Wonder Nine

Eus Wikipedia

Wonder Nine (Nav marvailhus) zo un droienn saoznek evit ober anv eus ar pistolennoù damaotomatek kambret e 9 mm Parabellum, pourveziet gant ur c'harger e kolonenn ha dezhe ur blatinenn daou-ober evit an tenn kentañ da nebeutañ, lakaet war ar marc'had adalek ar bloavezhioù 1970 ha 1980 evit ar braz anezhe.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe an droienn gant ar skrivagner amerikan Robert Shimek a oa arbennik war an armoù-tan, ha dont a reas da vezañ implijet-kenañ er c'helaouennoù war an danvez er bloavezhioù 1980 ha 1990. Merkañ a ra emdroadur an armoù-dorn er mare-se : a-raok e veze implijet revolverioù kambret e .38 Special pe .357 Magnum, izel o endalc'h, pe pistolennoù damaotomatek un-ober izel o dalc'had ivez evel ar Colt M1911 (7 kartouchenn en he c'harger). Er bloavezhioù 1970 e tegouezhas war ar marc'had pistolennoù damaotomatek daou-ober uheloc'h o dalc'had ha kambret e 9 x 19 mm. Priziet e voent muioc'h-mui gant an nerzhioù polis tro-dro ar bed. Lesanvet e voent marvailhus abalamour d'o c'haliteoù nevez e-keñver armoù ar rummad kent.

Implijet eo bet a-wechoù an droienn Wonder Nine betek re e bruderezh ar saverien armoù-dorn, hag implijet e vez a-wechoù d'ober goap ouzh an embregerezhioù a implij gerioù pompadus evit deskrivañ armoù ha n'eo ket cheñchet don o mont en-dro abaoe deroù an XXvet kantved.[1] Dizemglev zo war ar mod da renkañ ar pistolennoù savet o framm e polimer evel ar Glock 17 hag e adstummoù : troiennoù evel Plastic fantastics pe Polymer Wonders zo bet ijinet evite.[2]

Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez ar Wonder Nines e c'haller menegiñ an Heckler & Koch VP70 (1970), ar Smith & Wesson Model 59 (1971), ar CZ-75 (1975), ar Star Model 28 (1975), ar Beretta 92 (1976), ar Steyr GB (1981), ar Glock 17 (1982), an FN HP DA (1982), ar SIG Sauer P226 (1984), ar Ruger P85 (1985), ar Walther P88 (1988), an IWI Jericho 941 (1990), ar Vektor SP1 (1992), an Heckler & Koch USP (1993), ar Bersa Thunder 9 (1994), ar Walther P99 (1997) pe ar Steyr M (1999).

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. PRITCHETT Neal, The Wonder nine invasion war ar blog NotPurfect (lennet d'an 13/02/2024)
  2. SODOFSKY Christopher, The Rise of the Wonder Nine war ShootingIllustrated.com, 20/03/2023 (lennet d'an 13/02/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan