Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Deizlevr

Eus Wikipedia

Mat eo delc'her en hor soñj penaos ha pegoulz eo bet gwellaet ar wiki-mañ. Renabl an araokadennoù pennañ eo (da vezañ klokaet gant neb a oar).

Pegement a bennadoù zo bet savet er Wikipedia brezhonek d'ar c'hentañ deiz eus ar miz (kemmañ)
(Renk ar wiki brezhonek da zeiz kentañ ar miz)
- (Pennadoù bet ouzhpennet e-kerzh ar miz a-raok)
Bloaz Genver C'hwevrer Meurzh Ebrel Mae Mezheven Gouere Eost Gwengolo Here Du Kerzu
2005 49
56
+7
91
+35
135
+44
227
+92
363
+136
468
+105
638 (84)
+170
768 (79)
+130
1 273 (70)
+505
1 925 (63)
+652
2 512 (58)
+587
2006 3 470 (57)
+958
4 000 (55)
+530
4 662 (51)
+662
5 652 (50)
+990
6 332 (50)
+680
6 579 (51)
+247
7 208 (52)
+629
7 769 (50)
+561
8 373 (50)
+604
8 944 (52)
+571
9 891 (51)
+947
10 785 (51)
+894
 
2007 11 220 (53)
+435
12 056 (54)
+836
12 390 (54)
+334
13 010 (53)
+620
13 537 (54)
+527
14 008 (54)
+471
14 393 (56)
+385
14 971 (56)
+578
15 652 (56)
+681
16 416 (54)
+764
16 902 (55)
+486
17 304 (55)
+402
 
2008 17 735 (54)
+431
18 421 (53)
+686
18 874 (53)
+453
19 196 (54)
+322
19 549 (55)
+353
19 794 (56)
+245
20 190 (56)
+396
20 552 (56)
+362
20 828 (56)
+276
21 195 (56)
+367
21 850 (55)
+655
22 338 (55)
+488
 
2009 22 888 (55)
+550
23 361 (56)
+473
23 815 (55)
+454
24 337 (55)
+522
24 769 (55)
+432
25 280 (54)
+511
26 653 (54)
+1373
27 910 (52)
+1257
28 937 (52)
+1027
29 544 (52)
+607
30 107 (52)
+563
30 599 (52)
+492
2010 31 100 (52)
+501
31 550 (52)
+450
31 935 (52)
+385
32 563 (52)
+628
33 141 (54)
+578
33 616 (55)
+475
34 267 (55)
+651
34 722 (55)
+455
35 017 (55)
+295
35 389 (56)
+372
35 746 (56)
+357
36 051 (56)
+305
2011 36 313 (57)
+262
36 686 (57)
+373
36 872 (57)
+176
37 072 (58)
+200
37 301 (58)
+229
37 645 (59)
+344
38 109 (60)
+464
38 543 (59)
+434
39 804 (62)
+1261
40 186 (62)
+382
2012 40 566 (62)
+380
40 770 (62)
+204
41 033 (62)
+263
42 014 (62)
+981
42 412 (62)
+398
42 894 (62)
+482
43 305 (62)
+411
43 561 (62)
+256
43 783 (64)
+222
44 189 (64)
+406
44 499 (64)
+310
2013 44 717 (63)
+218
45 056 (64)
+339
45 231 (64)
+175
45 397 (64)
+166
45 559 (64)
+162
45 732 (67)
+173
45 977 (69)
+245
46 191 (69)
+214
46 415 (69)
+224
46 648 (70)
+233
46 945 (71)
+297
47 190 (70)
+245
 
2014 47 410 (70)
+220
47 605 (70)
+205
47 887 (70)
+282
48 269 (70)
+382
49 083 (71)
+814
49 392 (71)
+309
50 138 (71)
+746
50 513 (72)
+375
50 755 (72)
+242
51 204 (72)
+449
51 612 (72)
+408
 
2015 52 002 (72)
+390
52 473 (72)
+471
53 042 (71)
+569
53 478 (71)
+436
53 733 (71)
+255
53 990 (71)
+257
54 254 (71)
+354
54 388 (71)
+134
54 804 (71)
+416
55 414 (71)
+610
55 772 (71)
+358
56 000 (72)
+228
 
2016 56 513 (72)
+513
57 034 (72)
+521
57 448 (72)
+414
57 895 (72)
+447
58 244 (72)
+349
58 562 (72)
+318
58 832 (72)
+270
59 245 (72)
+413
59 620 (72)
+375
59 865 (73)
+245
60 210 (73)
+345
60 534 (73)
+324
 
