Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 19, bloaz 2010
10/05/2010 — 16/05/2010
Patrom e kelc'h
[kemmañ ar vammenn]Marteze e c'hallo unan bennak sikour ac'hanon da gempenn ar patrom :[[1]] pe eilañ ha treiñ an hini saoznek : [2] --Ex-Smith 10 Mae 2010 da 13:39 (UTC)
- Llydawr en deus graet un tamm kempenn. Ha klasket 'peus adimplijout ar patrom abaoe ? Marteze eo mat bremañ. Ma n'eo ket lavar din hag e klaskin teurel ur sell. A galon --Y-M D (kaozeal) 15 Mae 2010 da 16:14 (UTC)
- O paouez klask implijout anezhañ er pennad Spider-Man emaon, met ne ya ket en-dro. Ne gomprenan ket petra a ya a-dreuz ennañ. Pa lakaan anezhañ er pennad e teu war-wel evel-henn : "patrom raktres infobox"--Ex-Smith 15 Mae 2010 da 16:28 (UTC)
Wikipedia brezhonek war F3
[kemmañ ar vammenn]Kaoz 'zo bet war keleier F3 Roazhon dec'h da noz eus ar Wikipedia brezhonek e-skeud ar Redadeg.--Trec'hlid mitonet 11 Mae 2010 da 10:55 (UTC)
- Gwelet 'm eus ivez e oa bet kaoz eus Wikipedia brezhonek, traoù vat a zo bet lavaret. --Y-M D (kaozeal) 14 Mae 2010 da 21:01 (UTC)
Ne gomprenan ket perak e vez graet gant al lizherenn q evit pennadoù evel niqab ha burqa. Din da c'houzout n'eus ket anvioù divoutin anezho, gellout a reer o skrivañ bourka (a zo meneget er pennad) ha nikab neuze, pe doareoù all hep implij ul lizherenn n'eus ket anezhi e brezhoneg; petra soñj deoc'h ? --Moran 12 Mae 2010 da 14:34 (UTC)
- Savet em eus ar pennad comic, ha koulskoude ne gaver ket al lizherenn c hec'h-unan e brezhoneg. --Ex-Smith 12 Mae 2010 da 16:10 (UTC)
An diforc'h o vezañ eo comic ar ger orin, e saozneg, padal n'eo ket bet titlet نِقاب pe برقع ar pennadoù. Keit ha treuzskrivañ gerioù eus ul lizherenneg all e c'hellfer en ober gant hon hini, a soñj din (o c'houzout e vez implijet burka, burkha, hag all e yezhoù all). Ma vez dibabet burqa, perak ket Qur'an [3] ? Hag evit c'hoarzhin un tammig, and add insult to injury, ez eus ur pennad war hor wiki-ni diwar benn an treuzlizherennadur arabek e brezhoneg, a ra gant k evit ﻕ (qāf) ha ﻙ (kāf) ne vern penaos --Moran 12 Mae 2010 da 16:34 (UTC)
- Pa vez gerioù ha n'int ket degemeret da vat en hor yezh (evel camembert, pizza, angstrøm, base-ball...) e c'heller ober gant lizherennoù dibar evel m'eo meneget gant R. Hemon en e yezhadur (p.13) «Yezhoù all a ra ivez gant C (...), Q (...), X (...). Ni ne implijomp anezho nemet a-wechoù en anvioù estren» pe c'hoazh F. Kervella (Yezhadur, p. 9 «Er skritur e vo gellet kejañ ivez ur wech an amzer gant lizherennoù estren evel C, Q, X...». E-barzh Geriadur an Here e vez kavet gerioù evel hacienda, cow-boy, corrida... Ha ne vo ket distaget base-ball evel ma vefe lennet brezhoneg, ha kavout a ra din e c'heller degemer burqa, niqab (skrivadurioù gouiziek moarvat), evel ma skriver ivez T-shirt, sweat-shirt, aqvavit, keffieh pe squaw...
