Mont d’an endalc’had

Zh (lizherenn)

Eus Wikipedia

Un divc'hrafenn latin eo Zh, zh implijet evit skrivañ meur a son kensonennel hervez ar yezhoù.

Implijet e vez ivez gant ar brezhoneg (hervez reolennoù reizhskrivañ ar peurunvan) evit over diouzh ar son a deu, well-wazh, diwar un th (/θ/) istorel hag a vez distaget [z] e rannyezhoù Kernev, Treger ha dreist-holl Leon ha [h] e rannyezhoù Gwened.

Hervez ar gelaouenn Ar Bed Keltiek, e 1957, er bajenn 153, e oa bet ijinet dija ar ZH e 1264 gant ur manac'h a Vro-Ouelo, aet skuizh o rankout skrivañ, gwech Ploaza, gwech Ploaha (Plouha hiziv), ken e skrivas Ploazha(Daveoù a vank).

E Marvaillou evid an dud divar ar meaz[1], un droidigezh gant Gabriel-Marie Caroff embannet e 1847, e kaver a-hed al levr ar gerioù "anezhan", "anezhi", "anezho", "d'ezhan", "d'ezhi", "d'ezho", "var-n-ezhi" ha "var-n-ezho".

E Sarmoniou an Aotrou Quere, embannet e 1906, ez eo implijet kenkent ha rakskrid ar bajenn V, gant C. Jézégou, er ger "anezho", hag a-hed al levr, e-barzh "d'ezhan" (136), dreizhi (137).

E yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • En albaneg e vez implijet evit skrivañ ar son kensonennel [ʒ] (skrivet ‹ j › hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg).

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Marvaillou evid an dud divar ar meaz


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.