2017 60 759 (73)
+225
61 064 (73)
+305
61 378 (74)
+314
61 792 (74)
+414
61 972 (74)
+180
62 152 (74)
+180
62 378 (74)
+226
62 602 (74)
+224
62 959 (74)
+357
63 082 (74)
+123
63 230 (74)
+148
63 398 (74)
+168
 
2018 63 612 (75)
+214
63 779 (76)
+167
63 979 (76)
+200
64 226 (77)
+247
64 485 (76)
+259
64 751 (76)
+266
64 959 (76)
+208
65 160 (76)
+201
65 373 (76)
+213
65 555 (77)
+182
65 686 (77)
+131
 
2019 66 163 (77)
+477
66 316 (77)
+163
66 486 (78)
+170
66 633 (79)
+147
66 748 (79)
+115
66 940 (79)
+192
67 031 (79)
+91
67 099 (79)
+68
67 189 (79)
+90
67 307 (79)
+118
67 419 (79)
+112
 
2020 67 526 (79)
+107
67 664 (80)
+138
67 767 (81)
+103
67 865 (81)
+98
68 069 (81)
+204
68 279 (81)
+210
68 409 (82)
+130
68 510 (82)
+101
68 581 (82)
+71
68 657 (81)
+76
68 734 (81)
+77
68 842 (81)
+108
 
2021 68 981 (82)
+139
69 126 (82)
+145
69 276 (83)
+150
69 378 (83)
+102
69 463 (83)
+85
69 560 (83)
+97
69 662 (83)
+102
69 760 (83)
+98
69 916 (83)
+156
70 030 (83)
+114
70 215 (83)
+185
70 354 (83)
+139
 
2022 70 531 (83)
+177
70 677 (83)
+146
70 996 (83)
+319
71 195 (83)
+199
71 425 (84)
+230
71 629 (84)
+204
71 929 (84)
+300
72 313 (84)
+384
73 044 (82)
+731
74 371 (82)
+1327
75 287 (82)
+916
76 031 (81)
+744
 
2023 76 793 (81)
+762
77 534 (81)
+741
78 385 (82)
+851
78 893 (82)
+508
79 484 (82)
+591
80 974 (81)
+1490
82 679 (81)
+1705
83 253 (81)
+574
84 255 (81)
+1002
85 189 (79)
+934
 
2024 85 521 (78)
+332
85 829 (78)
+308
86 006 (78)
+177
86 147 (78)
+141
86 261 (79)
+114
86 416 (79)
+155
86 501 (79)
+85
86 606 (79)
+105
86 729 (79)
+123
86 930 (79)
+201
87 079 (79)
+149


Krouidigezh ar wiki - Krouidigezh an Ti-Chopin - Digoradur portal ar gumuniezh

[kemmañ ar vammenn]

Wiki : 22 a viz Mezheven 2004 - Ti-Chopin : 19 a viz Here 2004 (adanvet an Davarn d'an 9 a viz Ebrel 2007) - Portal ar gumuniezh : 26 a viz C'hwevrer 2005

Niver a wikipedourien

[kemmañ ar vammenn]

