viz Gwengolo 1896, oadet 17 vloaz. Disoc'hoù dispar en deveze e matematik, met nac'hañ a reas studiañ ar vevoniezh ha skiantoù an den, pa gave dezhañ e oa didalvez deskiñ danvezioù a oa bet studiet c'hoazh a-dreuz hag a-hed gant tud all. Dedennet e oa gant ar skiantoù evel frouezh poell mab-den hag ar preder. Goulenn a reas digant e dad reiñ dezhañ ar vroadelezh suis a-benn mont davet e diegezh divroet e Milano en Italia.
Lakaat a reas e anv e Skol lieskavezel kevredadel Zürich (ETH) e 1896, goude bezañ c'hwitet war e arnodenn gentañ avat.
Eno e teuas da vezañ mignon ar matematikour hungariat Marcel Grossmann (1878-1936), a skoazellas anezhañ diwezhatoc'h war dachenn ar ventoniezh aneuklidel. Anaoudegezh a reas ivez gant ar Serbez Mileva Marić (1875-1948), e bried kentañ. E 1900 e tapas e skrid-testeni. Anzav a ra avat en e vuhezskrid ne oa ket « gouest da heuliañ ar c'hentelioù, da skrivañ notennoù ha d'ober labour-skol »[1].
E-doug ar prantad-se e kreskas e anaoudegezhioù o studiañ e-unan hag o lenn levrioù dave, evel re ar fizikour ha prederour aostrian Ludwig Boltzmann (1844-1906), ar bevedour ha fizikour prusian Hermann von Helmholtz (1821-1894) ha re ar fizikour ha kimiour alaman Walther Hermann Nernst (1864-1941). Dre e vignon ar fizikour suis Michele Besso (1873-1955) e lennas labourioù ar fizikour ha prederour aostrian Ernst Mach (1838-1916) diwar-benn ar gouloù hag an tizh.
Hervez buhezskridoù disheñvel e voe diaes e vuhez etre 1900 ha 1902 : lakaat a reas e anv evit meur a bost-labour hep bezañ degemeret. Nec'het gant kement-se e klaskas e dad kavout ur post dezhañ, en aner. Albert a blegas neuze da bellaat diouzh metoù ar skol-veur da gaout ur post er velestradurezh. E 1901 ez embannas e bennad skiantel kentañ en Annalen der Physik, diwar-benn e enklaskoù a-zivout ar silluskerezh.
E diwezh ar bloaz 1902 e voe ganet e Serbia e vugel kentañ, Lieserl, ur plac'h[2],[3]. E-pad pell ne voe ket anavezet ar bugel-se gant an istorourien, ha ne chom roud ebet eus e vuhez. Albert ha Mileva a euredas e 1903, ur wezh roet dezhañ e aotre gant e dad war e dremenvan. E 1904 o devoe ur bugel all, Hans-Albert († 1973), ha goude Eduard Einstein e 1910 († 1965).
E 1902 e kavas fred en ofis ar breouadurioù e Bern, ar pezh a roas dezhañ peadra da vevañ e-pad e enklaskoù.
E-keit-se e savas an Akademie Olympia gant ar matematikour suis Conrad Habicht (1876-1958) hag ar matematikour ha prederour rouman Maurice Solovine (1875-1958), a droas e oberennoù e galleg diwezhatoc'h. E Bern, 49 straed Kramgasse, en em vode an Akademiezh, hag a aoze baleadennoù er menezioù.
Einstein a rannas disoc'h e enklaskoù gant Conrad Habicht ha kas a reas dezhañ ar pennadoù a embannas e 1905 diwar-benn diazezoù ar geñverelezh strizh, arlakadenn ar pementadoù hag arlakadenn al loc'had brownian, a zigoras hentoù enklask nevez er fizik nukleel, e loc'honiezh ar stered hag all. Diazezet eo ar pennad diwar-benn argerzh Wiener (al loc'had brownian) war enklaskoù donaet diwezhatoc'h gant Einstein hag a gas d'e dezenn anvet Eine neue Bestimmung der Moleküldimensionen ("Un didermenadur nevez eus mentoù ar molekulennoù"), ha d'e ziplom doktorelezh d'ar 15 a viz Genver 1906[1].
E 1909 e voe anavezet Albert Einstein gant e getpared, gant ar fizikourien alaman Max Planck ha Walther H. Nernst peurgetket a bedas anezhañ da skol-veur Berlin. D'an 9 a viz Gouere 1909 e voe anvet doktor honoris causa gant skol-veur Genève[1]. Kinnigoù labour stank a voe graet outañ. E 1911 e voe pedet da gentañ Kendalc'h Solvay e Belgia hag a vodas ar skiantourien muiañ anavezet. Anaoudegezh a reas eno gant Marie Curie, Max Planck hag ar fizikour gall Paul Langevin (1872-1946). E 1913e voe anvet Albert Einstein en Akademiezh ar skiantoù Prusia.
E 1914 e reas e annez e Berlin, ma chomas e-pad meur a vloaz. Dont a reas da vezañ ezel eus Akademiezh roueel Berlin ar skiantoù hag al lizhiri. A-drugarez d'ar c'hinnigoù labour a reseve e teuas a-benn d'en em ouestlañ penn-da-benn d'e enklaskoù. Goude e zisparti digant Mileva e krogas da zaremprediñ ur genitervez eus Berlin, Elsa. Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ ez embannas e vennozhioù peoc'helour. Prometet he doa kêr Verlin pourchas un ti dezhañ, met dont a reas da vezañ perc'henn war un dachenn ma lakaas sevel un di gant e wenneien. Edo e Caputh, e-kichen lenn Havelsee, ul lec'h sioul ma c'halle bageal gant ur gouelier alies.
