HK VP70
Heckler & Koch VP70 | |
---|---|
Ur bistolenn HK VP70 | |
Kinnig | |
Bro | Alamagn |
Doare | Pistolenn damaotomatek, daou-ober nemetken (DAO) |
Mont en-dro | Tenneta dre argil |
Munisionoù | 9 mm Parabellum 9 × 21 mm IMI |
Produer | Heckler & Koch |
Mare produiñ | 1970 - 1989 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,820 kg |
Hirder | 204 mm |
Hirder ar c'hanol | 116 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 50 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 360 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 18 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar VP70 (alamaneg : Vollautomatische Pistole 70, "pistolenn aotomatek penn-da-benn") zo ur bistolenn aotomatek daou-ober nemetken (DAO) bet produet etre 1970 ha 1986 gant an embregerezh alaman Heckler & Koch. Un arm divoutin e oa pa voe kinniget abalamour e oa savet e polimer, un dek vloaz bennak a-raok ar pistolennoù Glock. He mod-tennañ tennadegoù tri zenn pa oa savet he lamm warnañ a lakae anezhañ da vezañ etre ur bistolenn hag ur bistolenn-vindrailher. Ne reas ket berzh war ar marc'had sivil pe hini an armeoù, met digeriñ a reas klas da rummad ar pistolennoù lesanvet Wonder Nine er bloavezhioù 1970 ha 1980.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kinnig a ra ar VP70 daou vod-tennañ : unan damaotomatek klasel, hag unan aotomatek evit tennadegoù tri boled pa vez staget he lamm outi. Al lamm-se a veze kinniget war ar stummoù gwerzhet d'an armeoù hepken (VP70-M)[1]. Uhel eo endalc'h he c'harger, pa c'haller lakaat 18 kartouchenn 9 mm Parabellum ennañ. Evel an holl armoù-dorn dezhe platinennoù daou-ober nemetken eo uhel a-walc'h pouez e zraen evit an tenn kentañ, hag un efed fall en deus war resisted an tennoù[2]. He stumm sivil anvet VP70-Z a ginnig ivez kambriñ kartouchennoù 9 × 21 mm IMI. Gwerzhet e voe un nebeud skouerennoù anezhi da vroioù Azia pe Afrika hepken[1], met dilezet e voe produiñ ar stumm evit an armeoù goude un nebeud bloavezhioù hepken, hag an hini evit ar marc'had sivil e 1989[2].