Sancho Iañ León
Sancho Iañ León el Craso (935-966), a oa roue León etre 956 ha 958 hag etre 960 ha 966.
Mab e oa da Ramiro II León ha d'e eil pried, Urraca Sánchez, infantez Rouantelezh Navarra ; mab-bihan e oa d'ar roue Sancho Garcés Iañ ha Toda de Pamplona.
Goude Ramiro II, en 951, e renas e vab Ordoño III, met enebiñ a reas an infant Sancho evit kaout e lod eus an hêrezh. Skoazell a gavas digant e eontr García II Navarra, digant e vamm-gozh Toda Navarra, digant kont Kastilha, Ferdinand González.
Daoust da se e voe trec'h Ordoño IIIwar e enebourien dindan mogerioù kêr León, met Kalif Cordoba, Abd al-Rahman III, a oa niz ivez da Toda Navarra, a roas e vad eus ar brezel-se evit treuziñ an harzoù, en Galiza dreist-holl, eus 951 da 953, ma rankas Ordoño goulenn ar peoc'h e Cordoba en 955, ha plegañ da reiñ pe da zistrujañ darn eus e greñvlec'hioù tost d'an harzoù. Er memes koulz e ranke ar c'halif ober brezel d'ar Fatimided en Afrika.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Teresa Ansúrez war-dro 960, merc'h d'ar c'hont Monzón Ansur Fernández. E vab Ramiro III León a renas war e lerc'h.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Reinhart Pieter Anne Dozy Histoire des Musulmans d'Espagne E. J. Brill, 1861
- Adeline Rucquoi Histoire médiévale de la Péninsule ibérique Point Histoire H 180 éditions du Seuil Paris 1993 (ISBN 2020129353).