Wikipedia:Pennadoù mat

Eus Wikipedia

Gant ar bajenn-mañ e klasker renabliñ ar pennadoù mat war Wikipedia e brezhoneg.

Mar en em gavit er Wikipedia brezhonek gant ur pennad a seblant deoc'h bezañ savet mat, e c'hallit ouzhpennañ anezhañ amañ. Un implijer all a c'hello adwelet ar c'hinnig ha lakaat ar pennad da vezañ mat ma touj da griterioù ur pennad mat displeget pelloc'h dindan. Ma n'emañ ket a-du e c'hello displegañ e soñj amañ ha pep hini a c'hello embann ar pezh a soñjont.

E keñver pennadoù eus an dibab avat, n'eo ket peurvat c'hoazh ur pennad mat: tu zo d'e wellaat, d'e astenn, d'e glokaat, h.a. Al live "Pennad mat" a c'hell bezañ ur paz davet tapout ar meneg "Pennad eus an dibab".

Ur pennad mat a rank doujañ d'un nebeud pennaennoù displeget amañ :

C'hwec'h kriter ar pennad mat

Ur pennad mat zo :

  1. Skrivet brav :
    1. Sklaer eo an destenn, kompren a reer buan, tout an dud a c'hell kompren. Skrivet eo diouzh reolennoù yezh ar brezhoneg, hag e peurunvan ;
  2. Gwiriekaat a c'heller ober, ha n'eus tamm enklask nevez ebet.
    1. Ul listennad mammennoù zo, kinniget sklaer.
    2. An arroudennoù zo bet tapet diwar mammennoù sirius, ha pa vije kaozioù un den, stadegoù, embannoù kontrol d'ar pezh a ouezer hag a c'hell bezañ tabutet peotramant danvez diwar-benn an dud bev c'hoazh. Ar pennadoù skiantel a rankfe heuliañ penn-reolennoù embann ar skolioù-meur ;
    3. Ne'z eus ket a enklask nevez ;
    4. N'eo ket bet torret reolennoù ar c'hopyright ha n'eus ket bet a fripiñ (laeret danvez enklaskoù unan bennak hep menegiñ eus a belec'h e teu) ;
  3. Ledan e chom an dachenn :
    1. Kaoz a zo eus perzhioù pennañ ar sujed ;
    2. Chom a ra koñsañtret war ar sujed hep mont re dre ar munut (a c'hello bezañ danvez ur pennad all).
  4. Neptu : skeudennet eo ar savboentoù en ur mod feal, hep bezañ biziezet, o lakaat kempouez etrezo.
  5. Stabil : ne cheñch ket kalz a zeiz da zeiz abalamour m'emañ war ar stern c'hoazh peotramant ez eus ur brezel-embann pe tabut warnañ.
  6. Skeudennaouet, ma c'heller, gant a-bep seurt mediaoù : skeudennoù, video, son.
    1. Kinniget eo ar mediaoù gant statud o c'hopyright ;
    2. Gwiriekaet eo hag-eñ e c'heller implijet anezho ;
    3. Klotañ a ra ar mediaoù ouzh danvez ar pennad, hag alc'hwezet mat int.

Ur wech dilennet ur pennad da bennad mat, e vo ouzhpennet ennañ ar patrom {{Pennad mat}} e traoñv ar bajenn:

Anvet eo bet ar pennad-mañ da bennad mat dre ma tegas brud vat da Wikipedia, an holloueziadur frank, hollvedel ha digoust.

Evit gouzout hiroc'h, sellit ouzh roll ar pennadoù mat.

Hag ar steredenn Ur pennad mat eo hemañ. mañ dre ar patrom: {{Steredenn pennad mat}}. Ar steredenn a ya drezi hec'h-unan en tu dehou, e laez ar bajenn.

0,1% eus ar pennadoù a zo "mat", a geidenn, war ar wikipediaoù dre vras.

