Yann Kersalé

Eus Wikipedia

Yann Kersalé, bet ganet e Pariz d'ar 17 a viz C'hwevrer 1955, a zo un neuzier gall. Implijout a ra ar gouloù evel arzourien all pri pe livioù.

Desavet e voe Yann Kersalé e Douarnenez ha studiañ a reas e Skol an Arzoù-kaer e Kemper e-lech ma tapas e ziplom e 1978.

Kenlabourat a ra gant tisavourien eus ar re vrudetañ: Helmut Jahn evit Sony Center Berlin hag Aerborzh Bangkok, Jean Nouvel evit gwerenneg C'hoarigandi Lyon, Mirdi Branly e Pariz, Louvre Abu Dhabi, Torre Agbar e Barcelona... Gwelet eo bet e oberennoù ivez en Angers, e Bourdel, en Enghien-les-Bains, e Gennevilliers, e Naoned, e Nisa, e Roazhon, e Sant-Nazer, e Bonn, e Bruxelles, e Kopenhagen, e Seoul, e Gres, e Japan, e Luxembourg hag e Portugal.

Un nebeud oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn ofisiel