Ramiro II León

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ramiro II, lesanvet el Grande (war-dro 898-Genver 951), a oa roue León eus 931 da 951. Gant e enebourien vuzulman e veze graet el Diablo ("an diaoul") anezhañ abalamour d'e grizded.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Ordoño II. Pa varvas e dad e roas harp d'e vreur Alfonso da gemer ar gurunenn digant o c'henderv Alfonso Froilaz, mab d'o eontr Fruela II. Gant Ramiro ec'h eas neuze hanternoz Portugal e 926, ha Galiza ouzhpenn da varv o breur Sancho en 929.

Brezel a reas d'ar vuzulmaned. Faezhañ a reas ar c'halif omeyad Abd al-Rahman III en emgann Simancas e 939.