Niver a bennadoù

[kemmañ ar vammenn]
  • Ar 100 pajenn gentañ
    • D'an 8 a viz Meurzh 2005 eo tizhet ar 100 pajennad. Ar pajennadoù-mañ a c'hell bezañ anvet pennadoù ivez. Kalz muioc'h a bajennadoù a zo en-dro dezho (Pajennadoù Sikour, pajennadoù rummad, pajennadoù patrom hag all). Gant 100 pajennad eo bet diskleriet "oberiant" hor wiki war roll ar yezhoù er wiki saoznek. (10-04-2005)
  • An 200 pennad kentañ
    • E-korf ur pemzektez ez eus bet krouet 100 pajennad muioc'h etre an 8 hag ar 24 a viz Meurzh 2005 ha tizhet eo bet an 200 pajennad.Ch. Rogel 21:19, 24 Apr 2005 (UTC)
  • An 300 pennad kentañ
    • D'an 13 a viz mae 2005 e oa tizhet an 300 pajennad.--Paotr 10:47, 13 May 2005 (UTC)
  • Ar 400 pennad kentañ
    • D'an 10 a viz mezheven 2005 e oa tizhet ar 400 pajennad. --Paotr 10:54, 11 Jun 2005 (UTC)
  • Ar 500 pennad kentañ
    • D'an 11 a viz Gouere 2005 e oa tizhet ar 500 pajennad. -- Ch. Rogel 00:07, 11 July 2005 (UTC)
  • Ar 700 pennad kentañ
    • D'an 22 a viz Eost 2005 e oa tizhet ar 700 pennad kentañ. --Fulup 22 Aug 2005 à 14:26 (UTC)
  • An 800 pennad kentañ
    • D'an 8 a viz gwengolo 2005 eo bet tizhet ar 800 pennad kentañ. --Paotr 7 Gwe 2005 à 11:40 (UTC)
  • An 900 pennad kentañ
    • D'an 16 a viz Gwengolo 2005 e oa tizhet an 900 pennad kentañ. --Paotr 16 Gwe 2005 à 11:46 (UTC)
  • .. ha Mil !!
    • Ha setu !
      d'an 19 a viz Gwengolo, erruet omp a drugarez d'an dream team Fulup, Neal, Yun o deus labouret d'ar pevarlamm, ezel omp eus Klub ar re ouzhpenn 1000 pennad ganto, hag hon eus tapet an 75vet plas etre an holl wikipediaoù. --Paotr 19 Gwe 2005 à 10:53 (UTC)
    • Deuet eo ganeomp ! Ha trugarez ivez da Ch. Rogel --Fulup 19 Gwe 2005 à 12:23 (UTC)
  • Da heul :
  • Daou vil

D'an 11 a viz Meurzh 2006 eo bet tizhet ar 5 000 pennad (pebezh miz gant an 50vet renk er wiki !! --Paotr 11 Meu 2006 da 10:35 (UTC)[respont]

  • C'hwec'h mil

D'ar 16 a viz Ebrel 2006 eo bet tizhet ganeomp ar 6 000vet pennad, daoust ma 'z omp c'hoazh gant an 50vet renk!!! Benoni 15 Ebr 2006 da 23:48 (UTC)[respont]

  • Seizh mil

D'ar 24 a viz Mezheven 2006 eo bet tizhet ganimp ar 7 000vet pennad.--Llydawr 24 Mez 2006 da 14:02 (UTC)[respont]

  • Eizh mil

D'ar 14 a viz Eost 2006 eo bet tizhet ganeomp an 8 000vet pennad! Benoni 14 Eos 2006 da 16:44 (UTC)[respont]

  • Nav mil

D'ar 4 a viz Here 2006 eo bet tizhet ganeomp an 9 000vet pennad!

Keloù berr-berr en A.B.P. : [1] . A galon. Klaod.
  • Unnek mil

D'ar 14 a viz Du 2006 eo bet tizhet ganeomp an 11 000vet pennad

  • Daouzek mil

D'ar 27 a viz Genver 2007 eo bet tizhet ganeomp an 12 000vet pennad

  • Trizek mil

D'an 30 a viz Meurzh 2007 eo bet tizhet ganeomp an 13 000vet pennad

  • Pevarzek mil

D'an 31 a viz Mae 2007 eo bet tizhet ganeomp ar 14 000vet pennad

  • Pemzek mil

D'ar 1añ a viz Eost 2007 eo bet tizhet ganeomp ar 15 000vet pennad!

  • C'hwezek mil

D'ar 15 a viz Gwengolo 2007 eo bet tizhet ganeomp ar 16 000vet pennad!

  • Seitek mil

D'an 10 a viz Du 2007 eo bet tizhet ganeomp ar 17 000vet pennad!

  • 20 000 pennad tizhet d’ar 20 a miz Mez 2008
  • 23 000 pennad savet d'ar 7 a viz Genver 2009.
  • 24 000 pennad savet, d'an 12 a viz Meurzh 2009.
  • 25 000

D'ar 14 a viz Mae 2009 e oa bet savet ar 25000vet pennad.

  • 27 000 pennad savet a-benn an 9 a viz Gouere 2009.
  • An 30 000vet pennad zo bet savet d'ar 25 a viz Here 2009.
  • 32 000vet pennad tizhet d'ar 5 a viz Meurzh 2010.
  • 34 000vet pennad tizhet d'an 23 a viz Mezheven 2010.
  • 35 000vet pennad tizhet d'ar 27 a viz Eost 2010.
  • 37 000vet pennad tizhet d’ar 15 a viz Meurzh 2011.
  • An 38 000vet pennad zo bet savet d'ar 24 a viz Mezheven 2011.
  • An 39 000vet pennad zo bet savet d'ar 7 a viz Gwengolo 2011.
  • An 40 000vet pennad zo bet savet d'ar 17 a viz Du 2011.
  • 42 000 pennad zo bet tizhet d'an 28 a viz Ebrel 2012.
  • 49 000 pennad zo bet tizhet d'an 19 a viz Ebrel 2014.
  • 50 000 !

D'an 9 a viz Gouere 2014 eo bet savet an 50 000vet pennad.

  • 60 000 pennad tizhet d'ar 15 a viz Here 2016.
  • 70 000 pennad boulc'het d'ar 26 a viz Gwengolo 2021.
  • 80 000 pennad tizhet d'an 3 a viz Even 2023.

Niveroù heverk all

[kemmañ ar vammenn]

Renk ar wiki brezhoneg

[kemmañ ar vammenn]
  • Emañ ar wiki brezhoneg en 90vet plas diwar 160 wiki ur pennad warno d'an nebeutañ (10-04-2005).
  • D'ar c'hentañ a viz eost 2005 renket eo ar wiki-mañ d'ar 84vet plas etre an holl wikioù
  • D'an 23 a viz Eost 2005 en deus tapet hor wiki an 79vet plas etre an holl wikioù. Ar wech kentañ deomp bezañ renket e-touez ar 80 yezh kentañ. Pal da zont : bezañ ezel eus Klub ar re ouzhpenn 1000 pennad ganto. Bec'h dezhi!

Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh http://meta.wikimedia.org/wiki/List_of_Wikipedias (e saozneg). --Fulup 23 Aug 2005 à 16:37 (UTC)

  • D'an 08 a viz Gwengolo 2005 en deus tapet hor wiki an 78vet plas etre an holl wikioù evit ar wech kentañ.
    • mat eo, met gwelloc'h eo c'hoazh e gwirionez rak pa seller ouzh yezhoù all gant muioc'h a bennadoù, evel da skwer an okitaneg, ec'h eo sklaer ez eo klokoc'h ar pennadoù war ar wikipedia e brezhoneg dre vras.

ale, tan dezhe tudoù. Neal 8 Gwe 2005 à 09:51 (UTC)

