Mont d’an endalc’had

Winchester Model 52

Eus Wikipedia
Winchester Model 52
Skeudenn ar pennad Winchester Model 52

Ur garabinenn Winchester Model 52C eus 1954
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Produer Winchester Repeating Arms Company
Doare Karabinenn
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù .22 Long Rifle
Mare krouidigezh 1918 - 1919
Mare produiñ 1920 - 1980
Niver produet 125.419
Pouez ha muzulioù
Mas 3,3 - 5,9 kg
Hirder 1.000
1.100 mm
Hirder ar c'hanol 610 mm
710 mm
Perzhioù all
Endalc'h Karger-fiñv 5 pe 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Winchester Model 52 zo ur garabinenn-vorailh produet adalek 1920 gant an embregerezh stadunanat Winchester. E-pad un hanter-kant vloaz bennak e voe implijet kalz e bed ar sportoù tennañ.

E-pad ar Brezel-bed Kentañ e oa bet kustumet ar soudarded d'ober gant armoù-skoaz dezhe ur blatinenn-vorailh. Fellet a rae ivez d'an arme stadunanat lakaat hec'h izili da bleustriñ war an tennañ gant armoù bihan o c'halibr[1]. E 1918, an embregerezh Winchester a c'houlennas gant daou eus e ijinourien, Franck Burton ha Thomas Johnson, sevel ur garabinenn-vorailh kambret e .22 Long Rifle. E 1919 e voe implijet c'hwec'h pimpatrom eus an arm nevez, anvet da gentañ G22R, en ur genstrivadeg tennañ e Camp Perry (Ohio). Berzh a rejont en ur c'hounit pemp amprouenn hag al Lord Dewar Cup. Lesanvet e voe an arm King of the .22s (roue an .22) ha produet e voe adalek 1920 gant Winchester, dindan an anv Model 52[2].

Daou zoare Model 52 a gaved, an eil (anvet Target) hiroc'h e ganol evit egile (Sporter). Pevar stumm nesañ a voe eus ar Model 52, anvet eus A da D, dezhe meur a adstumm. Un arm resis ha fiziapl e oa, ha 125.419 skouerenn anezhañ a voe produet betek 1980[2]. Er bloavezhioù 1970 e voe dilezet tamm-ha-tamm abalamour d'e briz ha da gevezerezh merkoù evel Anschütz war marc'had an armoù-kenstrivadegoù evit ar sportoù tennañ. E-touez an 50 arm-tan hiniennel gwellañ en Istor eo bet renket ar Model 52 gant ar magazin Field & Stream e 2024[3].

  1. (en) ROCKETTO Hap, A History of the United States National Outdoor Smallbore Rifle Championships 1919-2010 (pellgargañ), labour war istor ar c'henstrivadegoù tennañ e SUA kaset evit an NRA, 2010, p.6 (lennet d'an 03/10/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (en) VON BENEDIKT Joseph, Winchester Model 52 Review, Shooting Times, 20/07/2020 (lennet d'an 03/10/2024)
  3. (en) PETZAL David E., The 50 Best Guns Ever Made, Field & Stream, 25/06/2024 (lennet d'an 03/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan