Mont d’an endalc’had

Wikipedia e brezhoneg

Eus Wikipedia
Wikipedia e brezhoneg
Wikipedia language edition
Deiziad krouiñ2004 Kemmañ
Anv ofisielWikipedia e brezhoneg Kemmañ
Perc'hennet gantWikimedia Foundation Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvbrezhoneg Kemmañ
OberataerWikimedia Foundation Kemmañ
Produholloueziadur enlinenn Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://br.wikipedia.org/ Kemmañ
Aotre-implijoutCC BY-SA 3.0, GNU Free Documentation License Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourcopyrighted Kemmañ
API endpoint URLhttps://br.wikipedia.org/w/api.php Kemmañ
Kod yezh Wikimediabr Kemmañ

Wikipedia e brezhoneg, pe ar Wikipedia brezhonek, zo bet krouet e miz Mezheven 2004 e peurunvan.

D'an 22 a viz Ebrel 2024 e oa 86 233 pennad boulc'het ennañ ha 78 913 implijer enrollet.

16,58 % (Miz Even 2024) eo notenn an holloueziadur digor e brezhoneg e-keñver ar 1000 pennad diazez a rankfed kaout war an holl wikipediaoù evit krouiñ ur gwir holloueziadur.

D'an 22vet a viz Even 2004 e voe krouet stumm brezhonek ar Wikipedia gant ar Saoz Robert Neal Baxter, a oa kelenner e Skol-veur Vigo e Galiza. Sioul e oa kroget an traoù gant un dek pennad bennak. Er bloaz 2005 e krogas an traoù da vat. Lod eus skridaozerien[1] ar Wikipedia brezhoneg, evel Fulup Jakez, a laboure en Ofis ar brezhoneg.

D'ar 26vet a viz C'hwevrer 2005[2] e voe digoret an Ti-Chopin, ar bajenn e-lec'h m'emañ renket dre sizhun an eskemmoù, kemennadennoù an Diazezadur Wikimedia, evezhiadennoù ar verourien, hag an tabutoù, a-wezhioù, diwar-benn an endalc'h, kudennoù yezh. E-touez an tabutoù pennañ eo bet an doare-skrivañ, met dibabet eo bet ar skritur peurunvan evit aesaat al lenn hag ar skrivañ d'an nevezvrezhonegerien desket ganto ar yezh er skol. Bet ez eus eskemmoù war an doare da dreiñ ar ger-mañ-ger. Goude tabut ha mouezhiadeg ez eo bet diuzet ar ger holloueziadur e miz Meurzh 2006, da erlec'hiañ ar ger kelc’hgeriadur, diwar an abeg ez eo hemañ diwezhañ re ziaes da zistagañ ha re dost ouzh ar ger geriadur. Nac'het e voe an droienn añsiklopedi, rak re dost e oa ouzh ar galleg. Adanvet e voe pajenn an Ti-chopin An Davarn un degad bloavezhioù goude.

D'an dek a viz Ebrel 2005 e voe savet ar bajenn evit kontañ emdroad ar Wikipedia brezhonek, deiz goude deiz e stumm an Wikipedia:Deizlevr, met ne badas ket ar bouetaat.

Etre an 12vet a viz Eost hag an 11vet a viz Du 2005 e voe brezhonekaet an etrefas (e galleg e oa bet betek neuze). E Du 2005 e oa 650 pennad hag ar Wikipedia brezhonek e oa ar 74vet diwar 171 a yezhoù.

Ar verourien gentañ a voe ur steward eus Bro-Japan ha ne ouie ket brezhoneg, hag un implijer eus ar mare ma oa ar wiki er gorer c’hoazh, tennet ar statud digantañ abalamour d’e emzalc’h. D'ar 6 a viz C'hwevrer 2006 e voe kinniget d'ar Wikipedourien un dilennadeg evit dibab ar verourien gentañ, 3 a voe dilennet. Ur miz goude e voe tizhet niver ar 4 970 pennad hag e pignas al lec'hienn d'an 50vet plas.

Korpus brasañ an testennoù e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an enklaskerez war ar yezhoniezh, Mélanie Jouitteau, ez eus un diouer spontus a destennoù brezhonek a c'heller implij evit an enklask skolveuriek a ren-hi e Skol-veur Pariz-Nanterre ken ez eo ar Wikipedia brezhonek an hini vrasañ eus ar mammennoù brezhonek frank a wirioù, hag int rouez a-walc'h, koulz evit ma vo savet gant Google troerioù emgefre, koulz hag evit bouetaat reizhiadoù an naouegezh alvezel. Asambles gant ar c'horpusoù all, e n'eus forzh peseurt brezhoneg e ve, e servijint da virout un dazont evit ar yezh.

Ingal e vez meneget ar Wikipedia brezhonek e lod eus ar mediaoù.

2016

En ur pennad embannet gant Ouest-France d'an 29 a viz Eost 2016 e oa lakaet ar gaoz diwar-benn ur strollad Wikipedourien a oa boas d'en em vodañ en ostaleri Les Mille Potes e Roazhon evit labourat. Pa oa 9 den war al luc'hskeudenn e voe dispaket anvioù Nicolas ha Pierre-Yves o skrivañ er Wikipedia brezhonek, 60 000 daveenn ennañ er mare-se.

Pierre-Yves a gemeras skouer pennadoù diwar-benn ar c'hoarierien echedoù a zo bras o astenn. Resisaat a reas ivez : « E kêrioù zo, n'eus ket kalz a emgavioù etre ar Wikipedourien. Un afer a bersonelezhioù pe stagidigezh ouzh ar rannvro moarvat ». "Digavailh ar C'hornôg"[3] e oa anv ar strollad[4].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Implijer" a vez graet eus pep den enrollet hag ur bajenn ginnig a zo prientet ez-automatek ha prest da vezañ aozet gantañ.
  2. En deiz-se, al lec'hienn a oa bouetaet gant 4 pe 5 den reoliek hag e oa 56 pennad enni nemetken.
  3. (fr) La Non-Cabale de l'Ouest.
  4. Marie Desrumaux : Ils écrivent pour le site du Wikipedia en Bretagne'Ouest-France, 29/08/2016. Kavet : 24 Ebr 24.