  • D'an 10 a viz Gwengolo 2005 eo bet tapet an 77vet plas ganeomp. Trugarez da Neal evit e labour efedus. --Fulup 12 Gwe 2005 à 18:26 (UTC)
  • D'ar 24 a viz Gwengolo 2005 omp tremenet d'an 70vet plas war renkadur an holl yezhoù. Gant ouzhpenn 1150 pennad emañ bremañ ar brezhoneg a-us da yezhoù ken bras hag an Hindi zo ar yezh ofisiel pennañ en India. Gourc'hemennoù d'an holl ha bec'h d'ar 1500 pennad bremañ. --Fulup 24 Gwe 2005 à 15:31 (UTC)
  • Un toullad devezhioù zo eo bet paket an 69vet plas ganeomp. Kregiñ a reomp d'en em gavout e-touez yezhoù bras bremañ hag an trede yezh keltiek ar muiañ implijet omp war-lerc'h ar c'hembraeg hag an iwerzhoneg. Aet omp dreist da ouezeleg Skos. --Fulup 12 Her 2005 à 17:26 (UTC).
  • Hag ur plas ouzhpenn ! Tremenet omp a-us d'an Tamoul, unan eus ar yezhoù muiañ komzet en India. En 68vet plas emaomp bremañ. Pal da zont : mont dreist ar javaneg, an 12vet yezh muiañ komzet er bed gant etre 80/100 milion a yezherien. N'o deus mui nemet 100 pennad lañs warnomp. --Fulup 16 Her 2005 da 10:58 (UTC)[respont]
  • kollet eo bet ur plas setu ni en 69vet plas en-dro, a-dreñv eus an Tamoul --Paotr 18 Her 2005 da 13:04 (UTC)[respont]
  • ...ha tapet hon eus an 68vet plas adarre hiriv --Paotr 19 Her 2005 da 19:00 (UTC)[respont]
  • Setu ni d'ar 67vet plas abaoe dec'h --Paotr 23 Her 2005 da 11:26 (UTC)[respont]
  • Ha setu ni d'ar 66vet plas hiriv --Paotr 25 Her 2005 da 12:58 (UTC)[respont]
  • D'an 29 a viz Here hon eus tapet ar 65vet plas --Paotr 29 Her 2005 da 20:44 (UTC)[respont]
  • D'an 30 a viz Here hon eus tapet ar 63vet plas --Paotr 30 Her 2005 da 11:12 (UTC).[respont]
    • Tremenet omp a-us d'ar belaruseg, ur yezh Stad all. Just dindan ar Plattdeutsch emaomp bremañ. N'hon eus mui nemet 140 pennad dale war an Iwerzhoneg ken a-benn dont da vezañ an eil yezh keltiek muiañ implijet war wikipedia goude ar c’hembraeg. Bec’h dezhi tudoù, emañ ar yezhoù predenek o krignat ar yezhoù gouezelek ! Pal o tont tremen dindan bevenn an 60 yezh muiañ implijet --Fulup 31 Her 2005 da 13:51 (UTC)[respont]
  • D'an 10 a viz Du hon eus tapet ar 61vet plas --Paotr 10 Du 2005
  • D'an 11 a viz Du hon eus tapet ar 60vet plas --Paotr 11 Du 2005 da 17:57 (UTC)[respont]
    • Setu-ni e-touez an 60 yezh muiañ implijet war wikipedia eta. Tremenet omp a-us d'al latveg, ur yezh Stad all ! N'eus mui nemet 50 pennad dale war an iwerzhoneg ken a-benn tapout an eil plas evit ar yezhoù keltiek. Dav dezhi ! --Fulup 11 Du 2005 da 21:43 (UTC)[respont]
  • D'an 13 a viz Du hon eus tapet ar 59vet plas, a-raok an iwerzhoneg, ni 'zo an eil wiki keltiek --Paotr 13 Du 2005 da 12:36 (UTC)[respont]
  • D'an 20 a viz Du hon eus tapet ar 58vet plas, --Paotr 20 Du 2005 da 14:46 (UTC)[respont]
    • Tremenet omp en tu all d'an Albaneg bremañ. N'emaomp ket pell eus an 2500 pennad ken. Dalc'homp da vont. --Fulup 23 Du 2005 da 17:11 (UTC)[respont]
    • Tizhet ar pal adarre. Gourc'hemennoù d'an holl. Pal o tont evit gounit ur plas all : adtapout an interlengua, ur yezh kalvezel bet krouet gant Mab-den. N'o deus nemet 300 pennad lañs warnomp ken. Deomp war-du an 2800 neuze. Fulup.
  • D'ar 6 a viz Kerzu hon eus tapet ar 57vet plas, --Paotr 6 Kzu 2005 da 15:28 (UTC)[respont]
  • Aet eo ganeomp ar 56vet plas d'ar 16 a viz Kerzu, --Paotr 16 Kzu 2005 da 12:00 (UTC)[respont]
  • Aet omp dreist d'an 3500 met kollet ez eus bet ur plasig abalamour da araokadenn dreist an tatareg. 57vet emaomp adarre. Krignat a reomp atav war ar sikilianeg avat. Ar pal a zeu : tremen dreist ar 4000 pennad. --Fulup 9 Gen 2006 da 20:43 (UTC)[respont]
  • Adtapet hon eus ar plas hor boa kollet. Renket 56vet emaomp en-dro bremañ hag aet omp dreist d'an tatareg a-benn ar fin. War-raok ez eomp atav eta ha tostaat a reomp d'ar 4000 pennad. Just dindan ar c'hembraeg emaomp bremañ ha n'hon eus mui nemet ur 100 pennad dale bennak ken war hor breudeur tramor. Un tamm striv c'hoazh a-berzh an holl hag ac'hann da fin ar miz e vo ar brezhoneg ar yezh keltiek kentañ war Wikipedia ! --Fulup 22 Gen 2006 da 11:06 (UTC)[respont]
  • 27 Genver 2006, devezh istorel, aet eo ar brezhoneg dreist d'ar c'hembraeg war Wikipedia. Ar yezh keltiek kentañ omp bremañ goude bezañ adtapet ar gouezeleg da gentañ, an iwerzhoneg da c'houde, hag, a-benn ar fin, ar c'hembraeg. Diskouez a ra penaos e c'hall ar brezhoneg mont war-raok m'en em laka an holl asambles evit lakaat hor yezh da vezañ. Gourc'hemennoù d'an holl eta. Kennerzhus-kenañ eo evit an dazont. Dalc'homp da vont, er 55vet plas emaomp bremañ. --Fulup 27 Gen 2006 da 19:22 (UTC).[respont]
    • 200 pennad dilañs bennak hon eus war ar sikilianeg, un netraig. Emaomp o tostaat eus an 50 yezh kentañ er bed !
  • Tapet ur plas all ganeomp c'hoazh, diwar-goust an napolitaneg ar wech-mañ. Ar 54re emaomp bremañ hag emaomp atav o tispenn roudoù ar sikilianeg. N'hon eus mui nemet ur 15 pennad dale warno ken a-raok gounid ur plas all. Bec'h dezhi tudoù ! --Fulup 19 C'hwe 2006 da 11:04 (UTC)[respont]
  • Tapet ur plas all c'hoazh hiziv, 53de emaomp - aet omp deist d'ar sikilianeg a-benn ar fin (hag an eil wech er bloaz-mañ!), ne bado ket pell 'michañs rak labourat buna-tre a ra ar re-se ivez! ne vefomp ket pell o mont war renk ar yezhoù gante 10.00p pennad :-)) Neal 19 C'hwe 2006 da 12:23 (UTC)[respont]
  • Tapet ganimp ur plas c'hoazh aet e-biou d'an asturianeg. Ha gallout a rafomp chom er 52l plas mont war-raok c'hoazh tudoù? ale, tan de'i! --Neal 22 C'hwe 2006 da 17:25 (UTC)[respont]
  • Ha setu-ni er 52vet plas hiriv gant tremen 4500 pennad ! --Paotr 22 C'hwe 2006 da 17:35 (UTC)[respont]
N'eus mui nemet 30 pennad dilañs a-benn adtapout al latin. --Fulup 22 C'hwe 2006 da 19:11 (UTC)[respont]
Hiziv omp aet war-raok ur plas adarre goude bezañ bet tapet hag aet e-biou d'al latin er 51añ plas emaomp bremañ: ne van nemet 983 720 pennad ken a-benn dapout ar saozneg :-)) --Neal 23 C'hwe 2006 da 15:23 (UTC). Bec'h dezhi neuze, ma rankomp bezañ echuet a-raok fin ar miz, n'eus ket amzer da goll ! --Fulup 23 C'hwe 2006 da 19:36 (UTC)[respont]
Hag ouzhpenn, ma lakaomp a-gostez yezhoù ofisiel stad Spagn (euskareg, katalaneg, galizeg), ar walloneg ha yezhoù kalvezel evel an ido pe an esperanteg, n'eus mui nemet yezhoù Stad dirazomp ken. Hag an hini gentañ da lonkañ eo an afrikaneg. --Fulup 23 C'hwe 2006 da 19:36 (UTC)[respont]
    • Nann, ni zo c'hoazh 51. Kudennoù a zo gant renkamant ar Serbeg (gwellet pajenn kaozeadenn) hag a oa bet lakaet dec'h da yezh diwezhañ (!) hag a zo bet adrenket hiziv 18vet endro, met o leuskel ar roumaneg gant ar renk a 18vet ivez. Setu ma 'zo evit ar mare daou 18vet. Met war a seblant e vo renket pep tra dilun... Hag e adkavimp hor renk a 51añ (betek ma tibaseimp an afrikaaneg)... Benoni 4 Meu 2006 da 11:12 (UTC)[respont]

Ha setu ni '50vet en-dro, met dibaseet gant ar makedoneg ar wech-mañ. Ur bot 'zo ganto war a seblant, en deus krouet ur mil pennad bennak en un nebeut devezhioù!!! N'eo ket just, 'vel vije lâret e diwaneg ;-) Benoni 15 Ebr 2006 da 20:44 (UTC)[respont]

  • kollet ganeomp an '50vet plas, dibaset adarre gant ar wiki georgeg
  • tremenet omp d'an 52vet plas bremañ. Dibaseet omp bet gant an napolitaneg a zo tremenet eus an 52vet renk d'ar 47vet renk, en un nebeud devezhioù hepken.--Llydawr 14 Mez 2006 da 11:54 (UTC)[respont]

Taolenn gentañ evit ar c'humunioù

[kemmañ ar vammenn]

D'an 8 a viz Ebrel 2005 eo bet dispaket an daolenn gentañ evit ar c'humunioù. Sell amañ. Dit da sevel hini ar gumun a blij dit ar muiañ. Ch. Rogel 17:32, 10 Apr 2005 (UTC)

D'an 21 a viz Mezheven 2005 e oa bet kroget gant troidigezh pajennoù kentañ ar greizenn genurzhiañ raktresoù Wikimedia, Meta-Wiki, e brezhoneg. Meta-Wiki --Fulup 22 Aug 2005 à 15:04 (UTC)

D'an 22 a viz Mezheven 2005 e oa bet lañset doare kentañ Commons e brezhoneg. Commons eo anv bank skeudennoù ha restroù son frank a wirioù Wikimedia. Gallout a reont bezañ implijet evit sevel pennadoù en holl wikipediaoù. Wikicommons --Fulup 22 Aug 2005 à 15:04 (UTC)

Deiz-ha-bloaz kentañ

[kemmañ ar vammenn]

D'an 22 a viz Mezheven 2005 ar wikipedia e brezhoneg a oa bet krouet abaoe bloaz.
Deiz ar bloaz laouen d'an holl --Paotr 15:51, 22 Jun 2005 (UTC)

Krouidigezh ar portalioù

[kemmañ ar vammenn]

d'an 12 a viz Gouere 2005 eo bet savet Porched ar porchedoù hag un esae evit krouiñ Portal ar mor Ch. Rogel 23:08, 11 July 2005 (UTC) Bremañ e raer gant ar ger "porched", setu al liamm reizh : Porched:Ar mor --Y-M D (kaozeal) 28 C'hwe 2010 da 10:57 (UTC)[respont]

Brezhonekadur an etrefas

[kemmañ ar vammenn]
  • D'an 12 a viz Eost 2005 eo bet kroget gant troidigezh restroù etrefas ar Wiki e brezhoneg. Echuet eo bet d'ar 16 a viz Eost da 00.27. --Fulup 22 Aug 2005 à 14:26 (UTC)
  • D'an 21 a viz Eost 2005 eo bet kroget gant brezhonekadur aotomatek endro ar Wiki (patrom, rummad, skeudenn) Ch. Rogel 22 Aug 2005 à 00:34 (UTC)
    • This is thanks to Fulup. Trugarez ivez !! -- Node ue 23 Aug 2005 à 15:47 (UTC)
  • Hiziv, 11 a viz Du 2005 eo bet echuet brezhonekaat etrefas ar wiki brezhoneg gant ar robot a-benn ar fin. Hiviziken e c’hallomp ober hor mad eus un etrefas nevez a ya en-dro penn-da-benn en hor yezh. --Fulup 11 Du 2005 da 14:33 (UTC)[respont]
  • Nevezadenn vras d'an etrefas hiziv. Klok eo an droidigezh adarre. Fulup 24 Gen 2007 da 21:45 (UTC)[respont]
  • Echuet ganin nevesaat troidigezh kemennoù kalonenn etrefas ar Wiki (1800 kemennad). Krog on da nevesaat an astennoù en-dro ivez. Un tamm dale a oa bet paket. Emichañs ne bado ket re bell a-raok na vefe hizivaet al lec'hienn gant ar servijer. --Fulup 14 Her 2007 da 21:37 (UTC)[respont]

D'an 21 a viz Eost eo bet boulc'het troidigezh niv. 3 Quarto, kannadig an holl Wikipedourien. Deuit da begañ 'barzh ivez ma c'hoarzh ouzhoc'h : Quarto --Fulup 22 Aug 2005 à 15:04 (UTC)

Buhez ar Wiki

[kemmañ ar vammenn]

Er mare-mañ e c'hoarvez kalz traoù war ar wiki brezhoneg. Muioc'h-mui a dud a gemer perzh ennañ hag a skriv pe a dro pennadoù dedennus-kaer diwar-benn danvezioù liesseurt. O kemer e lañs emañ hor wiki da vat. Aet eo kalz war-raok er mizioù tremenet ha gounezet en deus un toullad plasoù e renkadur an holl wikipediaoù.
Fulup

Echuet eo bet treiñ an etrefas e brezhoneg. Ur wech krouet ho kont implijer (User account) e c'hallit dibab ar brezhoneg da yezh hoc'h etrefas er rann 'preferences'. Tamm-ha-tamm e vez degaset ar c'hemmoù enlinenn hag a-barzh pell e vo klok an etrefas. Hiviziken e c'hallit implijout ho yezh evit merdeiñ war holl raktresoù Wikimedia (Wikicommons, Wikimedia, hag all).Fulup

Patromoù Babel

[kemmañ ar vammenn]