- Evit a sell an treuzlizherennadur arabek, eo skrivet mat ez eo ur c'hinnig, ha n'eo bet savet ar c'hinnig-se nemet gant un den.--Trec'hlid mitonet 12 Mae 2010 da 17:05 (UTC)
Gouzout a ran mat, n'am eus ket lavaret e oa direizh comic pe forzh pe c'her all, hogen emaomp o kemer ur ger diwar ul lizherenneg all, a aotre meur a dreulizherennadur; ne welan ket perak e rankfe ar brezhoneg ebarzhiañ un treuzlizherennadur a zo bet gaet gant ur yezh all, dreist holl pa vez lod all a zo reizh hervez reolennoù skritur ar brezhoneg. An arabed ne skrivont ket burqa, peogwir e skrivont برقع ! Evit ar pezh a sell eus ar c'hinnig, ya, ur c'hinnig eo, merzet am eus, met unan graet e 2006 ha chomet digemm daoust d'ar gaozeadenn. Met ne fell ket din chikanañ, hañ, n'eo ket ar pal, soñjal a ra din hepken e vefe kerkoulz deomp ober gant hol lizherenneg pa vez tu, pe kaout reolennoù splann d'an nebeutañ (ha lakaat Qoran da ditl ar pennad-se neuze, dre m'eo ur "qāf" ivez) --Moran 12 Mae 2010 da 17:25 (UTC)
- Ur gaoz evel-se am eus bet gwelet n'eus ket gwall bell dija diwar-benn ar flamenco hag ar flamenko (un euzh din). D'am soñj eo reizh, yac'h, ha dereat, d'ar vrezhonegerien kaozeal hag arguzenniñ diwar-benn o yezh ha penaos he skrivañ, hep en em zrailhañ. Ha mat e vez d'an holl gwelout ez eus ouzhpenn un ali hag estroc'h eget o hini. Goude-se avat eo ret klask un diskoulm. D'am soñj n'eo ket ret d'ar wikipedia diskoulmañ pep kudenn atav, hagen un doare hepken, met kinnig dibaboù dereat. Ken dereat e kavan burqa evel bourka, ha meneget eo an daou stumm amañ. Koran zo anavezet dija en hor yezh, met ne vijen spontet gant Qoran ouzhpenn, nemet karout a rafen gwelout an daou stumm er pennad neuze.
- Kavout a ra din n'eo ket fall merkañ orin ar gerioù en o daore-skrivañ: Cuba, Iraq, ha ne welan ket perak e vije mat evit t-shirt hepken, hag a gavan gwelloc'h skrivañ t-icheurt, pe krez-te. Onest ha dereat e kavan merkañ eo savet an treuzlizherennadur arabek gant un den, ul labour a-feson n'eus forzh penaos, na posul e vije kavet si ennañ (hini ebet betek poent, un tamm souezhus marteze met arabegerien n'eus ket kalz dre amañ) . Dre an implij e vo gwelet ha talvoudus eo. Chom a ra da c'houzout pet implijer o deus un ali da reiñ diwar e benn. Bianchi-Bihan 12 Mae 2010 da 21:58 (UTC)
Da'm soñj eo simpl hag eeun an diskoulm, gallout a reer ober gant stummoù brezhonekaet pa vezont degemeret mat er yezh (pa blegont d'ar yezhadur (kemmadurioù, liester...), d'an distagadur..., hag e vezont komprenet hep poan nag amjestregezh gant ar braz eus an dud. Ober gant skrivadurioù orin pe boas er yezhoù all evit ar gerioù divoas. Da sk. pa zebro an holl sushi, pa vo lavaret ur souchienn, e vo gallet skrivet souchi. Hag evit distreiñ d'ar Q; n'eo ket gwall afer al lizherenn-se pa'z eo dizimplij e brezhoneg. Pa soñjer mat eo gwashoc'h al lizherennoù a orin estren o deus ur son all, evel j kastilhanek, pe ch pe gl italianek...--Trec'hlid mitonet 14 Mae 2010 da 15:31 (UTC)
D'an dud desket da welet: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Redadeg_2010&action=historysubmit&diff=729868&oldid=729295 . Bianchi-Bihan 14 Mae 2010 da 14:36 (UTC)