E 1916 ez embannas ul levr a zisplege e arlakadenn a-zivout ar c'herc'hellerezh, anavet hiziv evel arlakadenn ar geñverelezh hollek. E 1919, an astrofizikour saoz Arthur Eddington (1882-1944) a vuzuilhas diheñchadur gouloù ur steredenn pa dremen e-tal an Heol. An diheñchadur-se a oa unan eus rakweladennoù degaset gant arlakadenn A. Einstein, a dapas brud vras ken e krogas d'ober kalz beajoù dre ar bed adalek 1920. E 1925 e resevas ar vedalenn Copley, hag e 1928 e voe anvet da brezidant Kevre Gwirioù Mab-Den. Er memes bloaz e kemeras perzh e kentañ Davoser Hochschulkurse (Kentelioù skloveuriek Davos) e Davos, gant 33 c'hefredour all deuet eus Alamagn, Aostria, Bro-C'hall, an Izelvroioù ha Suis. E 1935 e resevas ar vedalenn Franklin.
Teñvalaat a reas an aergelc'h en Alamagn er bloavezhioù 1920, ma voe rebechet outañ e orin yuzev hag e vennozhioù peoc'helour. N'edo ket e surentez ken en Alamagn abalamour da nerzh ar strolladoù broadelour alaman ha da hini an nazied. Nebeut goude ma'z erruas Adolf Hitler e penn ar Stad, e deroù 1933, e klevas e oa bet preizhet e di e Caputh gant an nazied, ha divizout a reas ne zistroje ket d'ar Reich. Goude bezañ bet o chom pell war aod Belgia e reas e annez er Stadoù-Unanet, ma labouras en Institute for Advanced Study e Princeton. Pal e enklaskoù a oa sevel un arlakadenn da unaniñ ar c'herc'hellerezh hag an dredanwarellerouriezh, met ne zeuas ket a-benn ha kement-se a viras outañ marteze a ober kavadennoù all war tachennoù frouezhusoc'h.
D'an 2 a viz Eost 1939, dindan levezon ar fizikourien hungariat Eugène Wigner (1902-1995) ha Leó Szilárd (1898-1964), e skrivas ul lizher da Roosevelt hag en doe ur roll e deroù ar raktres Manhattan[4].
D'an 18 a viz Ebrel 1955 e varvas Albert Einstein diwar freuz un darvoll. Fennet e voe e ludu en ul lec'h dalc'het kuzh, diouzh e destamant. En desped d'e youl avat e voe laeret e empenn gant ar mezeg kelanskejour ha korfskejet, ar pezh a ziskouezas e oa brasoc'h al liamm etre an div hanterenn eget en darn vuiañ eus an dud ; e zaoulagad ivez a voe laeret, gant elagadour[5],[6].
E vab Eduard, a oa gant ur stumm skizofreniezh, a dremenas al lodenn vrasañ eus e vuhez en ur bredospital e Suis hag e vab all Hans-Albert a zeuas da vezañ ijinour e Kalifornia.
Labour skiantel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Frouezhus e voe ar bloaz 1905 evit Albert Einstein, pa voe embannet pevar fennad-skrid er gelaouenn Annalen der Physik.
Ar pennad kentañ, Diwar-benn ur mennozh heuristek a sell ouzh produadur ha treuzfurmadur ar gouloù, embannet e miz Meurzh, a zisplege ur mennozh dispac'hel diwar-benn natur rannigel ar gouloù, dre studi ar gwered luc'hdredan. Danevell a ra eno e enklaskoù diwar-benn orin ar c'has rannigoù, o kemer harp war labourioù Max Planck en doa savet, e 1900, formulenn ur skinadur muzuliet, da lavaret eo diskendalc'hus. Ret e oa bet da Blanck displegañ ar skinadur gouloù kaset gant ur c'horf tomm en un doare a sebeze anezhañ : da lakaat e formulenn da glotañ gant disoc'hoù an taolioù-arnod en doa ranket lakaat e ranne ar red rannigoù a-bloc'hadoù energiezh, a anvas quanta "pementadoù", a zo liester quantum, "pementad". Petra bennak ma soñje dezhañ ne oa ket eus ar pementadoù-se e gwirionez, stummet e oa e arlakadenn da labourat ha meur a fizikour a studias anezhi. Einstein a adimplijas disoc'hoù Planck da studiañ ar gwered luc'hdredan, ha klozañ a reas o lavaret en em zalc'he ar gouloù war un dro evel ur wagenn hag ur red rannigoù. Ar gwered luc'hdredan en doa pourchaset ur gadarnadenn eeun eus arlakadenn ar pementadoù savet gant Max Planck. Adalek 1920 e vez graet fotonioù eus ar pementadoù.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br)(fr)Geriaoueg skiantel ar gelaouenn Σkiant
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 La thèse d’Einstein aux enchères !
- ↑ (en) SINGTON, Philip : The Einstein Girl, Harvill Secker, 2009 (ISBN 978-1-84655-290-8)
- ↑ (fr) Lieserl Einstein
- ↑ Science & Vie Junior - Les Indispensables, n°4 : La Seconde Guerre mondiale.
- ↑ (fr) Elena Sender (11 Here 2013). Le cerveau hyperconnecté d'Einstein peut expliquer son génie. Science et avenir. Kavet : 2020-05-01.
- ↑ (fr) Elena Sender (14 Meurzh 2017). Einstein : l'incroyable destin de son cerveau... après sa mort. Science et avenir. Kavet : 2020-05-01.