D'an 12 a viz Gwengolo 2005 eo bet azasaet patromoù yezh brudet Babel e brezhoneg. Implijet e vezont war ar pajennoù implijer evit diskouez da implijerien ar wikioù all gant peseurt yezh e c'haller ober evit komz gant hemañ-henn. N'eo ket bet azasaet ar patromoù yezh evit an holl yezhoù c'hoazh, echuet e vo en devezhioù o tont. Evit gouzout penaos implijout patromoù yezh Babel ez eus tu da vont war pajenn Babel. A-hend-all, war ma fajenn implijer ez eus un daolenn a c'haller kemer da skouer ivez --Fulup 12 Gwe 2005 à 18:26 (UTC)

Hiviziken e c'haller kaout taolennoù stadegoù klok Erik Zachte evit holl raktresoù Wikimedia e brezhoneg. Niver a bennadoù, niver a wikipedourien, ment ar pennadoù, hag all, dre daolennoù ha grafikoù niverus evit an holl yezhoù. Emañ ar brezhoneg e-touez an 22 yezh m'eo bet troet ar stadegoù talvoudus-se enno. Sellit amañ --Fulup 19 Gwe 2005 à 17:55 (UTC)

Patromoù ar bloavezhioù, kantvedoù, milvedoù

[kemmañ ar vammenn]

Echuet eo kempenn ar patromoù evit sevel ar pennadoù a denn da brantadoù an istor ha torr-penn eo bet me 'lavar deoc'h. Taolenn ar c'hantvedoù a c'haller kaout e Roll ar C'hantvedoù, pennadoù skouer zo evit Iañ kantved, XXvet kantved ha XXIvet kantved, heñveldra evit ar milvedoù Iañ milved kt JK, Iañ milved, Eil milved, IIIe milved ha Roll ar milvedoù ; lañset mat eo an traoù evit pennadoù pep bloavezh ivez. Ur bloavezh skouer a c'haller da gaout gant 1972 ha 2005 zo war ar stern. Krouet ez eus bet pajennoù evit merkañ an darvoudoù a c'hoarvez e Breizh war ar pemdez ivez, sellet ouzh Gwengolo 2005 e Breizh hag Here 2005 e Breizh, da vezañ klokaet gant neb a garo pegañ e-barzh. Bec'h d'ar skrivañ bremañ ! --Fulup 12 Her 2005 à 17:26 (UTC)

  • Echuet eo sevel pennadoù an XXIvet kantved kentañ (adal ar bloaz 1 betek 2000). Da vezañ klokaet ha resisaet gant an holl. Savet int bet dre gendeuziñ ar pennadoù saoznek ha gallek. Mankout a ra ouzhpennañ darvoudoù a denn da istor Breizh peurgetket. --Fulup 19 Meu 2006 da 17:50 (UTC)[respont]

Krouidigezh ar raktres-wikipedia kentañ

[kemmañ ar vammenn]

Lañset 'm eus ar raktres-wikipedia kentañ diwar-benn Wikipedia:Raktres/Traoù ar mor traoù ar mor - Kemerit perzh ha savit raktresoù all liammet d'ar portalioù ! --Ch. Rogel 28 Kzu 2005 da 00:24 (UTC)[respont]

Dilennadeg kentañ Merourien ar wiki

[kemmañ ar vammenn]
  • 6 C'hwevrer 2006, evit ar wech kentañ ez eus bet dalc'het ur votadeg evit dilenn merourien hor wiki, etre an 30 Genver hag ar 6 C'hwevrer. Dilennet eo bet an tri a oa aet war ar renk, setu int : Neal, Paotr ha Fulup, kalon vat dezho. Sellit ouzh an disoc'hoù AMAÑ !.

--Fulup 6 C'hwe 2006 da 22:46 (UTC)[respont]

Vandalerezh

[kemmañ ar vammenn]
  • Tudoù, emaomp o paouez bevañ hon taol vandalerezh bras kentañ. Deuet eo a-benn un den dianav d'ober e reuz e-pad 7 munud ha diverkañ 29 fajenn penn-da-benn a-raok bezañ stanket ganin. Un chañs eo emaomp o paouez dilenn merourien ha tapout gwirioù evit herzel ouzh an enebourien ni hon-unan. --Fulup 8 C'hwe 2006 da 15:27 (UTC)[respont]

Krouidigezh Kannadig ar verourien

[kemmañ ar vammenn]
  • Nevez ! Krouet eo bet Kannadig ar verourien evit ma c'hallo ar verourien reiñ keloù d'ar gumuniezh eus ar pezh a vez graet ganto.

Echu eo krouidigezh Deizioù ar bloaz

[kemmañ ar vammenn]


Echu patrom bloavezhioù ar XVIvet kantved

[kemmañ ar vammenn]