- Redadeg 2010 eo ar stumm reizh. --Ex-Smith 14 Mae 2010 da 20:16 (UTC)
- Redadeg 2010 a oa bet dibabet evel stumm reizh, met kavet 'm eus ne oa ket faos ul lodenn eus displegadenn Fulup Cayenne hag ar c'hinnig a ra, an doare d'ober war-dro ar gudenn a zo un afer all avat. --Y-M D (kaozeal) 14 Mae 2010 da 21:05 (UTC)
- Lodenn ar c'hunujennoù an hini ne oa ket faos? Evit lodenn ar yezh e chom da c'houzout ha heñvel eo d'an holl Eisteddfod yr Urdd hag Ar Redadeg: din n'int ket savet heñvel. Unan zo [anv + ger-mell +anv], egile [ger-mell+ anv]. Mat eo kavout si e kinnigoù ar re all, n'eo ket fall ivez prederiañ diwar skouerioù dereat. Bianchi-Bihan 15 Mae 2010 da 08:29 (UTC)
- Un tamm respont ganin eno. Pephini a c'hall mont da ziskleriañ e soñj. Bianchi-Bihan 15 Mae 2010 da 10:01 (UTC)
- Lodenn ar c'hunujennoù an hini ne oa ket faos? Evit lodenn ar yezh e chom da c'houzout ha heñvel eo d'an holl Eisteddfod yr Urdd hag Ar Redadeg: din n'int ket savet heñvel. Unan zo [anv + ger-mell +anv], egile [ger-mell+ anv]. Mat eo kavout si e kinnigoù ar re all, n'eo ket fall ivez prederiañ diwar skouerioù dereat. Bianchi-Bihan 15 Mae 2010 da 08:29 (UTC)
- Redadeg 2010 a oa bet dibabet evel stumm reizh, met kavet 'm eus ne oa ket faos ul lodenn eus displegadenn Fulup Cayenne hag ar c'hinnig a ra, an doare d'ober war-dro ar gudenn a zo un afer all avat. --Y-M D (kaozeal) 14 Mae 2010 da 21:05 (UTC)
- Fulub amañ ;-)
- Salud d'an holl.
- D'an ao. Blanchi, n'eo ket keñveriañ Eisteddfod yr Urdd hag Ar Redadeg am eus graet, reiñ un diplegadenn poellet-mat ne lavaran ket. Hec'h adlakaat a ran amañ evit ma c'hello an holl heuliañ evel zo dleet. Degemer Redadeg 2010 (da dreiñ ar galleg "la Redadeg 2010") a vefe krediñ ez eus amañ ur bomm frazenn savet war patrom ar renadenn anv (an ti > ti ar vamm > ti mamm Yann). Ma vije gwir kement-se e rankfed lavaret *Emvod Kelted 2010 ha *Gouel brezhoneg 2010 e-lec'h ar pezh a vo lavaret gant an holl, d.l.e. Emvod ar Gelted 2010 ha Gouel ar brezhoneg 2010. E kembraeg (mat) e vo lavaret Y pasg 2009 ha n'eo ket *Pasg 2009, Yr Eisteddfod 2010 ha n'eo ket *Eisteddfod 2010. Ar redadeg 2010 zo un doare berroc'h da lavaret Ar redadeg (dalc'het e) 2010.
- Bremañ daoust ha moaien zo da skrivañ redadeg 2010? Ya, sur, da dreiñ la "redadeg" DE 2010 ha se zo kaoz e c'hallit lavaret hini 2010 (celle DE 2010). Ha moarvat ez eo efedusoc'h gwelet se war ur pegsun ivez.
- Met betek mont da skrivañ "Ar Redadeg 2010 n'eo ket brezhoneg." evel m'hoc'h eus graet. Ha gwashoc'h lakaat brezhonegerien yaouank da grediñ e oa ar gwir ganeoc'h. Ret e oa din sevel ma mouezh.
- D'an ao. Ex-Smith hag a lavar "Redadeg 2010 eo ar stumm reizh", ret eo din anzav ez on divarc'het-mik gant hoc'h arguzennoù kadarn ;-)
- Gouzout a rit ar saozneg din da gompren? Ha mont a rafec'h da lavaret *1995's Grand National pe me oar me? Ha mont da lavaret ez eo ar stumm reizh, eveldon-me e ouzoc'h ez eo The Grand National 1995 a vo lavaret, klevet ha gwelet war ar skritelloù/abadennoù brudañ.
