Mont d’an endalc’had

Ramiro III León

Eus Wikipedia
Ramiro III (Libro de las Estampas)

Ramiro III León, ganet war-dro 961/962 e Destriana, ha marvet e 985 e-kichen Astorga, a oa roue León.

Mab e oa da Sancho Iañ ha d'e bried Teresa Ansúrez. Pemp bloaz e oa e 966 pa voe drouklazhet e dad gant uhelidi eus Galiza, ha setu deuet Ramiro da roue. Degouezhout a reas ar galloud etre daouarn ar maouezi: al leanez Elvira Ramírez, e voereb, c'hoar da Sancho, hag e vamm, Teresa Ansúrez, met bec'h a veze etreze o-div. Elvira an hini a oa e penn ar vro e gwirionez, etre 966 ha 975, pan eas Teresa d'ar gouent, ma teuas da vout abadez.

Evel roue e sinas ur feur-emglev a beoc'h gant ar c'halif Al-Hakam II hag envel a reas San Rosendo da letanant: hennezh a voe trec'h war ar vikinged en Galicia en 968.

E 975 edo armeoù León, Kastilha, ha Navarra, o lakaat seziz war gastell San Esteban de Gormaz (e proviñs Soria hiriv), pa zegouezhas un armead-skoazell muzulman. Tec'hout a reas ar gristenien, ur vezh ruz war gouarnamant Elvira. Rankout a reas ar voereb Elvira distreiñ d'he c'houent, ha dont a rea Teresa Ansúrez er-maez eus hec'h hini da gemer he lec'h e penn ar vro. En 976 e varvas Al-Hakam II ha Hisham II, ur paotrig unnek vloaz, an hini a gemeras ar stur er galifiezh. E gwirionez avat edo ar galloud gant e vizir, Almansor ha hennezh a gasas e armeoù da breizhata León. Entre dibenn ar bloavezhioù 970 h deroù ar re 980 e kouezhas Zamora, Rueda, Atienza, Sepúlveda... Bec'h a savas etre ar roue hag uhelidi Galiza ha Portugal adarre, hogen gwashoc'h eget en amzer |Sancho Iañ, tad Ramiro III. Un den diaes tremen dioutaén e oa ar roue, hag ar faezhadennoù a zegouezhe dizehan ne oant ket evit gwellaat an drarempredoù.

A-benn ar fin, en miz Here 981 en em savas uhelidi Galiza a-enep Ramiro III, ha dilenn a rejont Bermudo Ordóñez da roue. Hennezh a oa ur bastard da Ordoño III León, ha dre-se kenderv da Ramiro. Entre nevez-amzer hag hañvezh 982 e voe kemeret ar galloud e Galiza gant kostezenn Bermudo, ha d'ar 15 a viz Here (pe d'ar 16 a viz Du) e voe kurunennet e Santiago de Compostela. Rannet en em gave ar rouantelezh etre div lodenn: León ha Kastilha feal da Ramiro, Galiza ha Portugal a-du gant Bermudo. E beg 983 e voe emgann en Galiza, en Portilla pe Portela de Arenas, e-kichenik Antas de Ulla, etre arme Ramiro III ha hini Bermudo. Diasur eo piv a voe trec'h: chom a reas Bermudo en Galiza ha distreiñ a reas Ramiro III da León, ma ne reas ken nemet difenn e rouantelezh diouzh ar Vuzulmaned. centrándose en defender el reino de los ataques musulmanes.

Mervel a reas Ramiro III e 985, da 24 bloaz. Ne voe ket rannet ar rouantelezh neuze, pezh a c'hallje bezañ c'hoarvezet a-hend-all, nag adsavet neuze rouantelezh Galiza. Ren a reas Bermudo II e León en e he fezh.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas a-raok an 18 a viz Here 980 : en un dihell eo meneget regnante rege Ranemiro una cum uxore sua Sanctia regina.

Da bried e kemeras Sancha Gómez, merc'h da Gómez Díaz, kont Saldaña, ha d'e bried Muniadona Fernández, ur verc'h da Fernán González, kont Kastilha. Ur mab o doe:

  • Ordoño Ramírez, lesanvet el Ciego (an Dall) , a zimezas da Cristina Bermúdez, merc'h da Bermudo II León ha d'e bried Velasquita Ramírez; diwar an eured-se e teuas pouezusañ lignez Asturiez en XIvet kantved.

War e lerc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E genderv Bermudo II a rae brezel dezhañ abaoe 981 a renas war e lerc'h.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Adeline Rucquoi, Histoire médiévale de la Péninsule ibérique, Point Histoire, H 180, Le Seuil, Pariz 1993 (ISBN 2020129353).