Urraca
Neuz
Urraca pe Hurraca (pe Urracha pe Hurracka e latin ar Grennamzer) zo un anv-badez spagnolek roet d'ar merc'hed er Grennamzer, hag a dalvez kement ha pig, diwar ar ger latin furax, da lavarout eo e doare ul laer, ur ger a vije deuet dre an euskareg, a greder.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Urraca Kastilha, anv meur a briñsez
- Urraca Navarra, anv meur a briñsez
hag
- Urraca Garcés, anv meur a briñsez,
- Urraca Sánchez, anv meur a briñsez.
IXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Urraca (war-dro 815- war-dro 855), pried kentañ García Íñiguez Pamplona, pe García Iañ Navarra, marteze merc'h da Ramiro Iañ Oviedo ha d'e bried anvet Urraca.
- Urraca Aragon (marvet a-raok 900), merc'h da Aznar II Galíndez, pried kentañ Sancho Iañ Navarra
- Urraca bint Qasi (fl. 917–929), pried da Fruela II León
Xvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Urraca Toledo, nizez da Lubb ibn Muhammad eus ar Banu Qasi, a zimezas war-dro 917 da Fruela II, roue Asturiez ha roue León;
- Urraca Sánchez, pried Ramiro II León
- Urraca Fróilaz (fl. e 969–978), pried Aznar Purcelliz
- Urraca Fernández (marvet war-dro 1005/7), pried da Ordoño III León, Ordoño IV León ha Sancho II Pamplona.
- Urraca Garcés (marvet a-raok 1008), pried da Fernán González Kastilha ha da Gwilherm II Sánchez Gaskogn
- Urraca Sánchez, merc'h da Sancho Iañ, roue León ha d'e bried Teresa Ansúrez; dimezet d'ar c'hont Nepociano Díaz, a oa marteze mab da Diego Muñoz, kont Saldaña.
XIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Urraca Sánchez, pe Urraca Garcés, pe Urraca Navarra, marvet goude Eost 1031, merc'h da García III Navarra, pe García Sánchez II Pamplona, lesanvet el Temblón (ar C'hrener), ha da Jimena Fernández ( merc'h da Fernando Bermúdez, kont Cea, ha d'e bried, ar gontez Elvira Díaz de Saldaña); rouanez León;
- a zimezas en 1023 da Alfonso V León;
- Urraca Covarrubias (marvet e 1038), abadez ha merc'h da García Fernández Kastilha ;
- Urraca Gómez (marvet e 1039), pried Sancho García Kastilha;
- Urraca Navarra (?-1041), merc'h da García II Navarra, dimezet en 960 da Ferdinand Kastilha; pa intañvezas ec'h addimezas en 972 da Gwilherm Sancho Gaskogn
- Urraca Zamora, anvet ivez Doña Urraca (1033-1101) merc'h da Ferdinand Iañ Kastilha, roue León ha roue Kastilha
XIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Urraca Iañ León ha Kastilha (24 a viz Mezheven 1081-8 a viz Meurzh 1126), rouanez León ha rouanez Kastilha (1109 - 1126), ha Rouanez Aragon e-keit ma voe dimezet da Alfonso Iañ Aragon; dimezet div wech:
- Urraca Kastilha, Rouanez Navarra (Urraca an Asturianez), (1132–1164), merc'h da Alfonso VII León ha Castilla, rouanez kenseurtez García Ramírez Navarra
- Urraca Portugal (1151–1188), merc'h da Afonso Iañ Portugal, pried kentañ Fernando II León.
- Urraca López de Haro (c. 1160-c. 1230), trede pried Fernando II León.
- Urraca Kastilha (?-1189), merc'h vastard da Alfonso VII Kastilha, a zimezas en 1144 d'ar roue García V Navarra, mamm d'an Urraca Navarra a zimezas da García de Najera.
XIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Urraca Kastilha (1185- Coímbra 1220), merc'h da Alfonso VIII Kastilha ha d'ar rouanez Leonor Plantagenêt, infantez Kastilha, rouanez Portugal adalek 1211 betek he marv, pried da Afonso II, mamm d'ar rouaned Sancho II Portugal hag Afonso III Portugal.
XIVvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Leonor de Alburquerque, pe Leonor Urraca Kastilha (1374-1435), lesanvet la Ricahembra (ar vaouez pinvidik), merc'h da Sancho, infant Kastilha ha kont Alburquerque; dimezet e voe en 1393 da Fernando Iañ Aragon, roue Aragon.
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Geneviève Page a oa ur briñsez Urraca er film El Cid gant Anthony Mann, en 1961.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jaime de Salazar y Acha. 2006. "Urraca: un nombre egregio en la onomástica altomedieval". En la España medieval, 29 (Extra 1), 29–48. Embannet ivez en Estudios de genealogía, heráldica y nobiliaria, Miguel Angel Laredo Quesada, 29–48 (ISBN 84-95215-29-2).
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Urraca Mesa, ur mesa e New Mexico, e SUA .