- D'an ao. Y-M D. Trugarez a lavaran deoc'h da vezañ kemeret amzer da lenn ma zamm displegadenn. Evit a sell an doare ma 'm eus "taget" an ao. Blanchi, ho tigarez a c'houlennan en ur stumm rak n'eus ket sevenoc'h egedon peurliesañ, arabat e vefe c'hoari Yann ar Dall na Yann ar Bouzar avat. Gouzout a rit pegen tagus, argadus ha fogn zoken e c'hall hor mignon oberiant bezañ. An tagadennouigoù dister a lezan da vont n'int ket met un doare seven (ha farsus?) da gas an dorzh d'ar gêr. Ouzhpenn da se e rankan lavaret hag anzav ez on bamet gant al labour a ra war ar wikipedia.
- A galon, Fulub. Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 15 Mae 2010 da 11:52 (UTC)
- Mat e vefe da Fulub kompren e ranker skrivañ Bianchi ha n'eo ket Blanchi pe n'ouzon ket petra c'hoazh. E-giz m'eo bet lavaret dezhañ c'hoazh e kinnigan dezhañ mont da reiñ kentelioù brezhoneg d'ar re a gelenn brezhoneg e Diwan hag a ra gant "Ar Redadeg" pe gant "Redadeg 2010".--Ex-Smith 15 Mae 2010 da 12:04 (UTC)
- A galon, Fulub. Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 15 Mae 2010 da 11:52 (UTC)
implijet tamm respont ganin eno. Pephini a c'hall mont da ziskleriañ e soñj. Bianchi-Bihan 15 Mae 2010 da 10:01 (UTC)
- En un tu bennak em eus lennet e oa kaoz eus feiz fall, ha ne vefe ket lavaret ez eo feiz fall lavaret ez eo al lodenn kunujennoù a blij din, pa 'm eus goulennet gant Fulup Cayenne chom seven gant an dud ?
- Mod all echu eo ganin an eskemm diwar-benn kunujennoù an daou. Ma 'z eus c'hoant chikañ kit d'en ober en ul lec'h all (ha ket war Wikipedia) pe zoken krouit ur pennad anvet Tabut etre Fulup Cayenne Ha Bianchi-Bihan evidoc'h an 2. Me 'zo digor bras evit komz eus ar gudenn Ar Redadeg 2010/Redadeg 2010 avat, gant ma 'vo seven, seder ha doujus an eskemmoù (hep feiz fall, hep goap, hep tagadennoù...). Gant plijadur eo e yin d'ober traoù all ma n'eus ket eus an aer-gelc'h-se ! Trugarez deoc'h ! --Y-M D (kaozeal) 15 Mae 2010 da 15:15 (UTC)
- Ao. Ex-Smith ker,
- N'eo ket an holl dud er skolioù Diwan a lavar *redadeg 2010, bezañ ez eus lod hag a lavar ar redadeg 2010. Mat e vefe din displegañ ar perag hag ar penaos d'al lodenn na gompren ket perak ez eo ar redadeg 2010 ar stumm reizh , met ur wech kemeret perzh er redadeg e vo ret din retorn da Amerika.
- Ouzhpennañ a rin un dra bennak, resped d'ar skolioù Diwan, ar pezh a vez lavaret gant ar re a gelenn gant Diwan n'eo ket eus ar reishañ-holl bep tro. Na pet gwech e vez klevet traoù euzhus evel "hanter an dud", "an dud na gomz ket brezhoneg" "mont e Pariz", etc. gant darn eus skolaerien ha kelennerien Diwan. Gwashoc'h zo pa vez souezhet an dud-se gant un droienn dic'hortoz (evit an deskerien) ez eont betek lavaret n'eo ket reizh. Soñj 'm eus da vezañ klevet ur c'helenner eus Diwan ne oa ket reizh lavaret "ma daou zorn"! Ret eo ober! Dav e vije dezhañ deskiñ brezhoneg a-raok mont da zeskiñ anezhañ. Arabat ankounac'haat ez eo ar brezhoneg ur yezh desket, evit al lodenn vrasañ eus an dud-se ha desket fall a-walc'h gant lod siwazh. Traoù evel "ma beaj Jeruzalem" "ma daou zorn" "un avaloù kaer" "ur vuoc'hig an aotrou Doue" "pegen bras oc'h?" "eus pelec'h eo?" etc, zo traoù reizh petra bennak ma vezont kavet iskis gant an deskerien.
- Moaien zo da lezel ar yezh da emdreiñ evel just ha da zegemer "hanter an dud" (diwar patrom "yezh an dud") ha "redadeg 2010" (diwar batrom "redadeg Yann") met me gave din e oac'h o klask chom ar reishañ posubl ouzh reolennoù hengounel ar brezhoneg e pennadoù ar wikipedia. Ha neuze n'hoc'h eus droed da lavaret traoù diwir evel "Redadeg 2010 eo ar stumm reizh" hepmuiken.
- La, spi 'm eus ne gemeroc'h kement-mañ en un doare fall, marteze emaoc'h-c'hwi ivez o labourat gant Diwan? Ne garfen ket feukañ ho kizidigezh e mod ebet.
- Gwellañ soñjoù, Fulub. Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 15 Mae 2010 da 18:14 (UTC)
Kavout a ra din ivez eo reishoc'h ar redadeg 2010 (hag an hanter eus ar barrez) met n'eus ket peadra d'ober kement a charre na da rannañ gwregon.--Trec'hlid mitonet 15 Mae 2010 da 19:47 (UTC)
D'am soñj e tleje ar gaoz-mañ en he hed bezañ kaset d'ar bajenn redadeg 2010. Bianchi-Bihan 16 Mae 2010 da 13:48 (UTC)
Rummad:Istor an arz
[kemmañ ar vammenn]Gwelout a ran ez eus ur rummad istor an arz er bajenn degemer. Petra a c'haller lakaat e-barzh? Luskadoù nemetken? Oberennoù ivez? --Ex-Smith 14 Mae 2010 da 20:16 (UTC)
- N'ouzon ket resis petra 'oa bet dibabet er penn-kentañ. Met d'am soñj e c'heller lakaat a bep seurt traoù hag a denn da Istor ar brezhoneg. Tout ar pezh a zo liammet bras (pe a zo un diazez) evit al lodenn istor-se. --Y-M D (kaozeal) 14 Mae 2010 da 21:08 (UTC)
Hopala, istor an Arz (e ruz) a zo er bajenn degemer, met ur rummad Istor an arz a zo. ne welan ket penaos kemmañ A/a er bajenn degemer. --Ex-Smith 14 Mae 2010 da 20:19 (UTC)
- Graet 'm eus ar c'hemm Arz --> arz. --Y-M D (kaozeal) 14 Mae 2010 da 21:08 (UTC)
Arouezioù Wikipedia
[kemmañ ar vammenn]N'ouzon ket ha sklaer eo d'an holl an implij a vez graet eus arouezioù 'zo war Wikipedia. Merzet 'm eus fazioù 'zo en un doare ingal, ha displegañ a rin neuze an implijoù a zere.
- Evit al liammoù diabarzh (pennadoù a zo war wikipedia) e ranker lakaat daou [ a bep tu eus anv ar pennad (sk : [[XXXX]])
- Evit al liammoù diavaez (lec'hiennoù internet, gant http:// evit kregiñ) avat n'eo ket ar memestra. Ur [ a ranker lakaat hepken. (sk : [[http://XXXXXX]])
- Pouezus-tre eo ober an diforc'h-se mod all e vo euzhus ar pennadoù brezhonek. (sk : [Letelegramme.com] e plas Letelegramme.com)
- Kement ha bezañ ganti eo pouezus ivez diwall gant an esaouennoù etre ar gerioù, mod all e vez distummet an destenn ha diaes e c'hell bezañ lenn ar pennad.
- Ar memes kudenn a zo gant al lammat linennoù etre ar frazennoù (gwashoc'h eo eget an darvoud all zoken).
- Mar plij bezit war evezh pa skrivoc'h pennadoù, nebeutoc'h a labour adframmañ a vo goude-se . Trugarez bras --Y-M D (kaozeal) 15 Mae 2010 da 16:09 (UTC)