Here 2005 e Breizh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Bloavezhioù :
../.. 1999 2000 2001 2002 2003 2004
- 2005 -
2006 2007 2008 2009 2010 2011 ../..
Degadoù :
1970 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010
Kantvedoù :
XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved

Kronologiezh dre viz :
Genv. - C'hwev. - Meurzh - Ebr. - Mae - Mezh.
Goue. - Eost - Gwen. - Here - Du - Kzu


Kronologiezh dre ranndirioù :
Afrika - Amerika - Azia - Europa - Oseania


Kronologiezh dre demoù :
Aernijerezh - Savouriezh - Kirri - BT
Hentoù-houarn - Sinema - Mell-droad - Lennegezh
Sonerezh - Yec'hed ha mezegiezh - Skiantoù - Sport


Marvioù :
12 Here : Roje an Tailhanter, pennkomiser, skrivagner

Kronologiezh vloaziek evit Breizh

2004 e Breizh - 2005 e Breizh - 2006 e Breizh

2005 e Breizh

Genver - C'hwevrer - Meurzh - Ebrel - Mae - Mezheven
Gouere - Eost - Gwengolo - Here - Du - Kerzu

Sadorn 1 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'her 5 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Nac'hañ a ra AVAL (ANPE) Brest embann ur c'hinnig labour divyezhek a-berzh ar gevredigezh Diwan war zigarez e vefe aze droukziforc'h. Ne vo ket kelaouet an dud dilabour e c'hallont en em lakaat war ar renk evit ar post eta.

Gwener 7 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Divizout a ra Kerent skol Merville en Oriant bodet er gevredigezh Div Yezh skrivañ da holl gannaded Breizh evit goulenn outo pouezañ war ministr an deskadurezh Gilles de Robien evit ma vefe aotreet krouiñ un hanter bost evit digeriñ un hentenn divyezhek er skol. 20 bugel zo enskrivet ha manifestiñ a ra ar gerent abaoe 35 devezh evit ma vo digoret an hentenn.
  • Gouel Digor, gouel sevenadur Breizh e Gwengamp.

Sadorn 8 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lun 10 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Da-heul mennad Rannvro Breizh an 8 Here 2004 evit an adunaniñ ez eus savet etre ar rannvro ha departamant al Liger-Atlantel ur bodad studi boutin enni 8 dilennad zo e bal ober kinnigoù evit kreñvaat al liammoù etre an div lodenn eus ar vro ha prientin an adunaniñ. Dalc'het eo bet an emvod kentañ ma oa ennañ an daou brezidant Jean-Yves an Drian ha Patrick Mareschal e Fegerieg.
  • Goulenn a ra ar gevredigezh evit an adunaniñ, Breizh Unvan, ma c'hallo ar c'hevredigezhioù a zoug ar stourm evit an adunaniñ abaoe an deroù, kemer perzh er bodad labour. Émile Granville, prezidant Breizh Unvan, a c'houlenn ma vo lakaet sklaer an adunaniñ da bal d'ar bodad-se. Nec'het eo ar gevredigezh pa n'embanner nemet c'hoantoù kenlabourat dispis.

Meurzh 12 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Divizout a ra kerent skol Merville en Oriant lañsañ un DeRobienthon evit dastum an 20000 € zo ezhomm hervezo a-benn paeañ ur c'helenner divyezhek evit o bugale. Ur sinadeg skoazell zo enlinenn.

Yaou 13 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwener 14 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Da-geñver digoridigezh ar Golf nevez e Karaez eo bet sinet an emglev Ya d'ar Brezhoneg etre ar golf hag Ofis ar Brezhoneg. Divyezhek eo ar panellerezh war an dachenn, anvioù brezhonek zo bet roet d'an toulloù hag ur c'heriaoueg teiryezhek (brezhoneg, saozneg, galleg) zo bet savet evit c'hoari. Ar wech kentañ eo ma reer gant ar brezhoneg war un dachenn c'holf.
  • Sinet an emglev Ya d'ar Brezhoneg etre Ofis ar Brezhoneg ha ti-kêr Plounerin.
  • Embann a ra ensellerezh akademiezh ar Mor-Bihan e vo digoret ar c'hlas divezhek goulennet gant kerent skol Merville an Oriant goude vakañsoù an hollsent. Trec'h eo bet ar gerent goude 45 devezh stourm. Promesaoù skoazell a oa bet dastumet betek 3300 €, 800 a dud o doa sinet ar sinadeg hag ur fest-noz vras a oa raktreset an deiz war-lerc'h evit kenderc'hel gant ar stourm.
  • Votiñ a ra Kuzul-rannvro Breizh ur mennad kinniget gant an UDB evit ma vo doujet gant ar Stad d'ar pezh zo bet sinet ganti e-keñver ar c'helenn divyezhek er stagadenn d'ar gevrat steuñv Stad-Rannvro. Goulenn a ra ar rannvro ma vo digoret muioc'h a glasoù divyezhek.

Sadorn 15 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Skarzhet Yann-Bêr Thomin, e karg eus ar brezhoneg er C'huzul-rannvro, eus ar Strollad Sokialour evit pevar bloaz, evit bezañ nac'het reiñ e zilez eus e garg a vaer. Hervez reolennoù kevrenn sokialour Penn-ar-Bed n'haller ket bezañ e karg er rannvro ha maer war un dro. Savet en deus galv.
  • Ouzhpenn 1000 a dud e fest-noz skoazell vras kerent skol Merville en Oriant evit lidañ trec'h digoridigezh ar c'hlas divyezhek.

Lun 16 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwener 28 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Manifestadeg dirak burevioù an AVAL (ANPE), e Brest da-heul ur galv gant ar strollad UDB, evit ma vo degemeret ar c'hinnigoù labour e brezhoneg gant ar framm-se. Nac'het e oa bet embann ur c'hinnig labour divyezhek a-berzh Diwan gant renerez an Ajañs.

Sul 30 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lid 40vet deiz-ha-bloaz ar strollad c'hoariva [Strollad [Ar Vro Bagan|Ar Vro Bagan]] e Lesneven.

Lun 31 Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]