Roll ar pennadoù (hag ar porchedoù) mat war ar wikipedia brezhonek[kemmañ ar vammenn]

Kinnigoù pennadoù mat[kemmañ ar vammenn]

An neb a fell dezhañ/i a c'hell lakaat pennadoù war ar renk evit bezañ anvet evel pennadoù mat. Lakait hoc'h ali, mar plij. Ur wech ma vo un ali sklaer a-berzh ar gumuniezh (d'an nebeutañ 5 ali a-du, hep enebadur kreñv) e tapo ur pennad steredenn wenn ar pennadoù mat. Mod all e vo diellaouet gant ur merour goude pemp ali enebet.

Pa kinnigit ur pennad evit bezañ anavezet evel mat, lakait ar patrom-mañ e traoñ ar bajenn: Patrom:KinnigPM.

Leonardo da Vinci[kemmañ ar vammenn]

Un tamm labour a vije d'ober da wellaat ar yezh. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 08:55 (UTC)[respont]
Me 'zo a-du ez eo ar pennad mat. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]
KALZ labour a vije d'ober da wellaat ar yezh. N'eo ket mat ar pennad c'hoazh. --Katolik Breizh 10 Gou 2010 da 19:37 (UTC)[respont]
Seizh vloaz goude n'eo ket bet gwellaaet ar yezh c'hoazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Meu 2014 da 12:01 (UTC)[respont]

Johann Sebastian Bach[kemmañ ar vammenn]

Mat e vo pa vo bet reizhet hag eeunaet ar yezh: n'eo ket trawalc'h treiñ ur pennad, ret eo e vije komprenet gant al lennerien. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 09:38 (UTC)[respont]
Seblantout a ra bezañ mat ar pennad. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]
Ar wirionez a zo gant Bianchi. N'eo ket mat ar pennad c'hoazh. Bez' ez eus re a fazioù ; ret eo da veur a draig bezañ reizhet. --Katolik Breizh 10 Gou 2010 da 22:49 (UTC)[respont]

Ludwig van Beethoven[kemmañ ar vammenn]

Me ivez gav ez eo ur pennad mat.
Fall a-walc'h ar yezh. Bianchi-Bihan 15 Meu 2011 da 05:01 (UTC)[respont]

Stanley Kubrick[kemmañ ar vammenn]

Mat e vo pa vo bet reizhet ar yezh. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 09:38 (UTC)[respont]
Danvez dedennus ha frammet mat, gant un tamm kempenn d'ar yezh (evel am eus klasket ober) e vo dellezek eus ar meneg. Jañ-Mai 16 Gen 2008 da 10:21 (UTC)[respont]
N'ouzon ket ma 'z eo bet reizhet penn-da-benn, met mat eo. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]

Impalaeriezh otoman[kemmañ ar vammenn]

A-du ganit. Bianchi-Bihan 27 Kzu 2007 da 04:25 (UTC)[respont]

Kafe[kemmañ ar vammenn]

Porched:Japan[kemmañ ar vammenn]

Me gav eo savet mat ha brav met ur bern pennadoù a vank. Da sevel da gentañ. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]

Porched:Revelezh[kemmañ ar vammenn]

Porched:Ar bed sinaat[kemmañ ar vammenn]

Memes ali eget evit hini Japan. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]
Ali gant kement-se ; gwellaet c'hoazh eo bet ar porched e 2011 ; n'eus bet divizet netra abaoe ar 16 a viz Kerzu 2007, eizh vloaz zo ! – Rudlamot (kaozeal) 19 Kzu 2015 da 21:53 (UTC)[respont]

Porched:Lennegezh[kemmañ ar vammenn]

Brav mat eo. Mankout a ra listenn ar pennadoù evit e glokaat. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]

Porched:Lennegezh vrezhonek[kemmañ ar vammenn]

Daoust ha ret eo meskañ porchedoù ha pennadoù? Kavout a ra din n'eo ket memes tra. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 17:23 (UTC)[respont]
Tamm-pe-damm ar memestra eget porched al lennegezh

Alamagn[kemmañ ar vammenn]

A-du --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]

Iran[kemmañ ar vammenn]

Klok eo. Marteze e vefe mat lakaat an titouroù nevez ivez. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]

Atom[kemmañ ar vammenn]

Pennad kentelius ha sklaer war un dro. Dellezek a vezañ garedonet. Jañ-Mai 13 C'hwe 2008 da 14:35 (UTC)[respont]
N'am eus ket a ali resis war ar pennad. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]

