Zirkoniom
| |||
---|---|---|---|
Itriom – Zirkoniom – Niobiom | |||
| |||
Niver atomek | 40 | ||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | ||
Strollad | 4 | ||
Trovezh | 5 | ||
Aozadur elektronek | [Kr] 4d2 5s2 | ||
Niver oksidadur | +4 | ||
Tredanleiegezh | 1,33 | ||
Skin atomek | 159 | ||
Tolz atomek | 91,224 | ||
| |||
1 cm3 eo ec'honad an diñs zirkoniom
| |||
Un elfenn gimiek eo ar zirkoniom ; Zr eo e arouez kimiek, 40 e niver atomek ha 91,224 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo ar zirkoniom.
Ur metal lufrus liv an arc'hant eo ar zirkoniom, a gaver e kailhoù evel ar zirkon ma vez kevret gant an hafniom 72Hf, e amezeg er strollad 4. Da arvelen e tro pa vez lakaet en aer.
War-dro 1 410 tonennad a zirkoniom a voe kenderc'het er bed e 2011, 720 anezho gant Aostralia ha 380 anezho e Suafrika ; da heul e voe Sina (100 t), Indonezia (50 t), Mozambik (40 t), India (38 t), Ukraina (35 t), Brazil (18 t) ha gant ar broioù all e voe kenderc'het an 32 donennad all.[1]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Bibl ez eus meneg eus ar zirkon[2], hogen kuzh e chomas an elfenn "zikoniom" betek 1789 pa voe kavet gant ar c'himiour alaman Martin Heinrich Klaproth en ur roc'hell a zeue eus Enez Sri Lanka. Zirkonerde e voe anv an elfenn nevez[2].
E 1808 e klaskas ar c'himiour kerneveurat Humphrey Davy hiniennekaat an elfenn, en aner avat.
E 1824 e voe kavet ar metal zirkoniom gant ar c'himiour svedat Jöns Jacob Berzelius.
E 1794 e voe anvet zirkoniom diwar ar c'hailh zirkon, eus an alamaneg Zirkon "louzaouenn-ar-goukoug", < arabeg zarqun "ruz-flamm" < perseg zargun "liv an aour"[3].
Adalek 1925 e voe kenderc'het zirkoniom en un doare greantel.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur metal orjalennus eo ar zirkoniom, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe ; govelius eo ivez, pa c'haller e bladañ a-daolioù mailh. Da galet ha bruzunek e tro pa vez dampur.
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aes e peg an tan er zirkoniom poultrennek. Ne c'hall ket ar zirkoniom bezañ oksidet gant dour sall, trenkennoù pe vazennoù. Gallout a reer e zileizhañ en drenkenn gloridrek HCl hag en drenkenn sulfurek H2SO4, dreist-holl gant harp ar fluor 9F.
E 1 855 °C e teuz ar zirkoniom, hag e 4 409 °C e verv.
Pa vez kendeuzet gant zink (ZrZn2) ha lakaet yenoc'h eget - 238,15 ° C (35 ° K) e teu ar zirkoniom da vezañ gwarellek ha dreistreüs war un dro — ar pezh ne c'hoarvez nemet gant UGe2 ivez betek-gouzout.
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]90Zr a gaver an aliesañ (51,45 %) a-douez pemp izotop naturel ha stabil ar zirkoniom, ar re all o vezañ 91Zr, 92Zr, 94Zr ha 96Zr, a zo an hini dibaotañ (2,80 %).
Eus 78Zr betek 110Zr eo skalfad an izotopoù a zo bet kevanaozet.
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er prierezh hag en teuzerezh ez implijer zirkoniom, da fardañ danvezioù-toupekaat ha danvezioù tanspirus.
Zirkoniom zo e danvezioù-raskennañ, e kendeuzadoù metalek, e kenderc'hadoù kimiek ha war bizhier-soudañ.
Ar greanterezh nukleel ha hini ar gimiezh eo a ra ar muiañ gant zirkoniom.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 16 HER 12
- ↑ 2,0 ha2,1 LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- ↑ Online Etymology Dictionary (en) Liamm oberiant 16 HER 12
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |