Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 18, bloaz 2010

Eus Wikipedia

03/05/2010 — 09/05/2010

Skrivañ un dra bennak en triwec'hvet sizhun eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Ezhomm 'm befe da gaout asant ur merour amañ. Trugarez.--Gwendal 4 Mae 2010 da 08:21 (UTC)[respont]

Graet eo. --Ex-Smith 4 Mae 2010 da 09:10 (UTC)[respont]
Yun 'zo aet kuit, n'hon eus ket mui a bot brezhoneger ken. Piv 'anavez unan a oarfe ober gant ur bot?--Gwendal 5 Mae 2010 da 18:34 (UTC)[respont]
Alas ne 'z eus ket kalz a ziskoulmoù. Klasket am boa diskoulmoù e-pad mizioù a-raok kavout un doare diskoulm, ha distroet eo Yun setu e oa reizhet ar gudenn. Bremañ avat n'ouzon ket petra ober, ha penaos ober... --Y-M D (kaozeal) 8 Mae 2010 da 19:00 (UTC)[respont]

Aferioù skraboù

[kemmañ ar vammenn]

Daou seurt skraboù a zo, unan sonn hag unan kromm, hag en em gavout a reer gant pennadoù disheñvel Ar C'hab hag Ar C’hab, Poc'han ha Poc’han..., ha reoù all c'hoazh moarvat, ar pezh n'eo ket eus ar c'hentañ, anat deoc'h. Evel-just e c'haller treuzkas danvez unan war bajenn egile, evel m'eo bet graet nevez 'zo gant an daou bennad a venegen diouzhtu... Koulskoude n'eo ket dispar an diskoulm-se, rak kollet e vez e gwirionez "istor" pep pajennad. Daoust ma'z eo luzietoc'h an traoù, e kav din e vefe gwelloc'h adkas an traoù d'ar bajenn "skrab kromm", disverkañ ha distruj ar bajenn "skrab sonn", ha neuze adenvel ar bajenn "skrab kromm" gant un titl gant ar skrab sonn. N'oc'h ket kollet? Aze 'maoc'h c'hoazh?--Trec'hlid mitonet 4 Mae 2010 da 19:28 (UTC)[respont]

Iskis a-walc'h eo kudenn ar skraboù-mañ. --Y-M D (kaozeal) 8 Mae 2010 da 19:07 (UTC)[respont]
Ket kement-se, ar skrab sonn a vez implijet gant ar broioù saozneger peurliesañ, a-gevred gant an hini kromm, met an hini kromm hepken e Bro-C'hall. Ma 'z eus bet lod o skrivañ diwar un urzhiataer saoz pe lakaet e mod saozneg... --Moran 8 Mae 2010 da 20:36 (UTC)[respont]
Taol ur sellig, mar plij. :[[1]]. Bianchi-Bihan 9 Mae 2010 da 00:41 (UTC)[respont]
Ma digarez: Ket kement-se, ar skrab sonn a vez implijet gant ar broioù saoznek peurliesañ, a-gevred gant an hini kromm, met an hini kromm hepken e Bro-C'hall. Ma 'z eus bet lod o skrivañ diwar un urzhiataer saoz pe lakaet e mod "saozneg"... Traoù a vez desket bemdez, ha lakaet er pleustr an deiz da-heul, emichañs :) --Moran 9 Mae 2010 da 22:40 (UTC)[respont]
Trugarez evit ar respontoù. Evit ma vefe unvan an traoù war holl bajennoù WP brezhonek e vefe dav lakaat "skrab eeun" e pep lec'h. Evit gallout saveteiñ istor pep pajenn e ranker eta adlakaat an traoù war ar pajennoù skrab kromm, nullañ ar pajennoù skrab eeun, adenvel ar bajenn skrab kromm gant ur bajenn skrab eeun. Kalzik a charre.--Trec'hlid mitonet 12 Mae 2010 da 11:33 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket perak n'eo ket "sportoù", rak meur a sport zo. Bianchi-Bihan 7 Mae 2010 da 03:36 (UTC)[respont]

Soñjet zo bet er Sport evel anv hollek, emichañs. Eus an daou a vez kavet war Wiki, saozneg a ra gant al liester, galleg gant an unander, da skouer. Daoust hag un dibab a zo bet graet amañ evit seurt degouezhoù ? --Moran 7 Mae 2010 da 14:02 (UTC)[respont]
Amañ hag aze ivez.--Gwendal 7 Mae 2010 da 14:08 (UTC)[respont]
Ar wiki gallek en deus dibabet ober gant an unander hag hon wiki-ni brezhonek, evel an hini saoznek, al liester. Fentus eo gwelout penaos e klot an dibaboù-se gant ur brederouriezh politikel: en:women's rights, les fr:droits de la femme. So it goes, evel a skrive Kurt Vonnegut. Bianchi-Bihan 7 Mae 2010 da 17:40 (UTC)[respont]
Arabat kalsk politikerezh e lec'h n'eus ket anezhañ, degouezhoù yezh int, un tammig evel "il hoche la tête/he shakes his head", e saozneg e vez perc'hennet padal e vez strishaet e galleg hep perc'hennañ. Ha ma 'z eus bet graet un dibab e brezhoneg evit ar rummadoù (a zo reizh, a gav din), trawalc'h cheñch ha mat pell 'zo :) --Moran 7 Mae 2010 da 21:06 (UTC)[respont]

Krouet eo ar rummad: Rummad:Sportoù. Bianchi-Bihan 9 Mae 2010 da 03:00 (UTC)[respont]

Gwirioù ?

[kemmañ ar vammenn]

Demat d'ar re a lenno. Penaos e ranker gober evit bout aotreet da implijet luc'ksk. an "Imperial War Museum"? Lod anezhe a zo e "Commons" dija... trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 7 Mae 2010 da 12:54 (UTC)[respont]

homañ, da skwer?

Pelec'h ez peus kavet anezhi, E Commons? Bet o welout lec'hienn Imperial War Museum, ne seblant ket anat ar mont en-dro.--Ex-Smith 7 Mae 2010 da 17:56 (UTC)[respont]
N'eo ket ken luziet a-se. Ar skeudennoù a vo kavet ganit e Commons a c'helles implijout digudenn. Evit ar skeudennoù a gaver en o lec'hienn dezho avat n'eo ket ar memestra. War a seblant e rankfemp goulenn ganto an aotreet da implijout ar skeudennoù. Met kazi sur eo ne vo ket posubl bezañ aotreet. Evit ar skouer a roes deomp e vefe mat gouzout eus pelec'h emañ o tont, pa sellan eus a dost eo skrivet Imperial War Museum hag ur C, dre-se e soñj din ez eus gwirioù war ar skeudenn. A galon --Y-M D (kaozeal) 8 Mae 2010 da 19:20 (UTC)[respont]

Sell ta gant piv oa bet diskaret ar skeudenn er pennad Paul Avril! Trugarekaat d'an adsaver! Chom a ray ur pennad dildo da sevel. Bianchi-Bihan 7 Mae 2010 da 17:54 (UTC)[respont]