Wikipedia e brezhoneg

Eus Wikipedia
Logo an holloueziadur Wikipedia e brezhoneg.

Wikipedia e brezhoneg, pe ar wikipedia brezhonek, zo bet krouet e miz Mezheven 2004 ha savet eo e peurunvan. D'ar 24 a viz Eost 2023 e oa 83 188 pennad boulc'het ennañ. 74 578 implijer a zo enrollet.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm brezhoneg ar Wikipedia a zo bet krouet e miz Even 2004, gant ar saoz Robert Neal Baxter, kelenner Skol-veur Vigo e Bro-Spagn. Sioul e oa kroget an traoù gant un dek pennad. Er bloaz 2005 e krogas an traoù da vat. Lod eus skrivagnerien ar wikipedia brezhoneg, evel Fulup Jakez, a laboure en Ofis ar brezhoneg.

Tabut a zo bet met choazet eo bet ar skritur peurunvan, evit aesaat al lenn hag ar skrivañ d'an nevezvrezhonegerien desket ganto ar yezh er skol.

En 2005, al lec'hienn a oa bouetaet gant 4 pe 5 den reoliek nemetken. Bet ez eus bet eskemmoù war ar penaos treiñ ger-mañ-ger. Goude tabut ha vot eo bet choazet ar ger holloueziadur e Meurzh 2006, o erlec'hiañ ar ger kelc’hgeriadur, gwelet evel re ziaes da zistagañ ha re dost diouzh ar ger geriadur. An droienn añsiklopedi a zo nac'het rak re dost diouzh ar galleg.

An eskemmoù etre izili a vez graet war ar bajenn Ti-chopin, bet adanvet An Davarn abaoe.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]