Yvon Gourmelon
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Yvon |
Anv-familh | Gourmelon |
Deiziad ganedigezh | 20 Eos 1946 |
Lec'h ganedigezh | Plougastell-Daoulaz |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg |
Yezh implijet dre skrid | brezhoneg |
Micher | skrivagner, skrivagner skiant-faltazi |
Yvon Gourmelon (Yann Gerven e anv-pluenn), bet ganet e Plougastell-Daoulaz d'an 20 a viz Eost 1946, a zo ur skrivagner brezhonek (danevelloù, romantoù), hag ur yezhoniour brezhonek (notennoù yezh) ha gallek[1] a vez pedet da gemer perzh e stajoù war ar brezhoneg. Bet en doa ar Priz Langleiz e 1986 evit ar romant Brestiz o vreskenn.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet e Plougastell-Daoulaz e 1946 en un endro brezhonek. Gant e ziv vamm-gozh eo en doa desket brezhoneg mat. Hervezañ e raent goap ouzh sioù ar "brezhoneg beleg" a veze klevet en iliz. Mont a reas d'ar skol da Blougastell, ha d'al lise da Vrest da c'houde. Eno eo bet studier war ar matematik ha war ar brezhoneg e Skol-Veur Breizh-Izel.
Mont a reas da gelenner war ar matematik e penn kentañ ar bloavezhioù 1970. Dimeziñ a reas da Agnes Helias, ur vrezhonegerez a-vihanik eus ar Vro-Vigoudenn ha mont a reas da Vulad-Pestivien da chom. Eno o deus desavet o fevar mab. Bet eo bet kelenner war ar matematik hag ar brezhoneg e lise Gwengamp.
Skrivagner brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Azalek ar bloavezhioù 70 e krog Yvon Gourmelon en e bluenn. E destennoù kentañ a zo embannet gant Ar Falz ha Skol Vreizh. Goude se e kemer perzh e stummadurioù war ar brezhoneg lec'h ma skriv a-gevret gant tud all Emgann Kergidach pe c'hoazh C'hwec'h kontadenn e brezhoneg aes ha bew, dindan kazel Ar Falz ur wech ouzhpenn. Kregiñ a ra da sinañ dindan an anv-pluenn Yann Gerven evit Planedenn, ur gazetenn lennegel bet ganet diwar obererezh Skol Vreizh hag Ar Falz, renet gant Fañch Morvannou. Skrivañ a reas e romant Brestiz o Vreskenn ur frapadig da c'houde. Skrivet en deus danevelloù a-leizh hag a zo bet embannet hogozik holl er gelaouenn Al Liamm abaoe 1984.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dastumadoù danevelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- C'hwec'h kontadenn e brezhoneg aes ha bew, Skol Vreizh, 1978
- Ifern yen ha merc'hed klouar, Al Liamm, 1995
- Plac'hedigoù o ler rous, Al Liamm, 1995
- Cheeseburger ha Yod Silet, Al Liamm, 2009
- Traoù nevez, Skol Vreizh, 2013 : priz Sten Kidna 2014
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brestiz o vreskenn, Planedenn, niv. 19, eil emb. Al Liamm, 1986
- Ar gañfarted hag al louarn kamm, An Here, 1989
- Bouklet ha minellet, Al Liamm, 1990
- Liv ruz an hesk, romant kazetenn embannet war Al Liamm da gentañ (e 1996 ha 1997), ademb. Keit Vimp Bev, 2002
- War un ton laou, Skol Vreizh, 2003
- Ar c'hrashoù, Keit Vimp Bev, 2007
- Tonkad kriz Tom Bruise, Al Liamm, 2007
- Ar Grec'hmitouarn, Keit Vimp Bev, 2008
- Diskrap e Skrabyar, Al Liamm, 2015
- Dre faot Fauré, Al Liamm, 2019
Gant skrivagnerien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kaoteriad, Skrid/Mouladurioù Hor Yezh, 1987, dastumad danevelloù gant meur a skrivagner, ennañ div zanevell gant Yann Gerven.
- Pemp dorn d'ar maout, Al Liamm, niv. 357, 2006, romant polis savet asambles gant Frañsez Favereau, Goulc'han Kervella, Stefan Moal ha Filip Oillo.
Pennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Quelques données quantitatives sur les diférences dialectales du vocabulaire breton, Skol Vreizh niv. 50, 1977, pp. 4-10.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roll e bennadoù sinet Yann Gerven war Al Liamm
- Roll e bennadoù sinet Yvon Gourmelon war Al Liamm
- [1] Amañ e komz Yann Gerven diwar-benn perak ez eus kement a zanevelloù e brezhoneg.
- [2] Amañ e komz diwar-benn e vuhez hag ar skrivañ brezhoneg.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Da skouer : Y. Gourmelon, Quelques données quantitatives sur les différences dialectales du vocabulaire breton, Skol Vreizh 50, 1977.