Deiziadur gregorian[kemmañ ar vammenn]

Ne seblant ket fall, met betek reiñ ar meneg ? N'on ket sur. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]

Te[kemmañ ar vammenn]

Diorroet mat eo. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]

Unix[kemmañ ar vammenn]

Lakaet a gostez :

An Ao. Bianchi-Bihan na vot nemet pa na vez ket kinniget ur pennad ganin. Nag un emzalc'h trist! Benoni (Kaozeadenn) 22 C'hwe 2008 da 15:01 (UTC)[respont]
Tagadenn bersonel a live izel, ken izel ... met digastiz ur wech ouzhpenn evel-just.
E-barzh wikipedia:pajenn gaozeal (ha n'anavezet ket moarvat) eo skrivet: bezañ pozitivel. Gallout a rafes, n'ouzon ket, lavarout ... ne votan nemet a-du ganit? Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 17:39 (UTC)[respont]
N'eo ket un dagadenn. Un evezhiadenn eo nemetken. Benoni (Kaozeadenn) 22 C'hwe 2008 da 17:45 (UTC)[respont]
...un "evezhiadenn" (sic) ha n'he deus lec'h ebet amañ.
Do not make personal attacks anywhere in Wikipedia. Comment on content, not on the contributor. Sklaer eo ar reolenn (hag an dagadenn) d'an holl... pe dost. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 17:53 (UTC)[respont]

Primo Levi[kemmañ ar vammenn]

Danvez savet diwar lenn an oberennoù ha pennadoù ar pemp wikipedia all ( italianek, gallek, saoznek, spagnolek). Bianchi-Bihan 6 Mae 2007 da 16:58 (UTC)[respont]

  • Gortoz!  Ur pennad savet mat eo a dra sur, met skrivet en un doare un tammig sec'h (dreist-holl ar rannbennad "buhez") evit ma vije lakaet diouzhtu da pennad a-feson, d'am menoz. Un tammig labour kempenn a chom eta d'am soñj evit ma vefe plijusoc'h da lenn. Da ginnig marteze evel "pennad mat" kentoc'h evit ar mare... Benoni (Kaozeadenn) 13 Eos 2007 da 13:35 (UTC)[respont]
  • Dibaoe tost da 9 viz emañ ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anvet da bennad eus an dibab. N'eus bet den ebet betek poent o vont a-du gant ar c'hinniger. Ma na vez ali sklaer ebet a benn ar 6 a viz C'hwevrer, e vo kaset ar c'hinnig-mañ war listenn ar pennadoù war ar renk evit bezañ anvet da bennad mat. Benoni (Kaozeadenn) 2 C'hwe 2008 da 22:19 (UTC)[respont]
  • Adlakaet ganin war roll ar pennadoù eus an dibab. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 04:44 (UTC)[respont]
N'eo ket fall ar pennad, met ret 'vefe e glokaat un tamm. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]
Din eo mat evel-se.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)[respont]
Tri bloaz goude, petra nevez? Bianchi-Bihan 3 C'hwe 2010 da 15:22 (UTC)[respont]
Prest eo an traoù da vont war-raok, met n'eo ket bet divizet diwar peseurt "kriterioù" a vefe ezhomm evit dibab ur pennad, ha ne ro den e ali. Me ne c'helan ket ober kalz tra. Ha divizout a rafen va unan ? Ne gavfen ket-se reizh... --Y-M D 3 C'hwe 2010 da 16:23 (UTC)[respont]

Marc'harid Charlez[kemmañ ar vammenn]

Ya pennad mat. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]
Ya.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)[respont]

Mirdi brezhonek Caravaggio[kemmañ ar vammenn]

Ya perak pas, klok e seblant bezañ. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]
Ya.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)[respont]

Venus Kallipygos[kemmañ ar vammenn]

A-du. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]
Me ivez.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)[respont]

Mirdi brezhonek Paul Gauguin[kemmañ ar vammenn]

Tremen 100 taolenn ennañ. Re all a vo c'hoazh moarvat. Bianchi-Bihan 18 Meu 2008 da 23:11 (UTC)[respont]

Ya klok eo. A-du on. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]
Ya.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)[respont]



Porched:Breizh[kemmañ ar vammenn]

Me gav ez eo brav ha klok ar porched-mañ. --Y-M D 23 Her 2009 da 20:57 (UTC)[respont]

Porched:Izelvroioù[kemmañ ar vammenn]

Din-me e chom re a draoù skrivet e ruz evit poent.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)[respont]

Moudenn-gastell[kemmañ ar vammenn]

Setu ur pennad savet a zoare hag a zo bouetet mat, skeudennaouet hag all. Marteze e vefe posupl kinnig evit ma vefe eus an dibab zoken. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]

A-walc'h a zo e-barzh evit lakaat ar pennad-mañ da vezañ ur "pennad mat". Lekemok (kaozeal) 28 C'hwe 2013 da 22:06 (UTC)[respont]

Mícheál Ó Coileáin[kemmañ ar vammenn]

Ar pennad-mañ a seblant din bouetet mat ha klok. --Y-M D 30 Her 2009 da 17:09 (UTC)[respont]

Boued zo e-barzh, met ret e vefe kempenn ar yezh. --Llydawr 3 C'hwe 2010 da 17:14 (UTC)[respont]
Seblant a ra klok din-me. Lekemok (kaozeal) 28 C'hwe 2013 da 22:06 (UTC)[respont]



Pennadoù ha ne c'hortozer nemet ur merour dihun d'o lakaat da "bennadoù mat"[kemmañ ar vammenn]

Din, gant teir mouezh a-du dreist ar re a-enep, eo mat ar pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 12:09 (UTC)[respont]

Anne Frank[kemmañ ar vammenn]

Mat a-walc'h da vezañ kinniget. Bianchi-Bihan 31 Meu 2008 da 18:04 (UTC) A-du on evit ma vefe roet d'ar pennad ar meneg, met un tamm labour a chom goude memestra. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)[respont]

Mat eo din evel-se.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)[respont]
Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)[respont]

2022[kemmañ ar vammenn]

Ar pennad Anne Frank a oa bet kinniget da bennad mat e 2008. E 2022, daoust hag e touj da bennaennoù ur pennad mat ?

  1. Skrivet brav : YA, din-me.
  2. Gwiriekaat a c'heller ober, ha n'eus tamm enklask nevez ebet. Patrom:Ket, daveoù e-liamm ouzh an destenn a-vank peotramant ul listennad mammennoù liesseurt.
  3. Ledan e chom an dachenn : YA
  4. Neptu : skeudennet eo ar savboentoù en ur mod feal, hep bezañ biziezet, o lakaat kempouez etrezo. YA
  5. Stabil : ne cheñch ket kalz a zeiz da zeiz abalamour m'emañ war ar stern c'hoazh peotramant ez eus ur brezel-embann pe tabut warnañ. YA
  6. Skeudennaouet, ma c'heller, gant a-bep seurt mediaoù : skeudennoù, video, son. YA

Dre vras eo savet mat ar pennad, nemet hiraet e c'hellje bezañ, din-me, lakaat muioc'h a vammennoù, ul levrlennadur, hag un infoboest a-feson. Petra a soñjoc'h ? -- Lekemok (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 22:04 (UTC)[respont]

Berlin[kemmañ ar vammenn]

Kinniget da bennad eus an dibab kentoc'h. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:42 (UTC)[respont]

Mat e vefe kaout soñj tud all, gwelloc'h e kavan chom hep mouezhiañ evit poent peogwir eo bet klokaet ganin.--Ex-Smith 29 Her 2009 da 10:52 (UTC)[respont]
Cheñchet em eus an digoradur, ha difaziet tost pep tra. --90.12.90.244 10 Gou 2010 da 20:30 (UTC)[respont]
Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)[respont]

2022[kemmañ ar vammenn]

E 2009 e oa bet lakaet pennad Berlin war ar renk da vont da bennad mat. Hag e 2022 ?

  1. Skrivet brav : YA
  2. Gwiriekaat a c'heller ober, ha n'eus tamm enklask nevez ebet. YA, kentoc'h.
  3. Ledan e chom an dachenn : YA
  4. Neptu : skeudennet eo ar savboentoù en ur mod feal, hep bezañ biziezet, o lakaat kempouez etrezo. YA
  5. Stabil : ne cheñch ket kalz a zeiz da zeiz abalamour m'emañ war ar stern c'hoazh peotramant ez eus ur brezel-embann pe tabut warnañ. YA
  6. Skeudennaouet, ma c'heller, gant a-bep seurt mediaoù : skeudennoù, video, son. YA

Solut eo an diazez amañ, marteze e vije brav lakaat ul levrlennadur ouzhpenn, ha bezañ asur da nevesaat ar sifroù bep an amzer. Din-me ez eus trawalc'h d'ober ur pennad mat anezhañ. -- Lekemok (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 22:10 (UTC)[respont]

Franz Kafka[kemmañ ar vammenn]

Diorroet mat eo ar pennad. --Y-M D 2 Du 2009 da 14:55 (UTC)[respont]

Boued zo, klok eo din-me. A-du on. Lekemok (kaozeal) 28 C'hwe 2013 da 22:06 (UTC)[respont]
Ya. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 12:09 (UTC)[respont]
Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)[respont]

E 2022[kemmañ ar vammenn]

Kinniget e oa bet da bennad mat e 2009. Ha bremañ ?

  1. Skrivet brav : YA
  2. Gwiriekaat a c'heller ober, ha n'eus tamm enklask nevez ebet. Patrom:Ket, daveoù hag ul levrlennadur a vank.
  3. Ledan e chom an dachenn : YA
  4. Neptu : skeudennet eo ar savboentoù en ur mod feal, hep bezañ biziezet, o lakaat kempouez etrezo. YA
  5. Stabil : ne cheñch ket kalz a zeiz da zeiz abalamour m'emañ war ar stern c'hoazh peotramant ez eus ur brezel-embann pe tabut warnañ. YA
  6. Skeudennaouet, ma c'heller, gant a-bep seurt mediaoù : skeudennoù, video, son. YA, met gwellaat a c'heller ober.

Un nebeud labour a chom din-me, war-zu al levrlennadur ha daveoù liammet ouzh tammoù resis un destenn. Met solut eo an diazez. -- Lekemok (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 22:14 (UTC)[respont]

Dispac'h Greantel[kemmañ ar vammenn]

Ar pennad-mañ a seblant din mat. Kinniget a oa bet ouzhpennañ anezhañ war ar bajenn-se evit votiñ, graet eo bet. --Lekemok (kaozeal) 4 Du 2012 da 09:56 (UTC)[respont]

Lakaet hiziv ur banellig war ar bajenn evit diskouez e oa bet lakaet war ar roll.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 13 Du 2012 da 19:34 (UTC)[respont]
Pennad mat din. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2013 da 12:09 (UTC)[respont]
Mat eo din. --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2013 da 15:58 (UTC)[respont]

E 2022[kemmañ ar vammenn]

Kinniget em boa ar pennad-se da bennad mat e 2012. Hag unan a c'hellje respont d'an nebeud goulennoù da heul da welet hag-eñ e chom ur pennad mat hiziv ? -- Lekemok (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 22:18 (UTC)[respont]

  1. Skrivet brav :
  2. Gwiriekaat a c'heller ober, ha n'eus tamm enklask nevez ebet :
  3. Ledan e chom an dachenn :
  4. Neptu : skeudennet eo ar savboentoù en ur mod feal, hep bezañ biziezet, o lakaat kempouez etrezo :
  5. Stabil : ne cheñch ket kalz a zeiz da zeiz abalamour m'emañ war ar stern c'hoazh peotramant ez eus ur brezel-embann pe tabut warnañ :
  6. Skeudennaouet, ma c'heller, gant a-bep seurt mediaoù : skeudennoù, video, son :

Roll Faraoned Egipt[kemmañ ar vammenn]

Ur mell labour a-zoare, a zo talvoudus evit al likezidi hag ar studierion pa zispleg dre daolennoù un Istor hir. — 2.13.214.63 18 Meu 2015 da 19:37 (UTC)[respont]

Sellet ivez ouzh[kemmañ ar vammenn]